Ankenius eo ar jeu gant al logod-dall hag al laboused abalamour d’an tourioù-avel. Savet int bet e-kreiz un hentad ‘zo e-touez ar re bouezusañ er bed evit al laboused-tremeniat. Stenn ar jeu ivez etre Iberdrola ha peizanted amerindian ‘zo er vro a gav dezho int bet touellet gant an embregerezh braz.
Enklasket ‘zo bet gant Splann ! diwar dokumantoù, atersadennoù ha pennadoù bet skrivet gant kazetennerien lec’hel, daoust d’ar riskl o deus kemeret evit en ober.
Raktres
- Takadoù tourioù-avel, Santo Domingo Ingenio, Juchitán de Zaragoza en strizh-douar Tehuantepec (Stad Oaxaca) e Mec’hiko.
- La Venta II.
- Niver a dourioù-avel : 98. bec’hiad : 83 MW. Implijet abaoe 2007.
- Takad foran, perc’hennet gant Comisión Federal de Electricidad.
- Perzh Iberdrola en dra : saver, dre e IBERINCO. Savet war un 800 hektar bennaket.
- La Venta III.
- Niver a dourioù-avel : 121. bec’hiad : 103 MW. Implijet abaoe 2012.
- Perzh Iberdrola en dra: perc’henn ha diorrener an takad.
Lazhadeg evned war un hentad treuziñ bedel
9900 a evned hag eskell-kroc’hen a vefe marvet e-korf ur bloavezh hepken er Venta II, dre skeiñ gant an tourioù-avel, hervez ar bank bedel. Savet eo ar parkad war an hent ar muiañ darempredet gant an evned tremeniat er bed (690 000 a evened bemdez er strizh-douar), hervez ar studi a-raok ar raktres, savet gant ar CFE hag ensavadur an ekologiezh. Ha diwar ar studi e vez desket ouzhpenn penaos e vez kollet bod d’al loened dre ma vez nebeutoc’h a struzh.
« Diwar ar c’hresk buan-spontus a broduiñ energiezh dre an avel e c’hellfe poblañs an eskell-kroc’hen mont war ziskar buan a-walc’h war tachennoù ledanoc’h. »
Saotradur ha parkoù disec’het
Hidrografiezh aet a-dreuz
Hervez an diellfilm Istmeño, Le vent de la révolte gant Alèssi Dell’Umbria, eo diskennet live an dour er stêrioù, ha deut da vezañ dibosupl pesketa el lec’hioù-se. Dre se eo bet direnket an dourioù kondon. Ha da-heul, disec’het parkadoù peizanted, beuzet reoù all, ha desachet moustiked gant se, en ur ober gwashaat ar riskloù da vezañ klañv gant an den. Hervez Dell’Umbria zo eus ar strafuilhoù-mañ abalamour ma zo staliet parkadoù tourioù-avel.
Eoul o tiverañ
Koll a ra ar ganerioù tredan eoul hag a gouezh war an douar. Gant ar glav en em led an eoul-se war parkeier gounit edaj ha peuriñ.
« Kaset e vez ar produioù kimiek (eoul) diwar ar c’hefluskerioù gant an avel ha gante e vez kontamet ar puñsoù, loc’hoù hag ar mor. En tu-hont da se zo bet marvet ur bern pesked ha pellaet kalz anezhe eus an tachennoù pesketa gant ar gouleier hag an trouz diwar an tourioù-avel. »
Torret gwirioù ar pobloù orin diwar-dro
Bezañ zo eus an asant frank, en a-raok ha kelaouet, ur gwir ziazez gwarantet gant an emglev 169 en aozadur etrevroadel al labour ha dre Zisklêriadur ar Broadoù Unanet war ar pobloù henvroat. Hervez an dud diwar-dro hag ar beizanted n’eus ket bet doujet d’an emglev-mañ gant Iberdrola, peurgetket pa oa bet savet ar parkad La Venta III.
Gant aozadurioù war blas zo lakaet war-wel penaos eo bet sinet ar c’hevratoù feurm en ur lakaat an dud ha-gostez, ha dre se lakaat ret dezhe asantiñ aozioù n’aent ket diouzh an ezhommoù.
Peizanted paeet re nebeut
Unan eus an embregerezhioù a bae an nebeutañ an ejidatarios er vro a vefe Iberdrola. Eizh gwezh nebeutoc’h evit peizanted en Amerika hag Europa e vefe paeet reoù ar Venta III. War un dro zo savet meur a glemm evit daleoù-paeañ hag abalamour na oa ket bet digollet traoù zo, loened marvet dre ma oa kontammet ar peuriñ gant ar boultrenn. Diwar se zo bet fellet d’un toullad mat a ejidatarios goulenn terriñ o c’hevradoù.
Kontroliñ ar vro
En takadoù ma zo staliet parkadoù tourioù-avel gant pezhioù stalioù etrevroadel n’hell ket an dud diwar-dro chaseal ken na zastum koad.
« Ur wezh ma vez feurmet o douaroù gant ar beizanted n’hellont ket tostaat dezhe ken. Hag a-wezhioù ‘vez lakaet gwarded, armoù gante da vezañ sur na vo den o tont e-barzh zo kaeroc’h. »
Poan-benn ha poan-gousket gant an annezidi diwar-dro
Gant an trouz diwar palioù an tourioù-avel, dibaouez e vez noazet an dud war-dro d’ar Ventosa, ar Venta hag an Unión Hidalgo – teir c’humun ma zo staliet parkadoù tourioù-avel Iberdrola. Klemm a ra an dud penaos o dez poan-benn ha poan o kousket gant an trouz hag ar froumadennoù.
Enebiezh kreñv a-berzh an dud diwar-dro
Ur bern manifestadegoù a-enep d’ar raktres sevel ur parkad tourioù-avel gant Iberdrola en Oaxaca, hag evit goulenn bezañ paeet pe digollet gwelloc’h. En 2011 e oa bet goûlet gant ejidatarios Santo Domingo Ingenio, e-lec’h emañ an dachenn La Venta III gant Iberdrola, bezañ paeet reishoc’h evit ar c’holl dibaouez war o douaroù. Daoust d’ar fed e veze lâret dezhe e c’hellent derc’hel d’ober gant o douaroù evit labourat anezhe pe sevel loened eo lakaet an dra en arvar dre ma vez savet hentoù nevez, eoulsanioù, kemmet live an douar, ha traoù… Ha deut dibosupl ober gant an douaroù-mañ.
Nevez zo en deus embannet kendalc’h tud ar vro e oa bet asantet gant ur barner un arsav da c’hortoz war an asant gant ar prezidant hag a embanne e oa ar pezhioù raktresoù, evel parkadoù meur tourioù-avel a interest foran ha surentez vroadel.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →