- Gant ar start-up Breizh Ressources ez eus bet fiziet tri aotre enklask mengleuziañ war un dachenn a c’holo en tu all da 850 km² war 42 kumun.
- Daoust m’emañ diazezet en Oriant, Breizh Ressources zo renet gant ar Breizh-veuriad-Kanadian Keith Barron, un den brudet evit bezañ bet diskoachet brasañ mengleuz aour ar bed.
- Keith Barron zo ivez e penn an embregerezh Auriana Resources diazezet e Toronto ha marilhet en Inizi Bermudez, kevranneg nemetañ Breizh Ressources.
Hag ur pennad nevez Indiana Jones a vefe o tont war ar stern e Breizh? Abaoe un toullad mizioù ez eo en em gavet e Kornôg Frañs un den tres un aventurer gantañ, hag a glask un teñzor kollet. Keith Barron, geologour Breizh-Veuriad ha Kanadian o chom e Bro-Suis, paotr tri-ugent vloaz, griz e varv ha lugernus e zaoulagad pa gomz eus aour. Emañ e penn ar start-up Breizh Ressources, diazezet en Oriant, ispisializet en enklaskoù mengleuziañ, hag en deus fiziet tri goulenn aotre enklask mengleuziañ (PERM) etre miz Gouere ha miz Here 2023.
E bal : kas da benn ar c’hlaskerezh war un dachenn en tu all da 850 km2 war 42 kumun, lec’hiet etre Breizh istorel hag ar Maine-ha-Liger. Un doare-ober ha n’eo bet roet d’an dud da c’houzout nemet e penn-kentañ 2024, ha n’eo ket bet hep sachañ evezh tud ar vro koulz hag ar mediaoù.
Pa lenner roll micherioù Keith Barron e ranker anzav ez eo un den hep e bar. Evit poent n’eo ket gwall anavezet en Europa, padal ez eo brudet e metoù mengleuzierien Amerika. Kinniget evel un esparadenn zoken evit kazetennoù tud e vicher : gantañ eo bet diskoachet unan eus brasañ mengleuzioù aour ar bed, e 2006, ar Fruta Del Norte, e Gevred an Ecuador.
An istor evel m’eo kontet gant ar geologour a dalvezfe e vefe savet ur film diouti. Krog e oa an traoù e 1998, en Ecuador. Hervez Keith Barron ez eo ar bloavezh-se e oa aet d’en em staliañ e Quito, kêrbenn ar vro du-se, evit gwellaat e anaoudegezh eus ar spagnoleg, goude m’en defe bet tapet e ziplom geologouriezh e Skol-veur Western Ontario, ha goude bezañ bet labouret e Gwiana hag er Venezuela.
Eno e oa lojet en ur familh lec’h ma oa kelenner war an istor an tad, hag un arbennigour war kartennoù kentañ korn Amazonia ar vro. Dedennet gant ar maenadoù eveltañ en doa sachet e evezh dezhañ war ziv lec’hienn, bet toullet gant ar Gonkistadored Spagnol gwechall-gozh, ha goloet gant gwez ar janglenn abaoe: Sevilla del Oro ha Logrono de los Caballeros (er Su da gêr Quito).
Diskoachet gant Keith Baron unan eus mengleuzioù aour brasañ ar bed
Krog e oa ar paotr yaouank da glask ar c’hêrioù aet diwar-wel abaoe pell, war-lerc’h bezañ bet o studiañ e-pad daou viz an teulioù e-barzh levraouegoù ar Stadoù-Unanet ha re Ottawa er C’hanada. Ur wech erru war an dachenn e oa bet ur gavadenn dic’hortoz war e hent : diskoachet gantañ hag e zaou geneil boulc’hoù aourek e-barzh « Cordilla del Condor », nepell eus an div gêr.
E-pad ar pemp bloaz da heul eo en em lakaet an tri den da ergerzhout dre ar munud an dachenn en tu all da180 devezh-arat. A-benn ar fin, e miz Meurzh 2006 en em gavont gant un teñzor war o fri : lec’hienn Fruta Del Norte, gant 10 milion a oñsoù aour (pa ouzer e ra un oñs 31,10 gram). Daou vloaz war-lerc’h e voe gwerzhet ganto ar vengleuz d’an embregerezh etrevroadel Kinross evit 1,2 viliard a zollaroù Kanadian. Gant ar gelaouenn ispisializet The Northern Miner e voe graet neuze « mengleuzerien ar bloaz » eus Keith Barron hag e zaou gomper. Evel e oa deuet tre anv Keith Barron er vojenn.
Setu evit pezh a reer kontadenniñ, pe« storytelling ». Met evit William Sacher, kelenner Kanadian hag enklasker e Quito, en Ecuador, entitlet gant un doktorelezh e geo-skiantoù, dav eo chom war evezh memestra : « Un istor kaer eo a gomz eus kartennoù kozh, eus kaout fri, eus chañs hag eus primveizad, un istor da vezañ lakaet etre divskouarn ar gevranneien, met hervezon emaomp pell-mat eus ar wirionez ».
Evit William Sacher ez eus da gentañ ur mont en-dro pragmatek gant ar geologourien ispisializet er c’hlask maenadoù: « Labourat a reont gant sikour teknikoù resis, evel studiadennoù skiantel bet graet er c’hondon gant aozadurioù ispisialiset (evel Burev an enklaskoù geologel ha mengleuziañ pe BRGM), er Frañs, ha diazezañ a reont war guzulierien skiantet war al live lec’hel ».
Barregezhioù all a vefe ganto ivez, met n’int ket gwall vrav da anzav : « Gouest int da gavout an dud gouest da zegas titouroù mat dezho, ha barrek int evit marc’hata gant ar pal tizhout al lec’hioù o deus ezhomm. E broioù zo e c’hellont mont betek goubrenañ fonksionerien », a soñj dezhañ.
Komzoù kaer, peadra da blijout d’ar gevranneien
Ret-mat eo kaout un istor kaer da gontañ (storytelling) e liamm gant ar gennad ma kaver Aurania Resources ennañ, un embregerezh a reer ur « junior » anezhañ. E bal : kas furchadennoù er c’hondon betek kavout maenadoù. Ur wech m’int bet kavet e werzh neuze un aotre mengleuziañ, d’ur « major », a zo e bal eztennañ ar maenadoù, goude bezañ bet asant ministrerezh an Arc’hant hag an Industriezh.
E chadenn boued bed ar vengleuzierien ez eo an embregerezhioù « junior » hag a gemer ar muiañ a riskloù arc’hant : « Ret-mat eo kaout ur blanedenn a-zoare evit dont a-benn d’ober ur vengleuz diwar al lec’h bet diskoachet », a resisa Williams Sachers.
Gant an embregerezhioù« junior » e vez savet martezeadennoù diwar pezh a vo kavet er c’hondon, met hir e vo a-raok ma vefe tapet ganto roadennoù a c’heller fiziañ enno da vat. Etre tri ha c’hwec’h vloaz evit kas da benn an dielfennadurioù klok. Pezh a ra seizh vloaz ha seizh-ugent evit ar gevranneien.
Evit-se, evel ma tispleg ar sokiologourien Brice Laurent, e Mengleuzioù ParisTech, ha Julien Merlin, er CNRS, en o fennad-skrid L’ingénierie de la promesse : le renouveau minier et la mine responsable (Ijinouriezh ar bromesa : nevezadur ar mengleuzioù hag ar mengleuzioù kiriek) : « diasur eo ar c’havadennoù geologel, ne roont tro d’ar juniored da c’hellout priziañ resis ar c’hementadoù nemet diwezhat-tre, pezh a redia anezho da gendrec’hiñ koulz war elfennoù fetis ha war gomzoù kaer […], diazezet eo neuze labour ar juniored war furchadegoù geologel ha kehentiñ war-zu ar gevranneien. »
Un embregerezh diazezet e Toronto ha marilhet en inizi Bermudez
Met a-dreñv an istorioù kaer e kaver ar wirionez plaen. E Toronto, er C’hanada, emañ sez sokial Aurania Resources, padal eo en inizi Bermudez ez eo marilhet war roll ar c’henwerzh hag an embregerezhioù. Keith Barron eo a chom e gevranneg pennañ, p’emañ gantañ 43 % eus ar c’hevrannoù, e-tal kevranneien all evel Haywood securities Inc, un embregerezh postañ arc’hant er C’hanada, gant 29 % outo, pe c’hoazh Citibank Kanada, ti-bank Kanadian zo gant 5 % outo.
Sklaer eo e bal : « diazezet eo ar furchadegoù mengleuziañ war an dibab, ar bonnañ pe ar prenañ tachennoù mengleuziañ ha furchañ en tachennoù-se a c’hellfe bout pinvidik en aour, kouevr, arc’hant ha danvezioù krai talvoudus all».
Chom a ra e raktres pennañ mont da heul an hunvre bet boulc’het gant Keith Barron, mont war roudoù an aour en Ecuador. Ar raktres anvet « Lost Cities-Cutucu » zo diazezet war 42 aotre mengleuziañ war en tu all da 2.000 km².
Ar furchadegoù a vez kaset en-dro e Breizh zo skouerius eus strategiezh rik an embregerezhioù « junior », hervez Brice Laurent ha Julien Merlin pa venegont komzoù prezidant ur « junior » bet goulennataet ganto e-doug o enklask : « Liesaat ar raktresoù furchadegoù a ro an tu da vihanaat ar riskloù geologel, met ivez da gendrec’hiñ ar gevranneien e vo d’an nebeutañ ur gavadenn dalvoudus diwar an holl raktresoù. Ur junior ha ne lakfe arc’hant war ur raktres hepken ne vefe ket soñjet outi evel un embregerezh a c’hellfer kaout fiziañs ennañ war marc’hadoù an arc’hant. »
Ur soñj bet gwiriekaet gant Breizh Ressources : « An embregerezhioù junior a zo evel ur start-up e bed an enklask medisin pe evit krouiñ vaksinoù nevez : ret eo dezho disachañs tud gant arc’hant hag ober labourioù enklask evit kavout traùo d’ur poent bennak ».
Ar geologour a dag ar c’hondon e Breizh
Goulennet en deus ar geologour tres Indiana Jones gantañ an aotre da furchal ar c’hondon e Breizh, dre an embregerezh Breizh Ressources, war-glask aour hag un daou-ugent maenad all c’hoazh. Ha war-se e kont Keith Barron un istor kaer ivez. Dihunet e vefe bet e tedenn evit Breizh e miz Even 2022, p’en doa klevet kaoz e oa diskouezet e Mirdi Broadel Istor Naturel e Pariz standilhon ar valzenn vrasañ bet diskoachet er Frañs. Ur valzenn aour eo, 3,3 kg outi, bet diskoachet en Henbont (56), hag enni 1,1 kg aour (mesket gant kouarz), ha bet prenet gant Bank Frañs e 2022 evit bezañ lakaet war ziskouez er mirdi.
Displegañ a ra neuze e oa aet e skipailh e darempred gant ar mirdi evit klask gouzout muioc’h. Ha klevet en defe neuze e oa bet meneget ar valzenn-se e Kazetenn ar Mor-Bihan e miz Gouere 1875 gant ar gerioù-se : « Micherourien a veze o terriñ mein war an hent-bras a gas da Gervignag. Unan anezho, un tamm kaletoc’h evit ar re all, a voe taolet er c’hleuz gant ar c’hantonier […] an tamm maen-se, deuet diouzh ur vengleuz kouarz, a oa ennañ ur wazhienn aour bras a-walc’h, a vefe e priziet en tu all da bemp kant lur anezhi, hervez un arbennigour. »
Goude-se, hervez ar geologour bepred, en defe kejet gant unan bennak e miz Even 2023 en doa kendrec’het anezhañ da gas enklaskoù da benn e Breizh. En em gavet e vefe bet Keith Barron gant un diskouezer (a fell dezhañ chom dizanv) e saloñs maenadoù Itron-Varia ar Mengleuzioù, en Elzas, hag en defe bet diskouezet dezhañ ur standilhon doareoù damheñvel diouzh an hini a weler e Mirdi an Istor Naturel, ha bet kavet e korn-bro an Henbont ivez.
Douetañs ebet ken gant ar geologour : ret eo dezhañ mont da furchal e kondon Breizh. Gwiriet eo bet gant Splann ! pezh a denne diouzh an dud meneget en istor-se, ha gwir eo pezh a denn ouzh ar malzennoù aour. Padal, Mirdi an Istor Naturel a embann n’int ket aet e darempred gwech ebet gant skipailh Keith Barron.
Adalek miz Even 2023 eo aet an traoù war-raok. Savet eo bet Breizh Ressources gant an embregerezh Aurania Resources e miz Gwengolo 2023, hag ez eo Keith Barron e penn ar jeu. E bal : « studi geologiezh, furchadeg an danvez maenadoù, studiañ ha kas war-raok an doareoù disaotrañ, tretiñ ha talvoudekaat al lastez mengleuziañ kozh ».
Diouzh an 21 a viz Gouere 2023, pa oa c’hoazh Breizh Ressources war-sevel, e oa bet fiziet ur goulenn aotre furchadegoù mengleuziañ kentañ, anvet « Epona », a bled gant kumunioù Kervignag, Lostenk, an Henbont ha Langedig. Hag un eil goude-se, d’ar 5 a viz Here 2023, « Bélenos », war un dachenn 440 km2, war zaou zepartamant ha 18 kumun.
Evit echuiñ, d’an 11 a viz Here 2023, « Taranis », war 360 km2, tri departamant hag 20 kumun. Evit pezh a sell an notennigoù efedoù a dalvez da briziañ an efedoù a c’hellfe dont da heul an enklaskoù-se, savet int bet gant burev ijinouriezh ENCEM Gevred, ne bell eus Lyon, ha savet etre an 12 hag an 28 a viz Gouere 2023 [lennit hor pennad Breizh Ressources, an embregerezh mengleuziañ didrousañ a vez er C’hornôg].
Eus e du, Breizh Ressources a respont deomp n’eo ket ken prim ha se an traoù rak « hon geologourien a zo interested abaoe pell dija gant douaroù Breizh ». Hervezo ne oa ket tu mont buanoc’h betek poent abalamour ma « n’eus ket kalz a youl gant ar bolitikerien ».
« Don eo hengoun ar mengleuziañ er vro-se »
Met estreget an aour eo pal ar goulennoù aotre mengleuziañ-se. Astennet he deus Breizh Ressources he enklaskoù d’un daou-ugent bennak a vaenadoù all, en o zouez ar stibiom, ar staen, an titaniom, ar zirkoniom hag al lithiom. Hervez an teulioù ez afe 1,95 milion a euroioù hollad an enklaskoù-se, evit pezh a sell an div lodenn gentañ an tri PERM. Ha ma ’z eo skoulmet an afer e vo ret dezho postañ arc’hant ouzhpenn evit arc’hantaouiñ peurrest al labourioù.
Evit-se emañ Keith Barron war-glask arc’hant ouzhpenn. Evel ma plij dezhañ lavaret en deus bet lakaet e arc’hant dezhañ e-barzh Aurania Resources : asantet en deus prestiñ 3 vilion a zollarioù kanadian e 2023. Ingal e vez pedet ar geologour da doullañ kaoz en abadennoù er Stadoù-Unanet hag er C’hanada, war lec’hiennoù ispisializet skignet war ar rouedad, un doare evitañ da glask kendrec’hiñ tud a c’hellfe dont da bostañ o arc’hant en embregerezh.
