Un enklask nevez zo da lenn ! Goude bezañ bet embannet un enklask diwar-benn an atant Avel Vor, e Landunvez (29) e miz Gouere, aet eo hon c’hazetennerien war-zu Plouvorn (29), kêrbenn ar pemoc’h industriel. Kenbroduet eo bet ar pennad gant Mediapart.
E Plouvorn, 2.900 a annezidi, ez eus tost da 80.000 porc’hell a-dreñv mogerioù teñval ar 17 atant desevel ezdouar. 25 gwech muioc’h a voc’h eget a annezidi.
Ar gazetennerien Kristen Falc’hon (Splann !) ha Florianne Louison (Mediapart) o deus kaset da benn an enklask diwar-benn efedoù an disaverezhioù moc’h-se.
Plouvorn, kêrbenn ar pemoc'h industriel
80 % an desaverezh eno zo staliadurioù rummet evit an endro (SREE), da lâret eo e vezont gant ouzhpenn 2.000 loen pep hini. Ha n’eo ket echu : bep bloaz, pe dost e vez kaset goulennoù astenn an tiez-feurm da servijoù ar Stad.
Evel atant Kalarnou. Goulennet eo bet e 2020 an aotre da broduiñ teir gwech muioc’h. Ma vefe eus ar raktres-mañ, e teufe da vezañ eil brasañ kraoù-moc’h Frañs gant 20.000 « loen kevatal » hag ur produiñ 45.600 pemoc’h kig ar bloaz. Nebeut goude an SA Kerjean, eus kumun Taole, tost alese. Nac’het eo bet an aotre gant ar prefeti evit poent. Met diskoachet hon eus e vefe eus un doser all o vezañ studiet.
33.000 m³ hañvouez a vefe produet bep bloaz, pe 13 poull-neuial olimpek leun gant dilaoskadennoù bep bloaz.
Saotret an endro
Ar gumun zo an hini saotret ar muiañ gant an amoniak e Breizh, ur gaz a ra sevel partikulennoù moan, pere a vez pennabeg d’un niver bras a dud mervel bep bloaz e Frañs.
Kalite an dour n’eo ket gwelloc’h ; an Horn a vez ken saotret ma eo serret al lec’h pakañ dour abaoe 2007. Abaoe m’eo serret al lec’h añchañ e vez sachet dour en ur wazh, gwazh Koatoulzac’h ha d’ober en devez da bourvez dour rak re izel eo an dour.
Dilerc’hioù an desaverezh askoridik a vez eeunoc’h gwelet anezho. Kavet e vezont war dachenn-dour e-lec’h ma ‘z a tud Plouvorn da gouronkañ ha da bourmen. An dachenn dour a vez kaset betek an Horn da c’houde. Hedal a ra an douaroù a vez skuilhet teil hag hañvouez gant meur a atant.
Gwask war ar vuhez pemdeziek
En o buhez pemdez e sant an annezidi pouez an desaverezh moc’h : difennet dezho kouronkañ, gwask war an dilennidi, « un omerta » a vez ingal… Ar moc’h en em sil e pep lec’h, eus banniel harperien ar skipailh melldroad lec’hel, betek an ti-kêr.
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »