N’eo ket echu hol labour pa vez embannet hon enklask. Alies mat ez eomp da heuliañ darvoudoù, prezegennoù ha festivalioù evit lakaat an titouroù da vont pelloc’h ha da eskemm gant an dud (deiziataer).
Un doare da grouiñ liammoù gant ar Vretoned ha da zastum titouroù hag arc’hant, met ivez da gelaouiñ an dud diwar-benn frankiz ar mediaoù.
Mont a reomp ivez da zarvoudoù micherel evel Festival ar c’helaouiñ lec’hel e Naoned, Médias en Seine e Pariz, darvoud-meur ar c’hazetenniñ e Teurgn, festival kazetenniñ eus Couthures-sur-Garonne, festival sinema Douarnenez pe Festival Intergalacktik e Brest, Longueur d’ondes e Brest…
Pediñ a ran Splann ! da ginnig ec’h enklaskoù em c’humun.
Kenlabouret e vez gant mediaoù all evit tizhout ar muiañ a dud
Enklaskoù Splann ! a vez embannet war hol lec’hienn internet ha dre ul lizher-kelaouiñ. Embannet e vez ivez war meur a vedia disheñvel evito da dizhout muioc’h a dud. Dre ma vez embannet ar memes enklask war vediaoù lec’hel, rannvroel, broadel hag etrevroadel emaomp sur e vez titouret kalz a dud.
Kenlabourat gant mediaoù all a zo un doare da lakaat an titouroù da vezañ dasparzhet digoust en un doare ledanoc’h : an holl a c’hell lenn anezhe. Ne vez ket kenlabouret gant ar memes mediaoù hervez sujedoù an enklask. Da skouer, dre France 3 Breizh e c’hellomp tizhout lennerien lec’hel. Dre Reporterre e tizhomp lennerien kizidik ouzh an endro. Sujedoù a-denn eus yec’hed ar merc’hed a vez embannet war gelaouennoù evel Elle.
Da skouer :
2023 zo bet ur bloavezh mat evit Splann ! abalamaour m’ eo bet embannet titouroù an enklaskoù war mediaoù bras evel Le Monde, AFP, RFI, France Bleu. Aterset eo bet kazetennerien Splann ! gant meur a chadenn tele ha radioioù.
A-drugarez d’hon c’hevelerien ha d’ar mediaoù a lak war-wel ar pezh a vez graet ganeomp eo efedusoc’h skog hon enklaskoù.
An holl vediaoù a genlabour ganeomp a embann an enklask e memes koulz. Un doare da grouiñ un « darvoud ». Setu perak e klaskomp choaz ar mare gwellañ evit embann anezho. Da skouer, hon enklask diwezhañ diwar-benn brezel ar parkeier a zo bet embannet e penn-kentañ saloñs an desaverezh loened. Setu penaos e klaskomp lakaat an dud da dabutal war sujedoù pouezus evit ar gevredigezh. Setu ar mediaoù a genlabour ganeomp an aliesañ.
Deomp-ni da brouiñ asambles eo posupl kaout mediaoù disheñvel ha dizalc’h.