Etre Sant-Nazer ha Donez emañ ar Stad o kuzhat ar saotradur

09/06/2024
Samy Archimède
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 15 mn lenn
Ouzhpenn pemp bloaz warn-ugent zo e vez kadarnaet pegen uhel eo niver an dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer . Daoust da-se e chom kompez darempredoù ar galloudoù publik gant ar saotrerien. Goude ma vefe bet deveret strilheoul e purerezh Donez eo bet douaret gant TotalEnergies an enklask a roe ar brouenn ma oa bet an annezidi war-var da analiñ liveoù benzen uhel-tre. Hep na vefe bet tamm respont digant ar prefeti.
  • Goude ma vefe bet deveret strilheoul e purerezh Donez he deus klasket TotalEnergies kuzhat un danevell a-bouez a lâr eo bet saotret an aer gant bezen, ar pezh a zo dañjerus-kenañ evit an annezidi. N’eus ket bet lâret mann ebet gant ar prefeti.
  • Kement a dud klañv a zo tro-dro da Sant-Nazer o deus kroget tud zo da stourm evit gouzout peseurt dañjerioù gwir a zo evit o yec’hed.
  • Lañset ez eus bet ur studi takad evit ma vefe muioc’h a ditouroù goulennet gant an annezidi. Met diglok da vat eo ar studi-se.

« Aer fresk a-benn ar fin ! » Pa oa erru da chom e Pornizhan (Liger-Atlantel) gant e wreg e miz C’hwevrer, e soñje da Didier Ott e oa evit tremen devezhioù plijus er ger dudi-mor pinvidik, un 12 km bennak er c’hornôg eus Sant Nazer. Hervezañ e oa erru pell-mat eus saotradur korn-bro Pariz a lakae anezhañ da basaat ingal. Kurius e oa ar politeknisian bet ijinour war an urzhiataerezh da c’houzout petra e oa sifroù Aer Broioù al Liger. Hag ur wech aet dre roll muzulioù ar gevredigezh e-karg eus kalite an aer er vro eo bet souezhet o welet e oa pell an aer da vezañ ken glan ha pezh a soñje dezhañ e vefe bet. Ha skodeget eo bet ouzhpenn da-se o welet niver tud ar vro tapet gant ar c’hrign-bev.

Ha gant roadennoù Arsellva rannvroel ar yec’hed (ORS) Broioù al Liger eo bet kadarnaet e gavadennoù : n’eo ket gwall vrav stad ar yec’hed e diazad Sant-Nazer abaoe pemp bloaz warn-ugent, pa vez keñveriet gant hini peurrest departamant al Liger-Atlantel. Eno ez eo ar riskl da bakañ krign-bev ar skevent eus 19% uheloc’h eget e peurrest an departamant. Ha splannoc’h c’hoazh an diferzh evit pezh a sell ouzh niveroù krign-bev ar fri, gourlañchenn, treuz-gouzoug, pe gorzenn-voued : 28% ouzhpenn. En holl d’an holl, hervez an ORS e varv gwazed Sant-Nazer a-raok o 65 bloaz aliesoc’h gant ur feur 48% uheloc’h eget keidenn an dud ar Frañs. Evit Michel Bergue, bet is-prefed Sant-Nazer, sklaer eo an displegadenn : « n’eo ket ar saotradur industriel a zo pennkaoz d’ar c’hrign-bev, ar butun hag an alkool ne lâran ket ». Komzoù distaget e 2019 hep tamm diazez skiantel, peadra da sevel reuz e-touez micherourien Sant-Nazer, evel m’hon eus bet tro da glevet e-doug hon enklask.

