- Article précédent: Lobi ar sindikat labour-douar FNSEA dre ar munut
- Article suivant: [Titouroù Splann !] Reuz da gaout en diabarzh d'an embregerezh voc’h Cooperl
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Gant ar manifestadegoù en enep da adreizh al leveoù pe c’hoazh gant ar re evit ar peoc’h e Palestina, kêr Roazhon a zo bet feal d’he hengoun stourm. Meur a nozvezh dispac’h zo bet war-lerc’h marv paotr yaouank Nahel e Nanterre, ivez. Ar gêr a zo brudet evit bezañ neizh meur a stourmerezh eus an tu kleiz, ha dre se e vez evezhiet a-dost gant ar pennadurezhioù, war a seblant. Pezh a vez gwelet kenkoulz gant liesseurted an tropadoù polis bet engalvet evel gant roll an armoù bet implijet.
Ouzhpenn d’an traoù boas evel greunadennoù daeraouiñ, greunadennoù-tarzh, bannerioù-bolotennoù difenn, tonfaioù hag all hag all, hervez danevell vloaziek an Orlib bet embannet evit ar miz (pdf), implijet e oa bet ivez kamionoù banner-dour, dronoù evezhiañ hag un helikopter. Archerien zo o deus douget pistolennoù mindrailher ha fuzuilhoù-arsailh d’ar 16 a viz Meurzh 2023, goude ma oa bet lakaet ar mellad 49.3 e pleustr. Ur vinviaoueg hep-he-far, ha peadra da vezañ distroet da lakaat e droed da vanifestiñ da dalvezout, pezh a zo gwarantet gant ar Gonstitusion, sañset. Seul vui ma n’eo ket dispaket ar skipalhoù liammañ etre ar vanifesterien hag ar polis ken.
Tud a-youl-vat an Orlib o deus gwiriet fedoù feulster ha doareoù d’ober dilezenn a-berzh ar polis, an tropadoù lec’hel (strolladoù arbenniget evel ar BST pe ar BAC) alies. Ar feulster-se a zo bet gouzañvet gant kazetennerien hag an arsellerien o-unan.
Ar-re mañ, aes da anavezout gant o c’hazulioù hag o zokarnoù gwenn, « zo en em santet en dañjer alies abalamour da zoareoù d’ober ar polis ». Unan anezhe a zo bet gloazet un tammig e-krezh nozvezh an 29 a viz Even e karter ar Blosne gant tenn ur banner Cougar.
Krouet e oa bet an Arsellva pevar bloaz zo gant c’hwec’h kevredigezh ha sindikad, c’hoant gante difenn ar frankizioù publik, en o zouez Kevre gwirioù Mab-den (LDH) ha Sindikad an avokaded Bro-Frañs. Hiriv an deiz e seblant bezañ direnket ar polis gantañ, war a weler.