- A-drugarez d’an tailhoù lec’hel paeet gant ar burerezh he deus gellet kêr Donez mont war vrasaat ha paeañ ur bern savadurioù publik.
- War 80 devezh-arat e oa bet savet an uzin e 1955. Hiziv eo bet astennet war 700 devezh-arat en ur gemer plas d’ar gêr.
- N’eo ket ken kreñv ken al liamm e-tre ar burerezh hag an annezidi : lod anezho a labour evit embregerezhioù all bremañ.
« Biskoazh n’ez eus bet ul lec’hienn ken uhel e live teknikel ! Salioù kontroliñ zo a denn eus logelloù kirri-nij. » Gwrac’h eo Rémy Klein gant e labour war an eoul-maen. Pell zo emañ war e leve bremañ, ha chomet eo tost e galon ouzh purerezh Donez el Liger-Atlantel, lec’h m’eo bet sterner etre 1976 ha 1996. « Pa oamp studierien, ma breur Pêr ha me, hag eñ deuet da vout rener war-lerc’h, e labouremp eno pa vezemp studierien, gant ar garg a skoazeller-oberataer. Gounezet e veze ganeomp tost div wech pezh a c’houneze hon tad a oa micherour e Chanterioù an Atlantel ! ».
«Oadvezh aour» ar burerezh perc’hennet gant Antar e oa da neuze, pa oa echu gant an eil stroñs an tireoul (1979), hervez Rémy Klein: « Kement hini a glaske skeiñ ouzh an nor da c’houl’ digor ti Antar da neuze ! 14 miz gopr a veze ganeomp, hag un adc’hopr dre gementad a veze roet e miz C’hwevrer, aet e oa ar maout ganeomp da c’hoari ar sac’h ! », emezañ c‘hoazh, entan en e vouezh. « Diouzh an hañv e veze aozet kreizennoù vakañsoù paeet gant an embregerezh ha kaset ar vugale div wech ar sizhun war draezhennoù ar Baol. »
Hag ouzhpenn da-se e veze kinniget « lojeizoù-kar g» evit lod eus ar sternerien, ha tiez dereat o feurm evit ar vicherourien. E berr gomzoù « gwir araokadennoù sokial evit annezidi Donez a veze kinniget gant ar burerezh », eme an hini a oa bet sternier e-barzh an embregerezh tireoul e dibenn e vuhez micherel.

E-doug degadoù bloavezhioù eo bet Donez, ur 15km bennak eus Sant-Nazer, o tennañ gounit eus gant an adc’hounidoù war an tailhoù diwar Antar, Elf, ha Total goude-se (bet perc’henned al lec’hienn) ha diwar o is-kevratourien.
E-burev bras an ti-kêr omp bet degemeret gant François Cheneau, maer Donez abaoe 2014. Keuz zo en e vouezh pa gont deomp mareoù lorc’hus e kêr c’henidik : « Gwechall e veze ul liamm kreñv etre ar gumun hag ar burerezh abalamour m’eo bet tapet gounidoù un tamm mat uheloc’h eget pezh a veze gant kumunioù all hervez niver o annezidi. Taos war ar font ha taos micherel ar burerezh a zegase tamm-pe-damm an tri c’hard eus gounidoù ar gêr. Bet hon eus bet ur stad-kêr e 1965, ur poull-neuiñ e 1968, ha kalzik a draoù all ! », eme c’hoazh François Chéneau.
Savet ez eus bet evel-se teir sal an holl sportoù, ur vediaoueg, ur sal abadennoù, ur sinema, un ti evit ar yaouankiz… Liammoù strizh e veze etre ar gêr hag ar burerezh, ha merzhet e veze tre betek ar c’huzul-kêr : « Eil-maer on bet da René Drollon, a oa maer hag implijad ar burerezh. En e raok e oa bet Alexandre Gravelle (war e leve, 96 vloaz hiriv an deiz), a oa bet e karg eus ar surentez […] Er c’huzul-kêr e oa un den a oa war e leve diouzh ar burerezh nevez a oa, koulz hag un den a laboure c’hoazh er burerezh ».
Purerezh ha is-kevratourien tro-dro dezho
A-drugarez d’an adc’hounidoù taosoù fonnus-mat ha d’ar spletoù niverus a veze roet d’ar c’hopridi eo bet gouest ar greizenn eoul-gimiek da grignat tamm-ha-tamm ul lodenn gaer eus tachenn ar gumun hep na vefe bet savet re a reuz gant an annezidi. Padal eo en em gavet un niver bras a dud o vezañ o chom un nebeut kantadoù metradoù diouzh ar flammerennoù pe diouzh ar pentonioù, hag annezidi zo o deus bet ranket gwerzhañ darn eus o zachennoù, pe o zachenn a-bezh gwechoù zo zoken.
Thérèse Guilhard a oa bet ganet e 1932, ar bloaz ma oa bet savet ar burerezh gentañ, ha n’eo ket niverus ar re zo bet test eus an istor-se. E miz Gouere 1944 e oa bet tost da goll he buhez e bombezadegoù ar re unanet a oa sañset distruj ar staliadurioù tireoul a oa etre krabanoù an Alamaned da neuze, hag unnek vloaz goude-se, e 1955, e oa deuet d’en em staliañ gant he gwaz e kêriadenn Les Maraudais. E soñj ar vaouez nevez-dimezet e oa kavout repu e-kreiz an natur, pell-mat eus an takad industriel, tost a-walc’h diouzh ar chapel ar C’heloù Mat. « Ganeomp e veze pep tra hon oa ezhomm da neuze : un dachenn vras gant gwez frouezh e-leizh, gwini, yer… Gwelet e veze al listri o verdeiñ war al Liger, ha tro-dro deomp, parkeier labour-douar nemetken. »
Gant ar bloavezhioù o tremen e-biou, e ya tamm-ha-tamm an tachennoù labour-douar bividik etre daouarn an embregerezhioù is-kevratourien ar burerezh, ha lonket int bet dindan an ter hag ar c’harrdioù.
Hag en 2019 e pakont taol ar marv : ret eo d’ar c’houblad kuitaat o zi da viken, goude bezañ bet o chom eno e-doug 64 bloaz. O zi a oa war dachenn hent al linenn-houarn nevez da vezañ savet gant an SNCF evit mont e-biou d’ar burerezh. An hent e-biou-se a oa deuet da vezañ un dra ret abalamour ma oa erru gronnet an hent-houarn kozh etre pentonioù hag unvezioù produiñ ar greizenn eoul-gimiek, hag alese e oa erru dañjerus-kenañ an hent-se kenkaz ma vefe bet ur gwallzarvoud bennak. Ma ne oa nemet ti ar c’houblad a oa tonket da vout diskaret, un tri-ugent bennak a berc’henned all eo o deus ranket dilezel ul lodenn eus o liorzh pe eus o douar evit reiñ plas d’an hent-houarn.
Hep menegiñ an trouzioù noazus evit ar re o deus ar burerezh da zremmwel, en tu all d’an tri-ugent TTB (TGV) ha THR (TER) a dremen war ar bemdez. War-hed tro -dre da 40 hektar e oa tachenn ar burerezh e 1955 p’eo bet savet o zi gant ar re Guihard. War en tu all da 350 hektar emañ staliadurioù eoul-gimiek hiriv an deiz.

En tu all d’ur c’hantved zo e oa erru an eoul-maen er gêriadenn-se eus bord ar stêr Liger, a oa betek-henn un dachenn ledan gouestlet d’al labour-douar ha geunioù. Betek ar Brezel Bed Kentañ e veze Donez ur gêr a besketaerezh ha kenwerzh ar gwin, edeier, chatal ha gwaderezed zoken, gwerzhet betek Bro-Saoz evit o vertuzioù evit ar yec’hed. « Muturniet-bras e oa bet ma zad-kozh e-doug ar brezel, ha neuze e oa bet implijet evel mestr-micherour e mirlec’hioù eoul-maen kentañ e 1920. An hini kentañ e oa da zilezel al labour-douar evit mont d’an industriezh », eme François Cheneau c’hoazh.