Kaer he deus Sant-Nazer bezañ bordet gant aodoù kaer, ha bezañ tost d’ar Baol ha da Bornizhan, chom a ra ur gêr a industriezhioù ma kaver enni moged pistrius Chanterioù an Atlantel e-tal dilerc’hioù livaj Airbus hag aezhennoù o eil-kevratourien, hervez lec’h ma c’hwezh an avel. Hag e c’heller ouzhpennañ frondoù amann Cargill, diwar ar sevel eoul troioù-heol, hag e-tailh da zegas kleñvedoù an alaniñ. Met ivez aezhennoù ar saver ludu kimiek Yara (un 9 c’hilometrad pelloc’h a-denn askell), hag ar c’hediadoù organek aezhidik (composés organiques volatiles – COV) diwar burerezh TotalEnergies (12 km alese).

« Diouzh un tu emañ ar prefeti o lakaat ar pouez war butun hag alkool, diouzh an tu all emañ ar c’hevredigezhioù o tiskuilhañ ar saotradur industriel. Moarvat emañ ar wirionez hanter-hent », eme diouzh he zu Juliette Heinrich, medisinez hag aozerez un dezenn savet ganti e 2003 diwar-benn « faktorioù riskloù ar c’hrign-bev » er gêr-mañ. « Ma seblant e kaver alkool muioc’h eget e peurrest ar Frañs, met n’heller ket displegañ an holl krign-bev a gaver, krign-bev ar skevent dreist-holl », emezi da Splann !. Dreist-holl pa « ne gaver roadenn ebet diwar-benn implij ar butun war dachenn kumuniezh tolpad kêrioù Sant-Nazer hag an Aber».

Diouzh e du emañ Didier Ott o kaout diskred war ul liamm etre saotradur industriel hag ar c’hrign-bev. Dindan un nebeut bloavezhioù eo deuet ar paotr da vezañ ur gwir arbennigour war galite an aer. Sorc’hennet eo gant an ezhomm diskoachañ ar saotrerien ha dont a-benn da zigreskiñ an arvar d’an danvezioù pistrius evit an annezidi. Ezel eus Kevre Gwirioù Mab-den eo ar paotr a veze o chom en Enez-Frañs gwechall. Bremañ e stourm asambles gant annezidi a-gozh Sant-Nazer, evel Philippe Dubac pe Christian Quélard. E 2015 o deus bet savet ar gevredigezh Bevañ e Mean-Penc’hoet (Vivre à Méan-Penhoët – Vamp), diwar anv karter kozh micherourien Sant-Nazer, evit miret ma teufe da vrasaat e-kreiz o c’harter an embregerezh iskevratour a labour evit Airbus, Rabas Protec, un embregerezh ispisializet en tretiñ gorreadoù ar pezhioù kirri-nij.

An embregerezh Rabas Protect a zo staliet e karter Mean-Penhoet, e Sant-Nazer. Poltred : Nicolas Guillon (Mediacités).
An embregerezh Rabas Protect a zo staliet e karter Mean-Penhoet, e Sant-Nazer. Poltred : Nicolas Guillon (Mediacités).

« Gant an embregerezh e oa bet soñjet implijout produioù enep-daskrign lous-brein a-boan 200 metrad diouzh ur skol, ha 30 metrad diouzh tiez-annez », a gont deomp Philippe Dubac. E-touez ar produioù-se, krom VI, lakaet e renk produioù krankeiat da vat gant ar Greizenn etrevroadel enklaskoù a-enep ar c’hrign-bev. Lez-varn velestradurel an Naoned, sezizet gant ar VAMP, he deus roet an tu d’ar gevredigezh e miz Du 2018. Div sizhun war-lerc’h koulskoude eo bet sinet gant ar prefeti un diferad a roe an tu d’an embregerezh da genderc’hel da implijout ar produioù-se. Ha diwar beseurt arguzennoù ? Gwareziñ « an interest hollek » e-tal « efedoù ekonomikel ha sokial an embregerezh ma teufe an embregerezh Rabas Protec da baouez hag e pegen skoet e vefe hentenn rannvroel filierenn ar sevel kirri-nij ». Ma ne vefe ket trawalc’h, nebeut goude ez eus bet diskleriet gant ministrerezh an Treuzkemm ekologel ur reked en enep da ziviz lez-varn velestradurel an Naoned. Un diviz hag a oa « a-du gant yec’hed annezidi ar c’harter », eme prezidant Vamp, Christian Quélard, feuket un tamm anezhañ. N’en deus ket fellet ar ministrerezh respont ouzh hor goulennoù.

