Enklask nevez : Brezel ar parkeier
Splann ! - 09/13/2023
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Tu zo lenn hon enklask nevez digoust e brezhoneg hag e galleg. Dre bevar pennad e vez klasket kompren penaos eo ar jeu evit dont a-benn da vezañ labourer-douar. C’hoant ‘neus Rannvro Breizh staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm divent o tont war wel dre doareoù luziet d’o sevel diouzh al lezenn.
Embannet e vo ivez war ar mediaoù a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Ya !, Basta !, Pobl Vreizh, Dispak, Radio Breizh, Mediapart ha Reporterre.
Pa vez erru ouzhpenn 180 hektar gant un ti-feurm e vez re vras evit servijoù ar Stad. Koulskoude ez eus lod gant muioc’h eget 1.000 hektar, da lavaret eo kement ha gant 20 ti-feurm diouzh ar vent dre geidenn. Tamm-ha-tamm ez a diwar wel al labour-douar familh evit lezel ar plas d’al labour-douar embregerezh.
Ar Safer zo mestr war gwerzh ar parkeier e Frañs. Erru eo skuizh koulskoude pa ne zeu ken a-benn da virout ouzh rastellerezh an douaroù labour-douar, na da staliañ 1.000 labourer-douar ar bloaz, evel ma fell da Rannvro Breizh. « Brokerezh ar sindikadoù » zo un harp d’ar giz kreskiñ hag astenn tiez-feurm ha diaesoc’h e vez d’ar re nevez d’en em staliañ.
An douaroù mat da labourat n’haller ket kaout ouzhpenn ma n’eus dioute. A-benn kaout an tachennoù a vez c’hoant da gaout e vez ret ober e doull e-touez ar re-all. Pellgomzadennoù ingal, gourdrouzioù, ober aon, dispriziañ, abafaat, pep tra zo aotreet evit lakaat a-gostez unan-all zo war ar renk.
Tost ur c’hard eus al labourerien-douar e Breizh a ya davet ul labour-douar padusoc’h gant doareoù eun da werzhañ, bio, gouniderezh legumaj ha desaverezh divoaz evel ar gouennoù lec’hel. Ar rummad nevez-se en deus da dalañ ouzh dispriz labourrien-douar mest.