Er videoioù-se e plij dezhañ « kontadenniñ » e istorioù a Vreizh : ar valzenn ken souezhus he ment, pennadoù kazetennoù diouzh penn-kentañ ar c’hantved, pe c’hoazh mojenn Julius Kaezar en defe graet e fortun e Breizh a-raok distreiñ da Roma. Resisaat a ra zoken e vez enporzhiet en Europa metaloù klask bras warno, evel ar stibiom pe an nikel, pa glask « ar c’hevandir kozh bezañ emren ».
Menegiñ a ra zoken eus ur font a 500 milion a euroioù bet lakaet e plas gant Emmanuel Macron evit skoazellañ ar postadurioù arc’hant er gennad-se. Ha gwir eo, ur font a zo, gouestlet d’ar metaloù klask bras warno, bet krouet e miz Mae 2023, hag emañ ar Stag o kemer perzh ennañ, dre ar C’hef Fiziañ ha tredeogañ.
Lakaat a ra war-ziwall memestra n’eo ket aezet an difraeoù er Frañs : « Un tamm evel ur »black box », ur voest zu eo, gant bureverezh e-leizh. Lonkañ a ra maread a amzer, met labourat a reomp gant ar pennadurezhioù. Perc’hennet eo ar c’hondon gant ar Stad, neuze e rankomp kaout an aotreegezh, pe un dra bennak a seurt-se, evit gellet mengleuziañ. »
Seder e klask en em ziskouez memestra evit pezh a sell ouzh disoc’h e c’houlennoù : « Hir eo bet istor ar mengleuziañ er vro-se. Hag e pep lec’h e vez ezhomm krouiñ labour, neketa ? » In fine, e c’heller en em c’houlenn ma n’emañ ket ar paotr o klask adober e daol kaer ha pakañ e varlennad un eil gwech, evel en Ecuador, pa lâr « I am trying to do it again » eus kreiz e galon.
Keith Barron a vez lakaet kalz war-raok e-barzh videoioù hag istor Aurania Resources. Gantañ eo bet sinet teulioù ofisiel ar PERM, hag eñ eo a vez o toullañ kaoz gant ar gevranneien. Met daou zen oberiant-kenañ a vez tro-dro dezhañ er Frañs : Jean-Paul Pallier ha Stefan Ansermet.
A-orin eus Breizh eo an hini kentañ, p’en deus tapet e ziplom e Skol-veur Brest ha kroget e vicher e BRGM Gwiana e 1995 a-raok dont da gemer perzh en Aurania Ressources e 2009. Kuzulier ispisializet eo an eil, ha bet eo unan eus diazezerien an embregerezh. Ganto eo e vez douget raktresoù Aurania Resources er Frañs dre Breizh Ressources : kendivizerien int ar strollegezhioù lec’hel tizhet gant an tri PERM hag ar c’hevredigezhioù war an dachenn [lennit Breizh Ressources, an embregerezh mengleuziañ didrousañ a vez er C’hornôg].
E dibenn 2024 e oa bet gwelet Jean Paul Pallier en ur gazetenn, en ur pennad anvet : « Breizh Ressources ur start up ha ne c’hounez gwenneg ebet ».
E Korsika ez eus bet klevet kaoz ivez eus daou genlabourer Keith Barron nevez zo, pa oa bet savet eno gant Aurania Ressources un embregerezh all damheñvel ouzh Breizh Ressources, Corsica Ressources : diazezet eo war al live lec’hel, padal ez eo Keith Barron ar c’hevranneg pennañ outañ. Du-se ez eo dedennet ar skipailh gant an nikel a gaver e bili hag e krouan div draezhenn er C’hab Korsikan.
Ne ouezer ket pezh a vo kavet gant ar geologour e kondon Frañs. Met un dra zo sur, war-glask emañ koulz maenadoù, avanturioù ha gloar !
Boest du
Respontet eo bet dre skrid deomp gant Breizh Ressources. Setu amañ o respont.
Gall a rit lenn ivez respont a-bezh ministrerezh an Ekonomiezh.
Skeudennoù gant Julie Giordano
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →