Penaos ‘vez gwiriekaet muioc’h mui an titouroù gant Wikipédia : skwer Essure
Splann ! - 02/24/2023
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Splann ! a ginnig deoc’h ul lodenn nevez a-benn dizoleiñ ar pezh ‘zo a-dreñv eus pajennoù Wikipedia ‘zo…
Hiziv an deiz ne c’hall ket ’bout embannet un dra bennak war Wikipédia hep ma vefe gwiriekaet an titouroù, gant mammennoù sklaer. Met un hent hir eo bet.
Istor pajenn « Essure » ‘zo ur skwer mat-tre da ziskouez penaos o deus cheñchet an traoù. Essure zo un imboud (un emplant) bet lakaet d’ar merc’hed n’o doa ket c’hoant da gaout bugale. Skrivet hon eus un enklask diwar e benn: meur a gudenn yec’hed ‘oa gant an imboudoù-se.
E 2009 ‘zo bet kroue pajenn Wikipédia war « Essure ». Skrivet e oa ar pennad gant un den a skrive war ar sujed-se hepken ha ne rae nemet gant mammennoù Conceptus, an embregerezh a werzhe an emplant, ha reoù Pennaotrouniezh braz ar yec’hed a lavare pegen mat e oa Essure. Sañset ne c’haller ket sevel ur pennad Wikipédia gant ken nebeud a ditouroù, met ne ‘oa ket ken strizh e 2009 evel eo bremañ.
E 2015 e oa bet lakaet ouzhpenn gant un den all pennadoù Pierre Panel ac’h ae a-du gant an emplant ivez. Prezidant ar CNGOF e oa eñ d’ar mare-se, Aozadur ginekologourien Bro Frañs. O labourat e oa evit Conceptus e 2013 ivez, bloavez zo bet prennet an imboud gant Bayer… Kerkent e oa bet lemet kuit deus Wikipedia ar pennadoù-se met n’eo ket abalamour ma oa droch an titouroù enne met dre ma ne oa lakaet mammenn ebet da wiriekaat anezhe.
Gant lagad ur wikipedian e c’haller lenn ar pezh ‘zo bet skrivet en un doare diwelus. E 2014 dija ‘oa bet skrivet gant un den eus Wikipédia : « N’eo ket mat ken ar pezh ‘zo skrivet. Kudennoù bras ‘zo gant Essure, dreist-holl e Stadoù Unanet e lec’h ma krog an eneberezh e-keñver an embregerezh. »
Ar studiadenn dizalc’h kentañ war an emplantoù e oa bet embannet e 2015 gant skol-veur Cornell war Sciences et Avenir. Diouzhtu eo bet ouzhpennet d’ar bajenn Wikipédia.
E 2022 e oa bet lakaet evit ar wech kentañ e oa eus ur stourm gant merc’hed zo. Enklask Splann ! war diell tasmant Ajañs ar yec’hed hag a ziskoueze riskloù an emplant ‘zo bet ouzhpennet daou zevezh war-lerc’h ma vefe bet embannet gant Le Monde.
Lennit hon enklask diwar-benn an emboudoù Essure
Lennit hon enklask diwar-benn an emboudoù Essure