Parkeier : brezel tro-dro d’ar Safer
Splann ! - 10/18/2023
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
An enklask diwezhañ bet embannet ganeomp a lak war wel ar brezel a zo evit kaout tachennoù labour-douar. E-kreiz ar jeu emañ ar Safer, hag a vez o verañ gwerzh an douaroù. He fajenn Wikipédia a zo dedennus-tre da lenn : ne sav ket an holl a-du gant he doare d’ober. Dizoloet e vez dreist-holl e klask ar Safer chom hep bezañ an distêrañ taget.
Krouet eo bet pajenn Wikipedia ar Safer, aotrouniezh a ra war-dro gwerzh an douaroù, e 2005. Ha cheu a sav hervezh ar pezh a vez skrivet enni adalek 2007. Daou du a zo : ar re a soñj dezho eo ar Safer un aktour pouezus da verañ priz an douaroù, kuit da gaout brokerezh war ar font ha soursial sikour an atantoù da chom. Gant reoù all e vez keñveriet ar Safer gant doareoù d’ober sovietik, a-enep da frankiz ar marc’had, pe c’hoazh gant un embregerezh disfiziañsus ha tost d’hec’h arc’hant. Darn vrasañ eus an traoù zo bet skrivet a zo bet diverket a-hed ar bloavezhioù abalamour ma ne oa ket mammennoù a-walc’h.
E 2014 e vez ouzhpennet titouroù dedennus ha resis da vat. Embannet e oa bet e 1995 ha 2013 gant Lez ar C’hontoù dielloù o lâr ne oa ket mat pep tra gant doare d’ober ar Safer. Setu ul lodenn anvet « Traoù a-dreuz ar Safer » da vezañ skrivet war pajenn Wikipedia. Enni e c’haller lenn n’eo ket reizh atav an doare da verañ an douaroù, dreist-holl abalamour ma vefe re dost an dud eus an FNSEA.
Buan-tre e klask ur gont dianv diverkañ al lodenn-se, hep dont a-benn d’ober. Gant ur gont all e vez graet 32 cheñchamant a-hed ur sizun e miz Mae 2014, en ur glask skarzhañ an traoù fall hag en ur ouzhpennañ meuleudioù diwar-benn labour ar Safer. Labourat a ra an den en deus kemmet an destenn evit ar Safer just a-walc’h. N’eo ket difennet an dra-se, met n’eo ket gwelet mat hervez reolennoù Wikipedia.
Dre ma vez eus ur strollad tud o tiwall ouzh ar pezh a vez skrivet n’eo ket deuet a-benn an den a labour evit ar Safer cheñch an destenn da vat. Betek 2020 ez eus tud all o klask cheñch anezhañ ivez, hep gallout en ober.
E miz Meurzh 2023 e klask un den e karg eus ar c’hehentiñ er Safer lemel kuit an destenn a-bezh ha reiñ liamm lec’h internet ar Safer en he flas… Nullet eo bet ar cheñchamant-se buan-tre.
Pa seller hiziv an deiz ouzh pajenn Wikipedia ar Safer e c’haller krediñ eo trankil an afer. Met pa vez sellet ouzh ar pezh a zo koachet e c’haller kompren n’eo ket echu brezel ar parkeier.