Mersi deoc’h 396 gwech !
Splann ! - 01/24/2023
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Fell a ra skipailhad Splann ! trugarekaat an 396 den o deus roet arc’hant d’ar raktres e-pad hon frantad sevel arc’hant fin ar bloaz. A-drugarez d’an 22 350 € dastumet el linenn ha dre chekenn e miz Kerzu e vo tu deomp kenderc’hel da enklaskiñ e 2023, en ur duta div gazetennerez e CDI.
Ha perak pas kregiñ da reiñ un nebeud bep miz adalek miz Genver ? 124 den o deus choazet an doare-se d’ober, en ur dennañ 66 % eus ar sammad roet eus an talioù. Ar pezh ‘vez roet gant 124 den-se bep miz ‘zo 1 650 €, da lâret eo 38 % pal Splann ! bep miz.
Ho harp hag ho kerigoù a ro deomp an energiezh da genderc’hel gant hol labour enklask.
Amañ e roan a-benn harpañ Splann !
Amañ e roan a-benn harpañ Splann !