E Groñvel emañ an embregerezh Imerys o c’hounit un toullad arc’hant

11/22/2024
Catherine Le Gall
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 13 mn lenn
En tu all d’ar skeudenn a embregerezh familh ez eo Imerys Groñvel unan eus ad-embregerezhioù un impalaeriezh finañsel gwall ledan. En e benn e kaver rumm ar re Frère hag ar re Desmarais. Pell eo neuze ar pennoù-bras diouzh ar reuz sokial, pa c’hell ar renerien gounit milionoù a euroioù a-drugarez d’ar min e Aodoù-an-Arvor.
  • Dre an holding GBL e oa Albert Frère ha Paul Desmarais kevranneien, pe aksionerien bennañ istor Imerys. Tud o vevañ war don ar c’hrampouezh gwinizh, betek tizhout ur binvidigezh a 5 miliard ha 4,5 miliard a euroioù da bep hini anezho da zevezh o marv.
  • Dre ur bern embregerezhoù, heritourien Albert Frère ha Paul Desmarais eo a zo hiriv an deiz e penn an holding GBL (Groupe Bruxelles Lambert e galleg), ur galloud finañserezh perc’henn war ouzhpenn an hanter eus kevala Imerys.
  • Enebiezh tud Groñvel a c’hell mont en-enep strategiezh diorren Imerys he deus loc’het ur raktres mengleuziañ lithiom e departamant an Allier.

Ha pa glasker gouzout e Groñvel piv zo e penn an embregerezh a ren ar vengleuz andalouzit, n’heller ket gouzout da vat. Evit annezidi zo – ar re goshañ – ez eo ar vengleuz d’an Damrec (Denain Anzin Maenadoù Dibober ha prierezh), an embregerezh istorel deuet eus Hanternoz Frañs, ha staliet e Groñvel er bloaz 1970.

« Un teñzor bihan eo a zo deuet deomp, ha laouen-bras e oamp, abalamour ma veze paeet deomp an taos micherel », eme René Quilliou, a oa bet maer e Groñvel etre 1980 ha 1995.

Evit tud all ez eo perc’hennet an embregerezh gant ur gompagnunezh etrevroadel anvet Imerys, 13.700 implijad ganti e 54 bro disheñvel, ha ken pell e seblant he renerien ma ne oar den o anvioù.

Met evit darn vras Groñveliz ez eo meret al lec’h gant un embregerezh familh eus Frañs hag emañ e renerezh, Christelle Planque, war al lec’h. Evel milieroù a gêrioù all emañ Groñvel o vevañ e koulz ar finañs etrevroadel e gwirionez : lec’hel ha bedel war an dro, gwelus ha diwelus, fetis ha difetis. Met piv eo Imerys ‘ta ?

Evit gouzout e ranker mont en-dro red an istor. Ganet e oa bet an Damrec e kavell kapitalourez industriel an Norzh-Pas-de-Calais. Adalek 1969 e c’hall an embregerezh ober testoù ha klask war an douaroù. Un aotre evit digeriñ ar min he deus bet d’an 23 a viz Eost 1972 dre un diferad ministrerezh. Pa oa loc’het e veze ur c’hant bennak a implijidi ganto ha rakjedet e oa bet e vefe bet etre 60.000 ha 70.000 tonenn maen-kailh.

E 1985 e oa bet adprenet an Damrec gant an embregerezh Imetal bet savet gant ar familh Rothschild o doa graet ur fortun vat er bankerezh. Erru Imetal en e varr e teu da vezañ danvez ur pred da lonkañ evit Albert Frère ha Paul Desmarais, un daouad arc’hantourien veur eus Belgia ha Kanada. Evito n’eus an embregerezhioù nemet danvez arc’hant da c’hounit a rank degas talvoudegezh ouzhpenn, un doare evel un all da liesaat postadurioù arc’hant.

Evel-se o deus o-daou kemeret lodennoù en Imetal e 1987 dre ur framm arc’hantel m’emaint kevrannerien outo, anvet Pargesa, a zo perc’henn eus ar Strollad Bruxelles Lambert (GBL). Ledet eo e obererezhioù dre an Azia, en Amerika ar Su hag er Stadoù-Unanet. E 1999 e paouez gant e gemmoù ha tapout a ra da anv an hini zo ganti hiriv an deiz : Imerys.

Tro ar bloavezhioù 2000 eo bet an daouad miliarderien o c’hoari an diaoul hag e bevar, en ur ober o mad eus finañsierizañ ar rann industriel. Ha gant o c’hen-framm arc’hantaouiñ anvet Pargesa o deus bet kemeret lodennoù en holl embregerezhioù etrevroadel a-bouez, evel Lafarge, Total pe GDF Suez.

Gant levr Les Prédateurs (Denis Robert ha Catherine Le Gall, 2018, ti-embann Cherche Midi) e vez diskouezet mat penaos e vez kaset ivez obererezhioù gwall, evel e 2006 da skouer, pa oa bet gwerzhet ar chadenn Quick da Gef ar Fiziadennoù hag an Tredeogañ Frañs.

Un daouad miliarderien o c’hoari an diaoul hag e bevar

Pell e oa eus kêrig Groñvel an daou zen-se o c’hoari an diaoul hag e bevar. Evel-se e oa Paul Desmarais oc’h aozañ ur gouel divent evit lidañ 80 bloaz e wreg Jacqueline en o demeurañs e Sagard, e Bro-Gebeg. En ur video bet savet gant an Anonymous ha lakaet war YouTube e weler ar gouvidi justennoù ha jakedennoù, en o zouez George W. Bush hag e wreg, Donald Trump hag ar c’haner Robert Charlebois zoken, an holl anezho tost-ha-tost dindan koupolennoù doare Venezian.

Gwelet a reer pauned plouzennet war an taolioù lec’h ma oa ar champagn o teredek hardizh, ha pep hini goude ar serr-noz da dostaat ouzh ur sal abadennoù bet savet evit an degouezh e liorzh an annez. Ur bloavezh labourioù a vefe bet gouestlet d’al labourioù, hag o defe koustet tro-dro da 12-14 milion a zollaroù Kanadian a frejoù boued ha kinkladurioù, da lâras kazetennerien ar gelaouenn c’hoap a vro-Gebek anvet Le Couac, bet meneget gant ar gelaouenn Le Devoir.

Le mariage de Ségolène Frère et Ian Galienne a eu lieu en 2003 à Château Cheval Blanc à Saint-Émilion.

Daou vloaz war-lerc’h, e miz Gwengolo 2003, ez eo tro e geneil Albert Frère da sevel ul lid war an ton bras. E kastell ar Marc’h Gwenn, e Saint-Émilion, un annez bet prenet hanter-hanter etre Bernard Arnault hag Albert Frère e 1998. En demeurañs kaer-se, savet gant mein gwenn en ur winieg eus ar c’hentañ e oa bet dimezet e verc’h Ségolène d’ur paotr yaouank kran hag imor ennañ, Ian Galienne. War ar fotoioù e weler tud vrudet e-leizh tro-dro d’an dud nevez, evel da skouer Bernadette Chirac, Betty Lagardère pe c’hoazh Nadine a Rothschild.

Ugent vloaz war-lerc’h ez aet da Anaon Albert Frère hag e gomper Paul Desmarais. Pinvidigezh Paul Desmarais a oa erru da 4,5 miliard a euroioù da zevezh e varv e 2013, hini Albert Frère da 5 miliard a euroioù p’en doa kuitaet an douar e 2018. Legadet o doa d’o bugale o lodennoù en embregerezh Pargesa, hini e-penn an holding GBL gant 31 % a aksionoù.