Gant an is-prefed ez eus bet meret ur studi takad diglok a-walc’h

Dek vloaz zo emañ kevredigezhioù an annezidi o kas ur stourm, gant petisionoù, manifestadegoù, emvodoù foran, ha dre gemer perzh e pennadoù kazetennoù evit klask sklaeraat petra eo efedoù yec’hedel ar saotradur industriel. Adalek 2013 emañ an AEDZRP, kevredigezh annezidi ar c’harter, diazezet e Donez, lec’h m’emañ ar burerezh TotalEnergies), ha goude-se ar Vamp, o c’houlenn digant ar prefeti ma vefe lakaet e pleustr ur studi epidemiologel. En aner. Mantret gant sifroù feur marvedigezh dre grign-bev annezidi ar gêr, e oa aet ar senedour Yannick Vaugrenard (PS) hag ar gannadez Audrey Dufeu (LREM) betek ar Vodadenn Vroadel ha da vinistrerezh ar yec’hed evit dougen mouezh ar c’hevredigezhioù.

« N’heller ket degemer e ranker gortoz ken pell evit ma vefe lakaet e pleustr ar studi goude ma vefe bet embannet sifroù warlene », setu pezh a skrive Audrey Dufeu, dilezet he c’harg ganti abaoe, en ur gemennadenn d’ar gazetennerien e miz Here 2020. Ha setu ar prefeti da asantiñ reiñ dorn pemp miz war-lerc’h. Met e-lec’h kregiñ gant ur studi epidemiologel e tibab ur studi takad nemetken, gant ar pal anavezout eienenn ar saotradur ha priziañ ar riskloù yec’hedel. Meret eo ar studi-se gant ur c’homite durc’hadur strategel. Eno e kaver is-prefed Sant-Nazer, Renerezh rannvroel an endro, an aozañ tiriad ha lojeiz (Dreal), met ivez burevioù studi, enklaskerien ha kevredigezhioù evel ar Vamp hag an AEDZRP.

Evit respont ouzh goulennoù Splann !, eo bet embannet gant prefeti al Liger-Atlantel e oa bet anavezet « tost da 200 lec’hienn » a c’hellfe bezañ saotrus ha « 47 danvez » pistrius da geñver studi an takad. Evito ez eo ar sifroù-se ur brouenn m’eo « sirius an enklask » E gwirionez, darn vras an embregerezhioù n’o deus degaset respont ebet d’ar goulennoù bet kaset dezho gant servijoù ar Stad, pa veze klasket renabliñ an danvezioù dañjerus produet pe berniet ganto, pe c’hoazh an danvezioù saotrus dilaosket ganto. N’eus nemet 16 embregerezh war an 94 ha n’int ket rennablet evel « dañjerus evit an endro » o deus roet titouroù. Un dra all a vank d’ar studi : an danvezioù dreist-munut, ha mogedoù ar soudiñ, ar gudenn a gaver stank e Chanterioù an Atlantel, zo bet lakaet er-maez eus tachenn ar studi, daoust m’emaint danvezioù kankreiat gwiriet (lennit hon fennad « Koust denel al listri dudi e Sant-Nazer »).

Diaes eo chom hep klevet ar c'hwezh a zeu eus uzin eoul Cargill hag a vez implijet evit magañ al loened.
Diaes eo chom hep klevet ar c'hwezh a zeu eus uzin eoul Cargill hag a vez implijet evit magañ al loened.

Evit pezh a sell an danvezioù saotrus a gaver el leur, da gentañ-penn e oant bet lakaet er-maez ar studi. Diwar goulennoù groñs ar c’hevredigezhioù eo bet asantet gant ar prefeti kas da benn ez-tennadennoù douar diwar al liorzhoù, a-benn ar fin. Met trikamardet eo Thierry Lebeau, kelenner e skol-veur an Naoned hag arbennigour war saotradur an douar abaoe ugent vloaz, hag ezel eus ar c’homite henchañ strategel studi an takad, gant an doare ober : « izel-tre eo niver an ez-tennadennoù raktreset (etre 14 ha 36) ha ne c’hello ket reiñ tu da dennañ klozadurioù a c’heller fiziañ enno evit pezh a sell ouzh riskloù an dud war var ouzh kontammadur an douaroù war an takad. Hag ouzhpenn da-se», emezañ c’hoazh « n’eo al liorzhoù nemet ul lodennig dister eus an takad da studiañ ». Ne seblant ket gwall nec’het ar prefeti gant stad an dourioù danzouar kennebeut : « Ne vez ket implijet darn vras ar puñsoù. Ha pa vezont ne vez nemet evit dourañ al liorzhoù pe/hag ar plant enno ». Fiziet eo bet en Ajañs rannvroel ar yec’hed (ARS) koulskoude ur c’houlzad ez-tennadennoù e-barzh puñsoù prevez Sant-Nazer. Hag an disoc’h kalz izeloc’h ar saotradur d’ar metaloù pounner eget ar re a oa bet diskoachet bloaz zo gant ar gevredigezh Vamp.

Peseurt kred dereiñ neuze d’ar studi takad, ma oa bet graet adalek roadennoù ken bihan, dister zoken, ha gant doareoù skiantel douetus ? Ur goulenn a zalc’h da chalañ ar c’hevredigezhioù annezidi ar c’harter. Evit Didier Ott, a oa ijinour war an urzhiataerezh, e ranker derc’hel da damall ar saotrerien ha da lakaat gwask war ar galloudoù foran. Evit-se en deus renablet an holl eienennoù saotradur industriel a gaver en aber. Bewech ma vez manifestadegoù dirak an is-prefeti e vez o tibunañ gant ur banell vras stag outañ, warnañ renabl ar « skignerien danvezioù saotrus dañjerus en aer ». Evel da skouer d’ar 14 a viz Here 2023, da geñver ur vodadeg a-enep ar saver ludu industriel Yara : « Dav ‘vefe d’unan bennak displegañ din petra zo kaoz e kaver e Sant-Nazer daou savlec’h a vez o vuzuliañ an dilaoskadennoù gaz diwar ar c’hirri hag an tommerezhioù dre goad, met hini ebet hag a vefe o vuzuliañ ar saotradur industriel ! », eme c’hoazh dileuriad an AEDZRP e-barzh ar gevredigezh Aer Broioù al Liger.

Didier Ott, o chom e Pornichet (44) abaoe 2018, a zo deuet da vezañ arbennig war ar saotradurioù a vez e bae Sant-Nazer. Gantañ eo bet rennablet an holl titouroù evit sevel ur gartenn kaset gantañ d'a' vanifestadegoù.
Didier Ott, o chom e Pornichet (44) abaoe 2018, a zo deuet da vezañ arbennig war ar saotradurioù a vez e bae Sant-Nazer. Gantañ eo bet rennablet an holl titouroù evit sevel ur gartenn kaset gantañ d'a' vanifestadegoù.

Rak karget eo ar gevredigezh-se da evezhiañ kalite an aer e vro, en ur jediñ feur hollek kalite an aer bemdez, en ur deurel kont eus pemp elfenn saotrus : ar rannigoù gros, (anvet PM10), ar rannigoù munut (PM2,5), an ozon, an dioksid nitrogen hag an dioksid sulfur. « Gant ministrerezh an treuzkemm ekologel eo bet diazezet al listenn-se », a resisa deomp David Bréhon. Rener Aer broioù al Liger, en ur anzav memes tra bevennoù e gefridi : ne vez ket muzuliet an danvezioù saotrañ kankreiat a vez eztaolet bemdez gant an industriezhioù evel purerezh TotalEnergies. Er-maez eus ar c’hlask ar c’hediadoù organek aezhidik (composés organiques volatiles pe COV), an hidrokarbidennoù aromatek polikelc’hiek (COV)… « N’eus ken met 11 danvez saotrañ hag a vez reolennet », a resisa, padal e kaver « degadoù ha degadoù all c’hoazh ». Evit Didier Ott, « bouzarus eo an tav bras, mouchet e vez daoulagad an dud evit na welfent ket ar saotradur, e-giz ma ne vefe ket deus outañ ! ».

Beradur er purerezh : kuzhet eo bet un danevell dizalc’h gant TotalEnergies

Gant diouer muzulioù an danvezioù-saotrañ war ar bemdez n’heller ket gouzout da vat petra eo feur gwirion an danvezioù lakaet an dud en ardizh ganto ma vefe ur gwallzarvoud industriel. Pezh zo c’hoarvezet d’an 21 a viz Kerzu 2022 p’eo deveret 770.000 litrad trelosk diouzh ur penton, pa ne veze ket dalc’het e-ratre, pezh a lakae en arvar buhez kantadoù a annezidi. Ha kaset gant an avel eo erruet an aezhennoù kontammus betek bourc’h Donez an deiz-se. Ha koulskoude, ken abred hag an deiz war-lerc’h e oa bet ar prefeti oc’h embann war e lec’hienn internet : « Strilheoul o teverañ diouzh purerezh Donez : efed ebet war yec’hed an dud er vro ».

E-barzh danevell Aer Broioù al Liger bet embannet miz war-lerc’h ar gwallzarvoud e oa merket e oa bet kavet kompozadoù organek aezhidik en o barr en aer koulskoude.

Strafuilhusoc’h c’hoazh : an enklask distokad bet fiziet en Ensavadur Broadel an endro hag ar riskloù (Ineris) (pdf) gant TotalEnergies zo chomet luget ha koachet zoken e tiretennoù an embregerezh war an tireoul. Peurechu an danevell d’an 20 a viz Genver 2023, ha splann a-walc’h e tiskoueze penaos e veze stank ar c’hementad benzen (un danvez lakaet e renk kankreiat hep tamm douetañs) en aer e karterioù zo eus Donez da liveoù en tu all d’ar pezh a c’heller degemer evit an dud, e-doug ar pevar devezh war-lerc’h an deveradenn strilheoul. N’eus ket bet c’hoant TotalEnergies respont d’hon c’houlennoù.

War a seblant n’eo ket bet plijet disoc’hoù an enklask-se neuze da TotalEnergies, daoust ma oa bet savet gant un ensavadur ispisializet hag anavezet evit e emrenerezh. Jedet en-dro neuze an distaoladennoù, en ur implijout ur vetodologiezh all ar wech-mañ, evit dont a-benn da sevel, ur pevarzek miz bennak war-lerc’h, un danevell kontrol leun gant formulennoù matematik ha grafikoù… bet diskaret raktal gant Ineris en ur « gemennadenn kritikel» bet lennet gant Splann !. Gant ensavadur broadel an endro hag ar riskloù eo lakaet war-wel « doareoù jediñ di-azas», « meur a ziresisted » kement ha roadennoù pennañ n’heller ket gwiriañ, ar c’hementad a strilheoul bet deveret da goulz ar gwallzarvoud paneveken. Hag evit pezh a sell ouzh priziañ ar riskloù yec’hedel, danvez pennañ goulenn ar prefeti, «n’eus ket diouti» en danevell kinniget gant TotalEnergies, hervez Ineris.

Penaos displegañ seurt mankoù ? Petra zo kaoz n’eo ket bet kelaouet tud Donez, un 20 miz bennak war-lerc’h an darvoud, war ar c’hementadoù benzen bet distaolet en aer hag a lakae an dud en arvar ? Evit respont ouzh goulennoù Splann ! bet savet d’an 30 a viz Eost diwar-benn an darvoud just a-walc’h, eo bet lâret gant prefeti al Liger-Atlantel « e oa bet meur a gelaouadenn e-liamm gant ar gwallzarvoud, ha kaset da dud e-karg ar vro, embannet e oa bet evel-se war internet muzulioù war galite an aer, hag aozet un emvod kelaouiñ war an danvez-se e miz Genver 2024 ha savet ur gemennadenn d’ar c’hazetennoù da heul, da skouer». Met respont sklaer ebet d’hor goulennoù daoust da-se. « Sklaer eo n’helle ket chom hep gouzout e oa eus danevell Ineris bet kaset da DotalEnergies miz war-lerc’h an deveradenn strilheoul, eme un den tost eus an afer en deus c’hoant chom disanv. Sebezet-bras on. Ur wech c’hoazh emañ ar Stad o klask koachañ ar c’hudennoù en ur livachañ ar wirionez », emezañ digalonekaet. Ken abred ha miz Genver 2023 e oa bet an AEDZRP o lakaat ar galloudoù foran war ziwall war ar c’hementadoù benzen paket gant an annezidi, ha tamall a ra « ar vogidell bet taolet gant an embregerezh gant bennozh ar Stad ».

E-kichen tout eus an tiez emañ ar poulloù dour-tan. Ar pezh a zo dañjerus evit an annezidi, evel m'eo bet diskouezet gant gwallzarvoud an 21 a viz Kerzu 2022.
E-kichen tout eus an tiez emañ ar poulloù dour-tan. Ar pezh a zo dañjerus evit an annezidi, evel m'eo bet diskouezet gant gwallzarvoud an 21 a viz Kerzu 2022.

D’ar gwener 6 a viz Gwengolo 2024 e vo eus un emgav eus ar gomision e karg da heuliañ ar pezh a c’hoarvez en uzin-mañ. Sañset e servij ar gomision-se evit ma vefe titouret mat an dud o chom tro-dro. Bodet e vez ur wech ar bloaz an is-prefed, TotalEnergies, gopridi an uzin, ar c’humunioù, kevredigezhioù tud o chom tro-dro hag ajañs ar yec’hed. Diaes e vo d’an is-prefed ha da ajañs ar yec’hed chom hep respont d’ur goulenn : penaos heuliañ an dud a c’hall bezañ klañv, ugent miz warlerc’h hag hep ur studiadenn yec’hedel mat ?

Evit TotalEnergies, n’eus ket afer kaout seurt goulennoù. Ganto eo bet skrivet ur sintezenn diwar-benn ar gwallzarvoud hag a vo kinniget en emvod da zont. Setu ar pezh a vez skrivet : « N’eus arouez ebet bet kaset da ajañs ar yec’hed a c’hallfe lakaat douetañs war surentez an dud tro-dro. Ma vije bet eus ur riskl evit yec’hed an dud, e vije bet ur riskl bihan ».

Aet eo kevredigezhioù annezidi ar c’harter war-raok war dachennoù zo, daoust d’an darempredoù stegn gant ar galloudoù foran, ha krouet o deus liammoù gant an enklaskerien hag an aozadurioù sindikad. Deuet int da vout un eienenn keloù n’hell ket kazetennerien ar c’hazetennoù pemdeziek rannvro ober hepto. O stourm a gas da soñj d’an hini kaset abaoe 14 vloaz e Fos-sur-Mer (Genoù-ar-Ron) gant annezidi, implijidi, dileuridi sindikad hag enklaskerien e-kreiz un ensavadur eko-keodedour evit anaoudegezh ar saotradurioù (IECP). Ganto e vez kaset studioù-perzhiañ gant ar pal anavezout al liammoù etre ar moged eztaolet gant ar greizenn petro-kimiek ha yec’hed ar boblañs. Pa ne veze muzuliet nemet an elfennoù PM10 [ar re vrasañ], bremañ eo bet staliet gant an IECP ur stignad evit muzuliañ an elfennoù dreist-munut, ar re zañjerusañ evit ar yec’hed. Ar re a zo chomet er-maez eus studi takad prefeti al Liger-Atlantel, just a-walc’h.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →