Enklask nevez war un embregerezh pemoc’h ramzel : ar C’hooperl
Splann ! - 11/21/2023
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Traoù nevez zo da lenn e brezhoneg war splann.org ! Dre dri fennad e kontomp deoc’h penaos e ya en-dro ar C’hooperl, kevelouri (pe kooperativ ma karit) kig moc’h brasañ Bro-Frañs. A-hed ar bloavezhioù eo deuet da vezañ un embregerezh bras abominapl o postañ arc’hant er bed a-bezh. Padal n’eo ket mat ar jeu atav ganti er mareoù-mañ. Hag e vez lakaet dindan gwask al labourerien-douar evit kempouez ar c’hontoù.
Gall a rit lenn an enklask-mañ war ar mediaoù a genlabour ganeomp evel Mediapart, France 3 Breizh, Basta!, Dispak, Ya!, Radio Breizh pe Pobl Vreizh.
Boued, louzoù evit al loened, gouennoù moc’h : gant brasañ kevelouri sevel moc’h ar Frañs e vez lakaet da redioù an darn vras eus an dibaboù teknikel. Daoust d’ar goulennoù groñs-se, ha da briz ar c’hilo kig-moch paeet dindan priz ar marc’had, ral eo ar re a gred uhelaat o mouezh evit embann o soñjoù enep.
En tu all d’an daou di salezonoù bet serret, bilañsoù diwezhañ kontoù ar C’hooperl ha meur a lizher diabarzh a ziskouez splann diaesterioù ekonomikel meur oberour pennañ ar sevel moc’h er Frañs. Hervez an desaverien hag an arbennigourien ez eo disoc’h ugent vloaz postadurioù arc’hant e-barzh obererezhioù pelloc’h-pellañ diouzh ar produioù labour-douar.
En ur framm a ro da welet un identelezh kevelouri, abaoe 40 vloaz n’eus ken met ur familh zo bet e penn ar jeu evit e gas d’ur vent bras-meurbet.
Diwar an teuliadoù hag a oa bet fiziet ennomp ez eo sklaer eo ar C’hooperl perc’henn war seizh atant, penn-da-benn pe evit ul lodenn diouto : un atant arnodiñ, daou atant sevel saout ha pevar atant sevel moc’h gouestlet d’ar genetek moc’h Nucleus.