Brezel ar parkeier

C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz a-benn 2028 e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm divent o tont war wel dre doareoù luziet d’o sevel diouzh al lezenn. Tiez-feurm 1.000 hektar, 1400 a-wechoù memes. Boaz eo deuet gwelet atantoù gant ouzhpenn eget 200 hektar tachenn. En ur ober dek vloaz e oa deuet an hanter muioc’h diouto.

Darn en devez c’hoant devezhioù-arat ouzhpenn evit hadañ maiz, darn all evit skuilhañ hañvouez o loened, sevel ur metanizer, solutaat an embregerezh, brasaat a-raok treuzkas ar stal d’ar vugale. Ha ne gonter ket lontegezh ar c’hêrioù a gemerfe a-walc’h un dornad devezhioù-arat da ober lodennoù ha sevel-tiez pe c’hoazh sevel ur greizenn-genwerzh bennak. Pep hini a ya gant ur strategiezh evit dont a-benn d’ober diouzh e c’hoant, na pa vefe war bevennoù al lezennoù pe c’hoazh implij ar feulster.

Ul luskad don an hini eo : roet lañs dezhañ gant ar Stad C’hall goude an eil brezel bed, bodañ an tiez-feurm ha kreskiñ anezho war goust al labour-douar familh. Embann a ra kaout c’hoant da cheñch penn d’ar vazh bremañ ha harpañ an dud d’en em staliañ.

Evit tizhout ar pal ez eus daou dredeog. Ar Safer a vez o verañ gwerzh an douaroù kuit da gaout brokerezh war ar font ha soursial sikour an atantoù da chom. Ar CDOA, bodad departamant heñcherezh al labour-douar (commission départementale d’orientation de l’agriculture), a ro an aotreoù labourat an tachennoù d’al labourerien-douar. Ha teknikoù zo kuit da vezañ tapet berr ha kastizet.

Stalioù labour-douar bras divent savet e-skeud ar selloù

Ar Safer, benveg merglet merañ gwerzh an douaroù

Prometiñ, touiñ, ha saludiñ : feultster gwerzh an douaroù

An adtapout tiez-feurm stanket

Lennit an enklask e galleg

Boest du

E-kerzh hon enklask hon doa studiet degadoù a zielloù, danevelloù ha bet e oamp o welet degadoù a dud. Ul lodenn vihan zo meneget en enklask.
An dud bet o testeni evit an enklask-mañ hon eus cheñchet o anvioù tost d’an holl anezho. Aon o deus bezañ wazh ha gouzañv, rak ar gourdrouzioù ivez ha rak an aon e vefe lakaet gwask warno pe war an dud tost dezho. Rouestlet eo bed al labour-douar hag ar bed war ar maez, ha dont a ra an abafamantoù betek porzh an ti-feurm, war an treuzoù.

Bet e oamp o c’houlenn muioc’h digant ar pennoù embregerezh a c’hoari gant sevel kevredadoù. François Le Bihan, Laurent Dartois, Dominique Kerdoncuff ha familh Nagat n’o deus ket respontet deomp. N’eus ket respontet deomp kennebeut Quentin Sergent. Bet e oamp neuze o welet servijoù ar Stad, prefeti, Draaf ha DDTM, nac’het o deus bezañ aterset gant Splann !. Bepred e oa bet respontet d’un darn eus ar roll goulennoù dre skrid. Rannvro Breizh he doa nac’het sevel un atersadenn gant Arnaud Lecuyer, bez-prezidant e karg al labour-douar, met skrivet o doa deomp da respont d’un darn eus ar goulennoù. Setu ar respontoù a oa bet diganto.

Pellgargañ amañ respont klok an Draaf.
Pellgargañ amañ respont klok DDTM Aodoù-an-Arvor.
Pellgargañ amañ ar goulennoù hon dije savet ouzh an Draaf hag an DDTM-où.
Pellgargañ amañ respont klok Rannvro Breizh.

Petra eo hon youl ?

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Gant Julie Lallouët-Geffroy eo bet graet an enklask-mañ.Trugarez da Raphaël Baldos evit bezañ kemeret perzh e prantad kentañ an enklask-mañ. Kenurzhiet eo bet gant Juliette Cabaço-Roger hag Anne Kiesel, izili kuzul embann Splann !.Troet eo bet an testennoù gant Riwanon Kallag. An enklask-mañ zo bet embannet digoust a-drugarez d’ar mediaoù a genlabour ganeomp : France 3 Breizh, Ya !, Dispak, rouedad Radio Breizh, Mediapart, Reporterre, Pobl Vreizh ha Basta !.

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hienn Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ an arc’hant roet diwar an talioù.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)