E kalon an dachenn c’hleb-se, ec’hon, karrezennet gant kanolioù, poblet gant kerc’heized eo bet staliet ar mirlec’hioù eoul-maen kentañ e dibenn ar Brezel Bed kentañ. Savet e oa bet adkaeoù evit gellet degemer al listri karget a eoul-maen, evit ma vefe disammet un tamm prozh Sant-Nazer erru peuzleun. E 1932, e kalon un enkadenn labour-douar eo e oa bet lakaet da vont en-dro an unvez purañ eoul-maen kentañ. Meur a beizant o doa ranket paouez da labourat o douar a oa erruet da lakaat e gwerzh o nerzh-labour.
Met ne oa ket a-walc’h a lojeiz evit degemer kement a labourerien « savet e voe neuze kêrioù micherourien e-tal an uzinoù hag ar bourk », evel ma kont Christelle ha Fabrice Tripon en o levr gouestlet da istor ar gumun. E 1944 e oa bet distrujet 80 % eus ar bourk, hag adsavet neuze un nebeut bloavezhioù war-lerc’h, 1 gilometr pelloc’h e-diabarzh an douaroù.
Gant sikour emgar a-walc’h renerien al lec’hienn industriel. Displegañ ‘ra Christelle ha Fabrice Tripon penaos e oa bet prestet ur saverez parpagnoù d’ur strollad tud eus Donez, dezho da sevel o ziez « Castor », ur pennad hent diouzh ar bourk kozh. « Spletus e oa bet evit ar purerezhioù [tier outo d’ar c’houlz-se NGAS] dilec’hiañ ar bourk, evel-se o doa bet gellet en em ledañ a-hed ar stêr Liger adalek ar bloavezhioù 1950 », evel ma lâr deomp ar skridaozerien. Ur splet n’eo ket bet lezet a-gostez gant Purerezhioù Frañs Eoul-maen an Atlantel (deuet da vout Antar, Elf ha Total.
« N’eus ken met div gêr o doa ranket dilec’hiañ abalamour d’ar brezel », eme François Cheneau da echuiñ. Donez hag Oradour-sur-Glane, ar gêr eus Haute-Vienne bet brudet abalamour d’he foblañs bet lazhet gant an arme alaman d’an 10 a viz Even 1944.
Noazadurioù hep adc’hounidoù ekonomikel: torret an emglev
« Deuet eo Donez da vout ur gêr d’an dud da gousket eno nemetken, ur gêr divuhez », hervez Florence, bet kejet ganti d’an 23 a viz Mae ar bloaz-mañ, war ar marc’had war blasenn Armand Morvan, diwar anv an hini bet maer er gumun etre 1945 ha 1959, pa oa ivez eil-rener ar burerezh. Hiriv an deiz e kaver e-tal ar gêr ul lec’hienn Seveso « live uhel » a ya war fallaat, pezh a grog da ankeniañ Florence, klañvdiourez e ti an dud, p’emañ he zri bugel ganti er gêr.
E 2021 ha 2022, e oa bet tri gwallzarvoud grevus en eil purerezh Frañs memes tra, pezh en doa roet tro da loc’hañ seul daol un enklask gant servijoù ministrerezh an treuzkemm ekologel : un deveradenn eoul-maen war ur san, sac’het an tredan hag un deveradenn diouzh ur penton strilheoul.
Pa ya an heol da guzh d’an 21 a viz Kerzu 2022 e oa bet aloubet ar bourk gant ur flaer strilheoul kreñv. Dre ma ne oa bet kaset tamm keloù ebet d’an annezidi diwar-benn an deveradenn strilheoul dañjerus a-walc’h o paouez en em gavout en unan eus pentonioù ar burerezh un 800 metr pelloc’h, e oa lod eus an annezidi o klask un displegadenn bennak en ur furchal e keflusker o c’harr.
Diboell a-walc’h pezh a c’hoarvezas neuze, hervez pezh a zo bet kontet deomp gant un apotiker yaouank a oa diouzh tro an nozvezh-se, Benjamin Bégo. Rak gouzout mat e oar n’eo ket sin mat seurt flaer : « anat eo e vefe bet gwelloc’h d’an dud chom ba’r gêr, ha ne oa ket ar c’houlz da vont er-maez ! ». Hervez muzulioù Aer Broioù al Liger, ar gevredigezh e-karget da ziwall kalite an aer er rannvro-se, e oa bet diskoachet da neuze kementadoù uhel benzen, a zo ur c’hompozad kankreiat.
War a seblant ez eo torret al liamm a veze etre annezidi Donez ha Total. « Goude ar brezel e oa un emglev : gant ar burerezh e veze degaset implijoù ha savadoù diwar an tailhoù. En eskemm e veze saotradurioù ha noazadurioù all. Evel-just ez eus kalz a nebeutoc’h a saotradurioù hiriv an deiz eget na oa da neuze, met aet eo da get ar gounidoù a veze degaset gant ar burerezh », hervez François Cheneau, dipit en e vouezh.
Hag abaoe m’eo bet savet ar c’humuniezhioù kumunioù e 2001 e vez dasparzhet ar savadoù diwar an tailhoù etre hollad kumunioù Sant-Nazer. Echu gant kêr Donez o pakañ gounidoù an eoul-maen eviti hepken. « Betek ar c’hleub melldroad n’eo ket arc’hantaouet ken gant Total ! », eme ar maer, feuket.
Abaoe m’eo bet harzhet ar produiñ (ouzhpenn 15 miz) da vare an enkadenn yec’hedel, ez eus bet kalz nebeutoc’h a bellgomzadennoù da TotalEnergies digant tud ar c’harter lakaet diaes gant trouzioù pe flaer (18 gwech e 2023 pa oa bet 106 e 2019, hervez an embregerezh). Padal e chom ankeniet an dud gant stad ar greizenn eoul-gimiezh erru kozh-mat. E prefeti al Liger-Atlantel da skouer.
D’an 20 a viz C’hwevrer 2024 ez eus bet kaset redi d’an embregerezh abalamour ma n’he doa ket doujet ouzh ar reolennoù surentez, ha ranket en deus chom a-sav sizhunvezhioù-pad : re alies e vez e sanioù o teverañ, ha n’heller ket fiziañ ken en e reizhiadoù alarmiñ.
Met evit Remy Klein, 80 bloaz hiriv an deiz, bet sternier er burerezh, n’eo ket torret evit kement-se e fiziañs en e implijer kozh. Poan en deus klevet e vefe lakaet douetañs war fiziusted an embregerezh : « Lod a glask lakaat bec’h war ar burerezh ! C’hoarvez ‘ra vefe gwallzarvoudoù, un tamm ‘vel war ur c’harr ! », a gendalc’h, birvilh ennañ. « Hiriv an deiz vez embannet pep tra e pep lec’h, lakaet pep darvoud war-wel, ha tamallet an embregerezh. A-benn nebeut ne vo ket moaien ken staotat tro-kein an ti hep bezañ lakaet da saotrer », emezañ kounnaret, en ur reiñ ur fustad d’« an normoù o deus lazhet hon industriezh ».
Arouezius eo Rémy Klein diouzh ul lodenn eus an dud – war o leve evit an darn vras anezho – ha ne fell ket dezho tamall TotalEnergies. War-bouez pa veneger ar glad istorel lec’hel bet gwallgaset gant ar gompagnunezh liesvroadel, evel evit pezh a sell ouzh kastell kaer Marzhinieg (Martigné) eus an XIXvet kantved, hag a oa bet diskaret a-daolioù palerezioù e 2014.
Hiriv an deiz e vez tro 630 den a vez o labourat evit TotalEnergies e Donez, hep kontañ kantadoù a eil-kevratourien. Pell a-walc’h neuze eus 3.000 maouez pe gwaz a veze implijet e ti Antar e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. N’eus liamm ebet ken bremañ etre darn vras an 8 000 annezad er gumun hag ar burerezh. Micherourien eus outo dreist-holl (dindan 3 % a sternerien), ha tud yaouank-tre : 40 % outo dindan 30 vloaz.
« E-touez ar re zo bet oc’h en em staliañ, kalzik outo a labour e ti Airbus, er Chanterioù pe evit o eil-kevratourien. Pezh a fell d’ar re yaouank kaout eo un ti dezho, un dachenn da sevel ti. Evit-se eo e teuont amañ », a ouzhpenn an aotrou maer. Ha dre m’emaint tost ouzh ar burerezh ha pell a-walc’h diouzh ar mor (etre 15 ha 20 km), ez eo izeloc’h-mat (eus 39%) keidenn priz un ti e Donez eget priz unan e Sant-Nazer.
Frealzet eo tud zo en ur soñjal n’emañ ket o zi dindan an avelioù pennañ, ha pell a-walc’h diouzh flaer an tireoul neuze.
Gwir eo da skouer evit Sabrina, junterez e ti Airbus Atlantic, e Sant-Nazer, deuet un 20 vloaz zo bennak d’en em staliañ en Ecottais, ur c’harter diavaez eus Donez. Tri bugel zo ganti er gêr, hag anzav a ra n’eo ket dedennet gant pezh a c’hoarvez er burerezh. « Gouzout a reomp emaomp en ur vro lec’h ma kaver un toullad mat a lec’hiennoù industriel, hag alese un nebeut riskloù. Pezh a c’houlennomp eo ma vefe ur surentez a-zoare. »
Pell zo emañ sternerien ar burerezh, diouzh o zu, o chom war vord ar mor, en Naoned, pe war ar maez don.
Un hanter-kant bennak a annezidi ha tud ar gevredigezh Aer Broioù al Liger a oa deuet d’an emvod kelaouiñ bet aozet gant an AEDZRP d’an 21 a viz Ebrel 2023, pevar miz war-lerc’h ma vefe bet deveret eoul-maen diwar ur penton. Gant ar gevredigezh e oa bet roet d’an dud sifroù uhel ar saotradur bet muzuliet war-lerc’h a darvoud. Mantret e oa meur a hini e-touez an dud bodet e sal lies-implij an ti-kêr.
« Petra zo kaoz n’eo ket bet kelaouet an dud ? », eme un annezad heuget. « Ma vefe bet lâret din e vefen chomet bac’het ha n’em befe ket laosket ma bugale e Donez », a ouzhpenne ur vamm yaouank. « Pa soñjan e oamp e vakañsoù gant hor bugale, memes tra ! », a huche unan all. Hag evit echuiñ : « Ret eo bet deomp stankañ an toulloù aveliñ zo war an ti. Poan-benn a oa gant tud zo. Fuloret on da vat ! »
Bloaz war-lerc’h e oa bet lidet er burerezh kant vloaz an embregerezh Total (pe gentoc’h hini Kompagnunezh Frañs an Tireoul, deuet Total diwarni). Rémy Klein a oa bet sterner en embregerezh, n’helle ket c’hwitañ an abadenn : « Un darvoud a-zoare, en tu all da 800 den bodet », emezañ gant entan. E 2017 dija e oa bet lidet gant ar gelaouenn Ouest-France kant vloaz donedigezh an eoul-maen war vord al Liger, en ur embann ur c’haierig 16 pajennad, hag a oa bruderezh evit ar strollad Total war ar bajenn ziwezhañ.
Er c’hontrol diouzh pezh a weler evit lec’hioù purerezhioù all evel Fos-sur-Mer, ne glever ket istorioù all estreget an istor ofisiel, a zispleg deomp Renaud Bécot, ken-aozer al levr « Bevañ ha stourm en ur bed pistrius. Feulster ouzh an endro hag ouzh ar yec’hed da vare an eoul-maen. (Vivre et lutter dans un monde toxique. Violence environnementale et santé à l’âge du pétrole 2023)».
« Pezh a gavan souezhus el lodenn-mañ eus aber al Liger ez eo penaos ez eo bac’het ar speredoù pa gomzer eus an danvezioù a gas energiezh, eoul-maen, glaou (kreizenn Kordevez – Cordemais), ar raktresoù kreizennoù nukleel aet d’ar c’hleuz (Pentelloù-Le Pellerin, ar Garned – le Carnet)… Bepred gant ar soñj e vefe bet degemeret seurt obererezhioù el lodenn-mañ eus an aber. »
Ne vez bepred kaset seurt raktresoù hep na savfe enebiezh outo koulskoude, amañ pe lec’h all, « hep na vefe mouezhioù ur bihan-niver o sevel en-dro da vare gwallzarvoudoù en industriezh ».
Splann !, ur media hep NA/IA ennañ
Ne vez ket graet enklaskoù gant an naouegezh artifisiel. Produet eo hon pennadoù, hon videoioù hag hon podkastoù gant kazetennerien gwir ha bev. Kit da lenn hon c'harta buhezegerzhel ha dleadel
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da contact [@] splann.org evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →






