Met penaos saveteiñ girzhier ha kleuzioù ?

03/02/2024
Nolwenn Weiler, Yann-Malo Kerbrat
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 12 mn lenn
Niverus eo an ostilhoù da wareziñ ar c’harzhaoueg, padal n’eus ket a-walc’h diouto, ha gwall-efedoù zo gant lod outo ouzhpenn-se. Harpañ al labourerien-douar oc’h ober gant doareoù padus, aze emañ an dalc’h.
  • Plantañ gwez n’eo ket trawalc’h evit gwareziñ ar c’harzhaoueg.
  • Ma n’eo ket gopret ha skoazellet gwelloc’h an desaverien loened astennidik ha bio, kempenn girzhier a vo ur c’houst re ger evito.
  • Gant strollegezhioù zo e vez arc’hantaouet chanterioù labourerien-douar a fell dezho diskar kleuzioù. Ur strategiezh a gas he reuz.
  • Diorren an hentenn koad-energiezh a ro he zalvoudegezh d’ar c’harzhaoueg, gant ra riskl ez afe re bell an digoadañ.

Nebeutoc’h-nebeutañ a beizanted, atantoù brasoc’h-brasañ, niverusoc’h-niverusañ ar girzhier diskaret. A-feur ma ya da get an atantoù bihan e kemm da vat an dremmvro. « Evit saveteiñ ar girzhier e rankfed plediñ gant abeg ar gudenn, hag ober e seurt ma vefe desachus patromoù labour-douar doujus evit ar gwez, da lâret eo an desevel loened a vez o peuriñ, ha neuze bio. », a zispleg ar sokiologourez Catherine Darrot, bet kaset en-dro ganti un enklask a ziskouez splann ez eo ar patromoù-se a ro digarez da blantañ ha da gempenn girzhier.

Mont a reomp war-zu staliadurioù atantoù ha ne gempouezont ket ar re a ya kuit, koulskoude, dreist-holl evit pezh a sell an desaverezh loened [lennit hon enklask «Brezel ar parkeier»]. « N’eo ket warc’hoazh ma vo eus Breizh un douar edeier, eme Rannvro Breizh da Splann ! A-drugarez d’he strategiezh staliadurioù ha treuzkas an atantoù e fell d’ar Rannvro chom un douar lies-gounidegezh ha desaverezh loened (…) Staliañ labourerezed ha labourerien-douar nevez ha treuzkas an atantoù, sed aze pezh zo bet lakaet da gentañ gant ar Rannvro e-doug ar mandad, evit pezh a sell politikerezh al labour-douar ». Brastres-ren an atantoù (SDREA), un teul hag a ro reolennoù dereiñ an douaroù, ha bet degemeret e miz Here 2023, a ya war an tu-se. Kavout a reer meur a stignad skoazell ar staliañ hag ar bio, ha gant ar strollegezhioù lec’hel e vez roet ur sikour arc’hant d’ar re a zoug ar raktresoù zoken.


Met kement-se n’eo ket trawalc’h evit kempouezañ an niver bras a labourerien-douar o vont war o leve, hag alese ar fed e vefe an atantoù war vrasaat. Pezh a zo aesaet c’hoazh gant ar PBLD (PAC), pa vez liammet o sikourioù gant gorread douaroù al labourerien-douar dreist-holl. Met lod eus ostilhoù dispaket gant ar rannvro a c’hellfe kaout gwall-efedoù war ar c’harzhaoueg ivez. Evit aesaat ar staliadurioù, da skouer, ez eo aesaet ivez an eskemm parkeier. Met riskloù bras zo e c’hell an adframmañ parkeier kas d’un distruj bras a girzhier ha kleuzioù.

Hentad ar c’hoad, ur gontell daou du

Er penn-kentañ eus an talvoudekaat koad ar girzhier emañ Bro-Dreger, a-drugarez da grouidigezh Bocagénèse e Plouared e 2013, (22). Penaos e ya en-dro ? Tommerezhioù kumunioù evit kas gwrez d’ar savadurioù publik, en ur implijout koad tennet diwar girzhier ar vro. « E Plouared e vez implijet tri zeknikour e-karg eus diskoultrañ ar girzhier war vord an hentoù, a zispleg David Rolland, kargad a gefridi «Annez ha bev-liesseurted » e kevredad chaseourien Aodoù -an-Arvor. «Ul labour troc’hoù a-zoare a vez graet ganto, kleizhennet-mat eo ar gwez, n’int ket bloñset evel gant an diskoultrerezed. Fier int eus o labour, ha kaer eo trowardroioù ar gumun.» Ouzhpennañ a ra Annie Bras-Denis, maerez ar gumun : « Evel-se e vez rentet servij d’al labourerien-douar, pa ne goust netra dezho, hag e c’heller kenderc’hel da eskemm diwar-benn ar gwez, p’emañ a-wechoù danvez tabutoù war ar maez. »

E Breizh eo bet heuliet skouer Plouared, ha diorren an hentad koad-energiezh a zo unan eus an ahelioù labour evit teknisianed ar c’harzhaoueg. « Un nemedenn eo tiriad Lannuon e Breizh, hag er Frañs zoken, evel ma tispleg Aline Dangin, prezidantez kevredigezh teknikourien diazadoù doureier Breizh (ATBVB). Ur patrom a c’hellfe bezañ kaset pelloc’h, met n’eo ket c’hoarvezet evit poent».  « Gant lod eus ar strollegezhioù e vez roet an dorn d’an hentad, met re all n’int ket ken entanet-se », a ouzhpenn Caroline Sourisseau, teknikourez e Pondi (56) ha «dave garzhaoueg» evit an ATBVB. Chom a ra un diaester, hervezi : «Kalz eus an dommerezhioù-se zo re rankus evit gellet degemer koad girzhier, leun a boultrenn, pezh a vir ouzh ar skolpoù da dremen dre greiz ar mekanikoù.»

« Reiñ un dalvoudegezh ekonomikel d’ar girzhier, sed aze peadra da wareziñ anezho, da greskiñ an niver anezho, setu pezh a soñj Catherine Moret eus ar gevredigezh Afac-Agro-foresterezh. Memes ali a zo gant kambr al labour-douar. Hervezo implijout ar c’hoad evit en em dommañ a vefe unan eus an diskoulmoù da saveteiñ ar girhize. «Met dav eo sevel ur framm evit ma vefe talvoudekaet, kuit na vefe lakaet an arigrap war an danvez», eme c’hoazh Catherine Moret.

« Ret eo kaout teknisianed oc’h heuliañ ar raktresoù zo er strollegezhioù, evit ma ne drofe ket war-zu un diorren ekonomikel hepken. Ar c’hontrol eus pezh a fell deomp a c’hoarvezfe : girzhier drailhet, ne vefent ket renevezet, un taol fall ‘vefe !»

— Julie Le Pollès, teknikourez garzhaoueg. ,

Arbennigourien all war an danvez a soñj ganto ne vefe ket eus ar poellekañ ober un danvez ekonomikel eus ar girzhier. « Klask tommañ ar c’hêrioù gant koad ennañ diwar girzhier a ya da get, ne seblant ket bezañ un dra vat, eme diouzh e du Thierry Guéhenneuc eus ar gevredigezh Douar ha Girhzier (Terre et bocage). Gwelloc’h eo tennañ gounid eus ar c’hoadoù evit-se. Rak er c’hontrol eus ar girzhier ez eo kresket gorread ar c’hoadoù e Breizh en 20 vloaz tremenet. Ha marc’hadmatoc’h e vo. » Padal e tispleg deomp ar gevredigezh Gwez (L’Arbre) : « Gwechall e veze implijet koad ar girzhier evit kaout prenn (koad da labourat). Abaoe meur a vloaz emañ hor c’hevredigezh o stourm evit ma vefe anavezet ar mod-se da bourveziñ koad evit ar savadurioù da zont. » Gant e berzhioù mat : un implij padus eus gwez ar girzhier, ha gounidoù uheloc’h evit ar berc’henned pa c’heller sevel koadaj a bado kantvedoù, er c’hontrol eus ar plaketennoù a vez lakaet en tommerezhioù.

Plantañ gwez, evel-just, gant ma…

Plantañ gwez eo an tu anavezet gant ar bolitikourien pa fell dezho broudañ ar girzhier. E Rannvro Breizh ez eo ar programm rannvroel Breizh Bocage, krog ken abred ha 2008. El Liger-Atlantel ez eo ar steuñv Liger Bocage kaset en-dro gant ar rannvro Broioù-al-Liger e 2021. Pa seller buan ez eo bamus ar sifroù kentañ bet embannet gant ar strollegezhioù : 6.500 km girzhier bet plantet gant ar programm rannvroel Breizh Bocage abaoe 2007, 50.000 gwezenn a vez plantet bep bloaz gant departamant Penn-ar-bed, 15 kilometrad ouzhpenn war diriad sindikad diazad dourioù Chère Don Isac (44) ac’hann da zibenn ar goañv 2024…


« Diskouez a ra Breizh Bocage pegen efedus eo bet e brogramm, ha d’ar c’houlz mat, a ziskler Rannvro Breizh da Splann !. Hiriv an deiz ez eo 44 strollegezh a zo engouestlet er programm-se, pezh a ra war-dro 90% eus tiriad Breizh. War ar programmadur 2015-2022, ha dre ar FEADER ez eo e Breizh en em gav tro-dro da 65% eus ar strivoù broadel evit pezh a sell ar plantañ gwez.»

Daoust da live uhel ar postadurioù arc’hant publik e chom etre daou an disoc’h : m’eo bet stabilaet hirder hollek ar girzhier e Rannvro Breizh abaoe 2020, mont a ra kalite ar c’harzhaoueg war an diskar memestra [lennit hor pennad 2]. « Pezh a fell dezho ez eo embann sifroù, eme gant dipit Erwan*, teknisian garzhaoueg en ur strollegezh. Keuz ‘meus ne vefe ket postet muioc’h a arc’hant er mont en-dro gwareziñ gwelloc’h pezh a zo dija ».

Arc’hantaouiñ labourerien-douar c’hoant ganto diskar ur c’hleuz ?

Ur redi d’al labourerien-douar a fell dezho diskar ur c’hleuz ez eo adplantañ d’o c’houst ur c’harzh nevez evit «kempouezañ» an hini bet diskaret. Strollegezhioù zo a deus bet graet an dibab da gemer ar c’houst-se en o c’harg, evel kumuniezh kumunioù Maen ar Boudiged (35). Ur strategiezh degemeret fall-tre gant teknisianed garzhaoueg zo, rak evito ez eo evel reiñ arc’hant publik evit ar re a zistruj. Léa Lengentilhomme zo teknikourez e Maen ar Boudiged a zispleg ouzhpenn : «Rebechet eo deomp e-leizh, met d’en nebeutañ e ouzomp, pa vezomp galvet gant ul labourer-douar a fell dezañ diblasañ ur c’hleuz, d’an nebeutañ e ouzomp pezh zo bet distrujet.» Hag evel-se e c’hell lakaat he zroad en atant, ha dont a-benn da gendrec’hiñ al labourer-douar da lakaat plantañ girzhier ouzhpenn gant Breizh Bocage, en tu all d’ar sammad digoll a vez tapet gantañ. «Ha dre vras e vez plantet teir gwech muioc’h eget pezh a vez distrujet en atantoù pa c’hellomp ambroug an distrujoù.»

Gant departamant Penn-ar-Bed ivez e vez arc’hantaouet ar c’hempouezañ girzhier diskaret, e diabarzh framm ar platañ 50.000 gwezenn ar bloaz. « Forzh penaos, ur paotr a fell dezhañ diskar ur c’hleuz a raio, a zispleg Loïc Varet, karget a gefridi. Met graet eo bet ganeomp un dibab, arc’hantaouiñ ar c’hempouezañ pa vez plantet en-dro kement ha 135 % eur ar c’harzh bet distrujet hepken, hag evel-se e c’hounezer ». Dont a ra ar plantañ evit «kempouezañ» da dost 20% eus hollad ar chanterioù arc’hantaouet, hervez e gontoù.

Ambroug ar re a vez o tistruj, sed aze un dibab douget gant dilennidi zo ivez. Annie Bras-Denis, maerez Plouared, a zispleg deomp: « C’hoarvez a ra deomp rankout cheñch penn d’ar vazh war teuliad pe deuliad, gwir eo. Gant ar pal gwareziñ gwiad ar girzhier o hirder hag o stankter, en ur zegemer emdroadurioù pa vezont ret. Dav eo kemer amzer da hanteriñ ha da gompren. Morse ne vez kollet an amzer-se », emezi c’hoazh, rak meur a wech e oa aet war an dachenn evit arguzenniñ, marc’hata gant tud tapet e gaou evit bezañ bet o tistruj kleuzioù. « Pa vezer dilennet ez eo evit lakaat da gen-vevañ ur gumuniezh gwazed ha maouezed, ha chom madelezhus kement ha ma c’heller. » Rak peadra zo da sevel tabutoù taer pa vezer o komz eus girzhier en ur gumun war ar maez, ha diaes e c’hell bezañ lakaet ar maer gwechoù zo [lennit pennad 3].

D’an dilennidi da reiñ al lañs

Evit Thierry Guehenneuc, eus ar gevredigezh Terre et bocage, pezh a gont ez kemer perzh hag emrenerezh al labourerien-douar. « Ma n’eus ket amzer nag arc’hant gant ur peizant evit plantañ gwez, ne raio ket war o zro goude-se kennebeut », emezañ. Ur c’hant bennak a labourerien-douar zo bodet er gevredigezh a oa bet ken-savet gantañ e 2008, en Aodoù-an-Arvor evit an darn vras anezho. Frammet int a-stroll evit kempenn ha reneveziñ ar c’harzhaoueg war o atantoù.

« Ret-mat eo d’al labourerezed ha labourerien-douar bezañ o kemer perzh, emezañ c’hoazh. Lakaat gwez ar c’hirzhier da vezañ ur c’hounidegezh lakaet e-touesk er sistem produiñ hollek. »

— Thierry Guehenneuc, eus ar gevredigezh Terre et bocage. ,

Evel ma vez graet evit atalieroù all an atant, d’al labourerien-douar o-unan da zivizout pelec’h ha pegoulz e kasont al labourioù en-dro.

A-bouez-bras eo neuze e teufe da vezañ ul labour boutin, rak aet eo ar c’harzhaoueg war ziskar dre ma vez muioc’h-mui pep hini diouzh e du el labour war ar maez. « Da geñver hon studi hon eus merzhet ez eo yac’h ar girzhier plantet en-dro pa c’hell al labourerien-douar kontañ war o rouedad, familh, amezeien, mignoned, embregerezhioù labour-douar, kevredigezhioù, ha kement zo… », a ziskuilh ar sokiologourez Marie Toussaint. « Ur wech m’eo bet dibabet ha plantet ar gwez ganit da-unan e vezez kalz dedennetoc’h gant da c’harzh, ha gellet a rez sellet outi kreskiñ, c’hoant ‘peus e chomfe yac’h », evel ma kadarna Sylvie, desaverez loened e bio en Il-ha-Gwilen, pa chom ganti un eñvorenn c’hwek eus ar chanterioù a-stroll kaset gant keneiled evit plantañ girzhier an eil ti egile.

Moarvat e chom diaes klask toullañ kaoz gant labourerien-douar zo, nebeut a c’hoant ganto plantañ girzhier. Dilennidi o tont da gemer perzh er gaoz, prest da eskemm e-barzh porzh an atantoù, se a c’hell lakaat tud zo da cheñch hag aesaat labour an deknisianed. Guillaume Demange, animatour Liger Bocage e sindikad Chère, Don, Isac (44), a ro e desteni: « E 2018 e oa bet ar stêrioù o tic’hlannañ e Kastell-Briant (44) ha merket don eo bet an dud hag an dilennidi en o zouez. Pezh a felle deomp e oa reiñ lañs d’ar plantañ gwez evit klask mirout ouzh krignerezh an douaroù, ha gwellaat kalite an dour. » Ar c’harzhaoueg a c’hell rentañ meur a servij war an eko-sistem, hag e-touez traoù all evit merañ red an dourioù hag aesaat an dour d’en em silañ en douar, e-touez traoù all. « Aze er Chapel Glaen, eo aet an eil-maer da welet an 30 labourer-douar war ar gumun evit displegañ e oa yalc’hadoù da gaout evit plantañ gwez en-dro.» Asantet gant an hanter anezho. Hag ez eo pemp kilometrad a girzhier a oa bet plantet ar goañv goude. Ma n’eo ket touellet memestra gant un endro diaes evit difennerien ar girzhier, e c’hell lâret : « N’eo ket kollet tout ar stourm ».

and
Skeudennoù gant Yann Le Sacher

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →