450 den a-enep d’an atantoù desevel moc’h braz divent ‘zo bet o vanifestiñ e Landunvez goude ma’z eo bet embannet hon enklask
Splann ! - 09/01/2022
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Reuz ‘zo war aodoù Bro-Leon tro-dro d’an atant desevel moc’h Avel vor. Philippe Bizien, prezidant komite rannvroel ar moc’h, an hini eo perc’henn an ti-feurm. 450 den a-enep d’ar raktres brasaat an atant ‘zo bet o vanifestiñ e Landunvez d’ar Sadorn 27 a viz Eost, hervez ar prefeti.
Gant teir c’hevredigezh (AEPI, APPCL ha Dour ha sterioù Breizh) ‘zo bet lañset an afer. Finistère insoumis ha Nouvelle donne o ‘deus soutenet anezhe.
Biskoazh kement-all n’eo bet gwelet kement a cheu tro-dro d’un doser evel-se er vro, a ‘zo ur bern desaverezh eno. Ouzhpenn 200 den ‘oa bet dija e emvod meur AEPI d’an 10 a viz Eost. Gant tud eus ar vro eo bet moulet ha lakaet e boestoù-post pep annezad enklask Splann !, bet skrivet gant Inès Léraud ha Kristen Falc’hon.
Gant sindikad an FDSEA, Jeunes Agriculteurs hag an UGPVB eo bet aozet ivez ur vanifestadeg a-benn souten ar raktres. E-tre 300 ha 350 den ‘zo bet hervez ar prefeti. Nebeutoc’h eget ar pezh ‘oa bet lâret an deiz a-raok gant Ouest-France. Soutenet eo bet Philippe Bizien gant Guillaume Roué, desaver moc’h bet, prezidant Evel’Up hag Inaporc. Muioc’h a disaverezhioù loened ‘zo ezhomm er vro hervezañ a-benn mont war-zu marc’had e-tre vroadel.
Maer Landunvez (tu-dehoù) ‘neus resevet an holl manifestourien e fin an abardaez. Un emgav ha n’eus ket servijet da vann hervez Armelle Jaouenn, dilennad ar gumun eus an tu kleiz hag a-enep d’ar raktres. Evit poent n’eo ket bet roet e ali gant Kuzul departamant an endro (Coderst). Ma vez asantet ar raktres gantañ e ‘vo cheu ‘ba’l lez-varn, eme ar c’hevredigezhioù.
Lennit hon enklask : « Moc’h fall »
Lennit hon enklask : « Moc’h fall »