GBL a zo perc’henn eus 55 % Imerys (da lâret eo 68 % gwir da votiñ), asambles gant Blue Crest Holding (5%) hag ur bern aksionerien all (40%).

Ne oa ket entanet mab henañ Albert Frère gant bed an aferioù, neuze ez eo e vab-kaer Ian Galienne en deus ambrouget adalek e bazennoù kentañ. Merañ a ra evel-se ar font kapital riskloù Ergon e 2005 (font an embregerezhioù GBL ha n’int ket feuriet en eskemmdi), a-raok dont da vezañ merour dileuriad GBL seizh vloaz goude. Evel-se eo deuet ar paotr nevez da vezañ rener an embregerezh postañ galloudus-se. E-tal an heritourien, daou gevranneg all, ganto 5% ha 6 % GBL : an embregerezh postañ arc’hant diazezet en Delaware (Stadoù-Unanet), Artisan Partners Limited Partnership hag Artisan Partners Asset Management Inc hag hini New York, First Eagle Investment Management LLC.

Hêred war roudoù o zud

Dre meur a embregerezh, heritourien Frère ha Desmarais a zo e penn GBL, perc’henn war ouzhpenn an hanter eus kevala Imerys. Ian Galienne eo ar merour dileuriad outañ hag e Chief Executive Officer (CEO), rannañ a ra ar renerezh gant Paul Desmarais Junior, mab Paul Desmarais, Prezidant ar C’huzul Merañ.

Merourien all a gaver en o c’hichen, Cédric Frère, mab-bihan Albert Frère ; Paul Desmarais III, mab-bihan Paul Desmarais, ha Ségolène Frère Galienne. E penn ur strobad embregerezhioù liesseurt emañ bremañ an hêred : ganto 55 % eus Imerys, met ivez 8 % eus Adidas pe 7 % eus Pernod Ricard.

Heritourien Albert Frère ha Paul Desmarais a rann bremañ gant o zud dreist-vrudet plijadurioù ober aferioù ha chom en didrouz. War a seblant emañ Ségolène Frère o tispenn roudoù he zad, p’emañ o liesaat he c’hefridi hag he fostadurioù. Sezañ a ra e Kuzul Merañ Power Corporation, holding ar familh Desmarais met ivez en hini Christian Dior SE hag hini Kevredad Keodedel Kastell ar Marc’h Gwenn. E miz Eost 2023 e oa bet kaoz ma tapfe ul lodenn e embregerezh kosmetek La Rosée dre an embregerezh postadurioù FG Bros bet savet ganti ha gant he gwaz Ian Galienne, hervez kelaouenn L’Echo.

Evit pezh a sell ouzh Paul Desmarais Junior, emañ evel e dad, techet da vont dreist muzul. Gwrac’h eo gant al lec’hioù naturel ha gouez, tro-dro da lenn Memphremagog, en hanternoz da vMontreal, er C’hanada, hervez Kazetenn Montreal. War unan eus an tachennoù-se en doa bet c’hoant lakaat sevel ur c’henkiz bras-divent gant un dachenn tennis en diabarzh, hag evit-se en doa bet goulennet un dirojañs evit ma vefe roet gwir dezhañ da zigoadañ 2.500 m2. Nac’het gant an ti-kêr. N’eo ket evit kement-se e vo kemmet priz an ti a oa bet lakaet tro 28 milion a zollaroù Kanadian (18.511.080 €).

Evel-se e kendalc’h da greskiñ pinvidigezh hêred Albert Frère ha Paul Desmarais aet war roudoù an daouad brudet. Start-mat eo reiñ sifr resis omadoù, met e danevell GBL e c’heller lenn roll o goproù degaset dre o fostoù niverus. Ian Galienne, dre m’eo merour dileuriad, en deus bet ur gopr bloaziek ingal a 1.200.000 euro, ouzhpenn ur paeamant war gemm eus 600.000 €.

Diouzh e du, dre m’eo prezidant ar C’huzul Merañ, Paul Desmarais Junior en doa bet 192.500 euro, e-keit ma oa bet gounezet 42 500 € e 2023 gant Ségolène Frère ha Cédric Frère dre ma oant merourien. Paeamantoù ouzhpenn ar re o doa bet dre m’’emaint merourez e-barzh embregerezhioù all evit Ségolène Frère, pe Prezidant Kuzul Power Corporation evit Paul Desmarais junior.

Un heuliad holdingoù

Gant an tiegezh Frère-Desmarais emaomp e bed ar gevranneien hag e hini an embregerezhioù etrevroadel. Pell-mat eus endro Groñvel lec’h ma stourmer diwar-benn digoradur da zont pevare poull mengleuz andalouzit gant Imerys. Liammet eo an daou ved koulskoude, dre ur steudad diwelus a embregerezhioù finañs berniet an eil war eben evel merc’hodennoù Rusian.

Mezevennet e vezer pa lenner an danevelloù finañs. Gwir eo e plij kalz da Albert Frère ha Paul Desmarais ha da galz eus o c’henseurted, sevel frammoù luziet.

Perc’hennet eo Imerys Groñvel gant daou holding finañs anvet Mircal ha Parimétal, bet savet e 1985 evit unan, egile e 1978. Dalc’het eo penn-da-benn an daou embregerezh gant ar strollad Imerys France Groupe hag a zo d’e dro dalc’het evit 55 % gant an holding GBL neuze. Met n’o ket a-walc’h c’hoari toull-kuzh, e-kreiz ur rouedad gwall luziet. Dalc’het eo evit 31% gant Pargesa, a zo perc’hennet evit 100% gant an holding Partjoinco, a zo etre daouarn an daouad Frère ha Desmarais. Bremañ m’emaint marvet e kaver lodennoù outo e skourr pep tiegezh. En tiegezh Frère, da skouer, e kaver 50 % dalc’het gant an holding Eagle capital SA, perc’hennet d’he zro gant daou hêr Albert Frère, Ségolène ha Gérald. Ha memestra diouzh tu tiegezh Paul Desmarais.


E diabarzh framm finañs ha kevrannel GBL, n’eo Imerys Groñvel netra ouzhpenn un embregerezh e-touez un toullad re all. Ul lodennig eo eus Imerys Frañs a zo d’he zro ul lodennig eus GBL.

Met ur strollad en e varr eo Imerys evit poent, p’emañ «er penn a-raok er bed a-bezh evit pezh a sell embregerezhioù arbennikaet er maenadoù evit an industriezh ». E 2023 e oa an embregerezh en doa lakaet GBL da enkefiañ ar brasañ gounidoù diwar rannedoù gant 179 milion a euroioù, da lâret eo 38 % eus hollad ar gounidoù tapet er bloaz 2023 (gounidoù dreistordinal e-liamm gant dilez skourr obererezhioù HTS-diskoulmoù temperadurioù uhel).

E-keit-se e oa gounidoù Imerys Groñvel o tizhout 2,5 milion a euroioù e 2021 ha 2,3 milion a euroioù e 2022.

Dasparzhet eo bet gant Imerys Groñvel 99,8 % e doare rannedoù e 2021 ha 41,7 % e 2022. Pa weler pegen luziet eo ar rouedad a holdingoù bet diskrivet a-us, ez eo diaes-mat kompren da betra a dalvez an arc’hant-se. Savet hon eus goulennoù da zaou zen barrek war ar sujed : hervezo e c’hall bezañ bet implijet evit plantañ arc’hant e obererezhioù all pe reiñ d’an aksionerien. Met hep dokumantoù resis eus pep embregerezh eo dibosupl gouzout pelec’h e ya an arc’hant. N’eus ket bet c’hoant GBL respont d’hon c’houlennoù war-se.

Tabut e Groñvel : un amprouenn evit raktresoù all Imerys ar mengleuziañ er Frañs

En un tu eus ar chadenn, kevranneien GBL ha renerien Imerys. Diouzh an tu all, ul luskad o nagenniñ e Groñvel ha ne baouez ket da greskiñ. Ha gourdrouzet e c’hellfe bezañ an embregerezh etrevroadel ?

Ne vez ket diskaret gant ar renerien industriezh ar riskloù a zeu diwar enebiezh tud ar vro ouzh ar raktresoù mengleuziañ. Doktorez e douaroniezh e skol-veur Lyon 2 eo Pauline Massé, hag eviti ez eo liammet ar stourmoù o kreñvaat war an tiriadoù ouzh ul luskad « mengleuziañ nevez » er Frañs. E deroù ar bloavezhioù 2000 e oa bet loc’het gant ur strategiezh a oa he fal reiñ un emrenerezh energiezh d’ar vro. Alese kresk an niver a c’houlennoù aotreoù mengleuziañ ha da heul un niver brasoc’h-brasañ a stourmoù ha tabutoù.

E 2023 eo bet EY (Ernst and Young bet), unan eus brasañ kabined kuzulerien er bed, o doa lakaet ar stourmoù-se evel an hini kentañ eus ar riskloù meur evit ar strolladoù mengleuzierien meur : « Kudennoù an endro hag ar gevredigezh a chom er renk kentañ ar bloaz-mañ. Deuet eo ar c’hriterioù-se da vezañ un elfenn bouezus e raktresoù arc’hantaouiñ ha strategiezhoù an embregerezhioù mengleuziañ ». Evit Christian Mion, a labour evel arbennigour ar mengleuzioù hag ar marc’hadoù da zont e ti Ernst and Young, ret e vo d’an embregerezhioù gwellaat evit kemer e kont ar seurt riskloù. : « Un dra nevez a-walc’h eo seurt emzalc’hioù er Frañs, ha ret eo d’an embregerezhioù mont war-raok war hent an deskiñ. Ha ma ne zoujont ket ouzh ar c’hriterioù e c’hell ar fazioù kaout ur c’houst bras. »

Gant renerien Imerys eo bet komprenet mat petra a oa an dalc’h, ha pouezañ a reont war skeudenn «c’hlas» ar strollad. Patrick Kron, prezidant kuzul merañ ha penn-rener ar strollad Imerys, a veneg « engouestlañ divrall » an embregerezh a fell dezhañ « bezañ er penn a-raok evit pezh a sell ouzh prientiñ un dazont gwelloc’h » en e zanevell enrollañ hollek e 2023.

A-hed ar pajennoù e veneger en danevell an troioù-lavar a gas ar gaoz war an treuzkemm ekologel : «savadurioù padus »,  «simant glas», «savadurioù izel o c’harbon », «fiñvusted padus » ha «panelloù fotovoltaek ». E-keit-se e Groñvel emañ Imerys o lakaat war-wel ar muzulioù digoll bet lakaet ganto evit gwareziñ an endro, an adkoadañ a-youl vat, pe c’hoazh ar c’hreñvaat girzhier. Un doare kehentiñ a ya kontrol ouzh ar wirionez deuet diwar hon dielfennadurioù : saotret meurbet ez endro ar vengleuz.

Ha trawalc’h e vo ur c’houlzad kehentiñ evit stourm ouzh avel ar reuz o c’hwezhañ e Groñvel hiriv an deiz ? Daoust ma n’hellont ket toullañ kaoz war-eeun gant kevranneien GBL a chom ken pell outo, nec’hus-bras e chom enebourien Imerys, evel ur c’hreunenn traezh a vir ouzh strategiezh astenn ar gompagnunezh. Ur strategiezh e pleustr er mare-mañ dres, en Echassières en Allier, lec’h m’emañ ar strollad ur raktres mengleuziañ litiom.


Skeudennoù gant Aurélie Calmet

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →