Ur gêriadenn vihan eo an Dresnae e Logivi-Plougras (22). Brav eo ar vro tro-dro : kleuzioù miret, tachennoù gleb hag un trepas ekologel bet kadarnaet gant ar brastres evit ar genstagded ekologel (schéma régional de cohérence écologique e galleg). Mont a ra an trepas-se eus koad Markiz betek Koad an Noz. Tro-dro d’ar vilajenn-se hag e-kreiz an trepas ez eus tri raktres sevel tourioù-avel.
E miz Eost 2020 e oa bet roet un ali diwar-benn unan eus ar raktresoù-se, hini Parc Ar Hoat, gant an MRAE (aotrouniezh rannvroel an endro). Eno e c’haller lenn « al lec’h dibabet a zo kizidik kenañ. Ma chom ar memes hini e vo dav d’an embregerezh labourat muioc’h war an doare da zoujañ ouzh an endro ». C’hoazh e vez lâret gant an MRAE n’eo ket « a-walc’h ar pezh a vo lakaet e plas evit gwareziñ al laboused. N’eo ket bet kemeret mat e kont ar fed eo un trepas ekologel al lec’h ». Ar memes tra e vez lâret diwar-benn al logod-dall.
Ankeniet eo Strollad bronnegourien Breizh (SBB) pa welont an niver a raktresoù war takennoù naturel o kreskiñ. Dreist-holl abalamour ma ‘z eo lec’hioù e lec’h m’emañ al loened-se o chom. Sañset en devez da vezañ gwarezet. Hervez Thomas Dubos, gopret gant an SBB 22, e varv kalz re a logod-dall. « A-enep ar raktres tourioù-avel e koad Lanouée (Lannoez, 56) e oamp. Ha siwazh, c’hwec’h miz goude ma oa kroget an askeloù da dreiñ e vez gwelet kalz re a loened lazhet. » Hervez Thomas Dubos ez eo an Dresnae ul lec’h risklus-tre.
Goude ma oa bet embannet ali an MRAE eo bet lañset studiadennoù ouzhpenn gant an embregerezh Engie Green, sevel ur renabl eus al laboused da skouer. E miz Gwengolo 2023 eo bet goulennet un aotre nevez.
Louis Picault en deus prenet e di en Dresnae e 2021. Spontet e oa bet p’en doa dizoloet ar raktres tourioù-avel da vezañ savet 800 metrad pelloc’h. Setu eñ ha kemer perzh e krouidigezh ar gevredigezh Treger avel ar menez (TAAM) e 2022 evit stourm a-enep d’an tri raktres zo er gumun. Ur vanifestadeg gentañ a oa bet d’an 12 a viz C’hwevrer 2023. Tammoù paper kelaouiñ a oa bet roet d’an holl amezeien hag un emgav gant ar maer a oa bet aozet. Meur a annezad a lak panelloù dirak o norioù skrivet warno « STOP tourioù avel ».
Tenn eo ar jeu er gumun, evel e lec’hioù all, etre ar berc’heien o deus asantet feurmiñ o douaroù d’an embregerezhioù tourioù-avel hag ar re a zo a-enep d’ar raktresoù. Lâret a ra Louis Picault e vez taget gant tud-all abaoe miz Genver 2023. Torret eo bet e voest-lizhiri, ur razh marv a oa bet lakaet dirak e di, torret e nor, ur penn lapin bet lakaet en e liorzh, rodoù ar c’harr-tan tarzhet… Douget en doa klemm d’an 10 a viz Eost 2023. « N’eus ket tu din bevañ e-giz-se ken, emezañ. N’en em santan ket e surentez ken. »
N’eus ket 4 km alese, e Plounevez-Moedeg, emañ ivez ur peizant o stourm a-enep d’ur raktres tourioù-avel gant an embregerezh Kallista. Un tour-avel 180 metrad uhel a vo lakaet evit kargañ kirri-tan tredan, 500 metrad eus e di-feurm. Nec’het eo an desaver evit e loened. Sañset eo kizidik ar saout da fromoù tredan.
Gant tud-all en deus krouet ar gevredigezh « Le Cresnet au naturel ». Staliet ivez gantañ ur banell e bord an hent a-enep d’ar raktres. « Torret eo bet, ha ma sklotur ganti ivez », emezañ. Douget eo bet klemm gantañ.
Kendalc’het e vo da stourm gant ar strolladoù a-enep d’an tourioù-avel. Daouzek kevredigezh eus Treger ha Kreiz-Breizh zo en em vodet dindan an anv « Soulèvements de l’air ». Un devezh stourm a oa bet e miz Gwengolo 2023 e Larruen. A-benn nebeut e vo unan-all gant an tem « Penaos ober mod-all ? »