- Article précédent: Endro : ingalañ a ra « MRAE Breizh » menegoù skort
- Article suivant: Amonitratoù hep evezh
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Un uzin fardañ bara gant chokolad ha kouignoù a-bop seurt ‘vo savet e Lifre, e norzh Roazhon, war douaroù gouestlet d’al labour-douar. Tud ‘zo er gumun ‘zo oc’h en em aozañ ‘enep d’ar raktres dañjerus evit an endro.
42 devezh arad douaroù labour-douar ‘vo distrujet e Lifre, norzh Roazhon, gant ur raktres agro-boued. Un uzin ‘vo savet gant strollad Le Duff (Brioche Dorée, Del Arte…) a-benn produiñ 650 tonelat bara ha kouignoù bemdez da gas da vroioù estren a-benn 2024.
Peadra ‘zo da zigas implijoù hag arc’hant d’ar gumun, eme ar maer, (500 postoù labour krouet sañset). Met ur bodad tud ‘zo krog o stourm a-enep d’ar raktres buan a-walc’h. Colère eo anv ar strollad a glasko mirout kleuzioù al lec’h. Tro-war-dro, ur bern douaroù a ‘zo bet distrujet dija gant raktresoù lodennadoùigoù ha takadoù industriel all.
Meur a garr-samm a dremeno bemdez dre an uzin hag a implijo kalzig a zour ha danvezioù n’int ket lec’hel evit he froduiñ. Pep tra da lazhañ an endro hervez an dud o chom e-kichen.
D’ar 25 a viz Mae, ar c’homiser ‘neus roet un ali pozitivel d’ar raktres, en ur lakaat war well « meur a riskl ». E-pad an enklask foran, « enquête publique », ‘zo bet 200 alioù tud a-enep d’an usin war 269 en holl.
Setu ar pezh ‘vo implijet bep bloaz gant an uzin. Kement ha hanter kêr Lifre.
« Lakaat betoñs war douaroù naturel ‘zo fall-kenañ evit tachennoù gleb, dour ar stêrioù, hag ar merañ dour-glav. »