Splann ! : A c’houde un nebeut mizioù e vez taget an OFB hag e implijidi gant labourerien-douar, izili eus ar CR (Coordination Rurale), ha deus an FNSEA hag ar JA evit an darn vrasañ anezho. Peseurt doare tagadennoù zo bet dre just?
Sylvain Michel : Gant renerien an OFB zo bet kontet 37 darvoud dibaoe penn kentañmiz Here. Alies e vez taget ar savadurioù pe ar c’hirri-tan labour. Peurliesañ e vez skuilhet hañvouez, diskarget teil pe skourroù a bep seurt dirak an nor, soudet ar gael mont-tre, mogeriet petramant torret an dorioù… E Gueret (Creuse) eo aet al labourerien-douar barzh ar burevioù hag o deus taolet an doserioù war al leur en ur huchal ha kunujenniñ an implijidi. En Tarn-ha-Garonne zo bet distardet unan eus rodoù karr-tan ur rener-servij goude un emvod e kambr al labour-douar. Dre chañs en deus merzet e oa un dra bennak a dreuz. Kondaonet eo bet an dra-se gant ar vinistred met n’eus bet kaset den ebet dirak al lez-varn daoust d’ar c’hlemmoù.
Ar feulster a zo o vont war gresk neuze, e-keñver ar pezh a oa c’hoarvezet e penn kentañar bloaz. Dre ma n’int ket bet kastizet d’ar mare-se, e kendalc’hont hag ez eont pelloc’h c’hoazh ! Souezet omp o welet pegen digemplezhet int. Peurliesañe chom an archerien da sellet dre ma zo bet lavaret dezho chom hep fiñval keit ma ne oa den ebet gloazet. Betek bremañ n’eus bet nemet un nebeut taolioù-kastiz skañv ha pevar den eus ar CR23 lakaet dindan evezh gant ar boliserien e Gueret, sekretour departamant ar sindikad en o zouez. Met ken stegnet eo ar jeu ma ne vo ket tamallet re a draoù dezho moarvat, dre ma vint gwarezet dre vignonaj politikel. Memestra n’eo ket fall e vijent bet galvet gant ar polis, kuit dezho d’en em santout a-us d’al lezenn.
E Okitania, kreiz hag hanternoz Bro C’hall eo bet taget an OFB ar muiañ. Penaos e tremen an traoù e Breizh ?
E Breizh eo siouloc’h an traoù. Gwelloc’h an darempredoù gant ar sindikadoù labour-douar. D’am soñj ne reomp ket aon dezho dre ma z’eo bet trec’h o lobi warnomp dija. Gouzout a reont ne z’a ket gwall bell an aferioù ur wech ma z’int bet kontrollet ganeomp. Un nebeut taolioù kastiz zo bet da heul saotradurioù met ral-tre eo, ha peurliesañ e vez un emglev dre gaer, war an dachenn velestradurel, ha ne z’a ket war dachenn ar varn, memes evit aferioù grevus.
E penn-kentañ 2024 ho poa bet an urzh da chom er burev, hep mont war an dachenn ken. Penaos ‘mañ an traoù an deiz a hiriz ?
Diwar vremañ n’eo ket aet an traoù ken pell met memestra eo bet goulennet ganeomp ar sizhun dremenet chom hep mont en atantoù d’ober kontrolloù melestradurel, betek ma vo erru siouloc’h an traoù. Moarvat e pado betek ar votadegoù Kambreier al labour-douar e fin miz genver. Rak anat eo e vez enervet an dud blam d’ar votadegoù-se ha evit sachañ an evezh warno e z’a ar CR hag an FNSEA ar pellañ ma c’hellont en tagadennoù feulz. Gant ar C’honf (Confédération Paysanne) n’eus kudenn ebet dre ma tifennont ur mod labour-douar doujus ouzh an endro hag ar vevliesseurted.
Daoust hag e vez soutenet an implijidi gant pennoù bras an OFB ha gant o ministr ?
Resevout a reomp ur bern kemennadennoù a-berzh hor renerien hag a lavar deomp « eo arabat deomp bezañ nec’het dre m’emaint e darempred gant ar vinistred war eeun ». Padal en deus lakaet amzer souten ar gouarnamant da erruout : gant ministrez an endro hon eus bet ur gemennadenn e deroù miz kerzu, da lâret daou viz goude an tagadennoù kentañ ! Ha digant ministrez al labour-douar, seurt ebet, estreget un tweet hag ul lizher d’ar rener-servij bet distardet rod e garr-tan. Met e-keñver tout an distruj, hag ar gourdrouz, ger ebet d’an implijidi. Ouzhpenn-se ez ‘a an holl divizoù a-du gant al labourerien-douar o deus taget ac’hanomp en ur vont maez al lezenn a-fed manifestadegoù, da lâret distruj war savadurioù publik ha gourdrouz ouzh polis an endro.
Eus peseurt divizoù e komzit ? Eus pezh a sell ouzh ho armoù-servij ?
Resevet hon eus ur c’helc’h-lizher e penn-kentañ miz kerzu o c’houlenn ganeomp kuzhat hon armoù-servij dindan hor dilhad pa z’eomp d’an atantoù, gant ar riskl bezañ lakaet diaes ma rankomp en em zifenn, ma c’hoarvez deomp bezañ taget. Kudennoù surentez a sav neuze, hag e-pad an hañv, pa vimp gwisket skañvoc’h e vo dibosupl doujañ ouzh an urzh-se. Ne implijomp ket hon armoù gwall alies met c’hoarvezet eo bet e vije taolioù fuzuilh pe un traktour o vont a benn da ensellerien pa oant oc’h ober o labour. Ma ne ziskouezomp ket omp armet, e c’hellfe seurt darvoudoù c’hoarvezout aliesoc’h siwazh.
Goulennet e vez ganeomp ivez ober ur c’hontroll melestradurel bloaziek nemetken en tiez-feurm. Ha ret vo deomp stagañ ur c’hamera ouzh hol lifre pa z’eomp da gontrolliñ, pezh a c’hellfe bezañ strobus da vat pa rankomp mont buan war an dachenn, lakaomp ma c’hoarvez ur saotradur da skouer.
Sinet eo bet ar c’helc’h-lizher-mañ gant ministrezed an ekologiezh hag al labour-douar just a-raok ma vije roet e zilez gant gouarnamant Michel Barnier. Ar pezh a ziskouez pouez hag efedusted al lobi labour-douar greantel. E gwir o deus kalz a levezon war an dilennidi, hag e vez lakaet o c’hoantaoù e pleustr gant ar gannaded pe ar senadourien alies. Da skouer ne vint ket kastizet diouzhtu ar wech kentañ ma reont traoù a-dreuz hag e vo ret deomp sellet ma n’eo ket en despet dezho o deus graet a-dreuz. Ar pezh a ra an ensellerien dija e gwirionez evel-just. Pezh a zo nevez eo ar fed e vije ar youl da chom war an dachenn velestradurel, hep kas an dud d’al lez-varn, memes pa vez grevus an traoù rebechet dezho. Pezh a dalv, chom hep lakaat e pleustr ar reolennoù hag a warez an natur, ar vevliesseurted, ar yec’hed, kalite an dour, an aer hag ar boued. N’eo ket just ar gwez hag al lapoused a zo e kont, met koulz lavaret dazont an ekosistemoù hag hini al labour douar dre m’eo liammet ganto.
Gant ar CR e vez goulennet e vije serret an OFB zoken. Petra zo kaoz e vije kement a rebechoù ouzoc ‘h eus o ferzh ?
Nac’h a reont bezañ kontrollet a-benn gellet labourat evel m’o deus c’hoant. Dre daou du e klask lobioù al labour-douar greantel lakaat an traoù da cheñch : dre wanaat ar reolennoù da gentañ-penn, o lakaat anezho ken izel ha reoù izelañ Europa. Ha goude-se, dre rouesaat ar c’hontrolloù, da lâret eo, memes ma chom reolennoù, ne vo ket sellet ken alies ken hag eñ e vez doujet outo. Neuze e c’hello al labourerien-douar ober forz petra. Gouzout a reomp mat e ra an darn vrasañ anezho o labour eus o gwellañ,en ur mod doujus ouzh an endro hag ouzh o amezeien, met chom a ra un nebeut re hag a fell dezho gounit ar muiañ posupl ha prest int da implijout forz peseurt produ danjerus, ha forz pegement, evit tizhout ar pal-se.
Penaos en em sant implijidi an OFB pa vezont taget ha gourdrouzet er mod-se ?
Gant ar sindikadoù zo bet resevet ur bern kemennadennoù digant implijidi hag a zo fuloret evit lod anezho, ha nec’het dreist-holl, rak ne gomprenont ket ne vefe ket kastizet ar re hag a ra kement a reuz. Nec’het int ivez ablam da divizoù ar gouarnamant : a-wechoù e vez goulennet ganto aozañ emvodoù gant ar re o deus taget anezho. Aet int skuizh da vezañ mezhekaet. Lakaet e vez douetañs war reizhegezh o c’hefridi hag o labour. Neuze o deus ar santimant bezañ dilaosket. Klask a ra ar sindikadoù reiñ youl dezho en dro dre ur sontadeg war ar pezh a c’hellfemp ober evit bezañ klevet ni ivez, evit paouez da blegañ dirak lobi al labour-douar greantel.
Petra a fellfe deoc’h lavarout d’al labourerien-douar ?
Ar pezh a fell deomp lavar dezho eo ne c’hello ket al labour-douar padout da vat ma n’eo ket yac’h an endro, ma ne dro ket mat an ekosistemoù, ma n’eus gwenan ebet ken hag amrevaned all da bollenañ ar plantennoù. Ma n’eus ket ken eus ar chadenn voued, gant al loened all o reoliañ niver an amprevaned just-awalc’h. Ma ne zoujer ket ouzh an ekosistemoù, ne vo labour-douar ebet ken. Ur bern labourerien-douar a oar mat an dra-se, dezho da lakaat ar re all da gompren, ha da vezañ trec’h war ar sindikadoù kenderc’helour rak ar re-se ne soñjont nemet er gounit war verr dermen.