[Kelou « Splann ! »] Pa vez klasket lakaat diskred war an Ofis gall ar bevliesseurted gant lobi ar c’hig
Pierre-Yves Bulteau - 12/15/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Dre ziv wech e oa bet ampellet, met d’an 10 a viz Du 2025 e oa bet dalc’het prosez an SARL Colin (saver moc’h) hag ar GAEC Floch (saver saout) e lez-varn Brest evit pezh a sell ouzh saotradur an Tromorgan. E-kerzh an nozvezh etre an 29 hag an 30 a viz Gouere 2022 e oa bet skuilhet 80 m³ a hañvouez er wazh-dour-se, kontammet anezhi war 6,3 kmad a hed.
« Dre ma oa leun a gaoc’h en dour ez eus bet mouget ur bern pesked. » Setu ar pezh a skrivas ajanted an OFB en o rentañ-kont.
« Ur gwir dismantr evit al lec’h hag an dud », eme an AAPPMA, ur gevredigezh besketaerien hag a zivizas kas an afer dirak ar justis asambles gant Dour ha Stêrioù Breizh (ERB)
Hervez an OFB eo bet « grevus-tre » ar saotradur-se. Ranket en doa sindikad-dour Bro Vontroulez (29) paouez, dre ziv wech, da gemer dour er stêr evit e usin da bourveziñ dour mat da evañ d’an annezidi. Ha kement-se e fin un hañvezh ma oa bet tomm-gor an amzer.
D’al lun 10 a viz Du diwezhañ e oa an daou saver-chatal dirak al lez-varn neuze, unan eus outo, an SARL Colin, o vezañ unan eus brasañ desaverezh-moc’h Breizh. Aze oa an OFB ivez, rak unan eus pezhioù pouezusañ an doser eo al lizher bet kaset d’e benn-rener. Un eilad eus al lizher-se hon eus gallet kaout.
Hervez ar pezh hon eus gouiet ez eus bet kaoz eus al lizher-se gant avokad unan eus ar saverien-chatal da nebeutañ e-kerzh ar breutadennoù. Skrivet ha kaset eo bet d’an OFB gant an UGPVB (Unvaniezh ar broduerien gig eus Breizh) hag an FRSEA (an FNSEA rannvroel).

Seven eo an ton implijet el lizher. Padal e vez taget groñs unan eus ajanted an aozadur publik hag ur prizachour o labourat evit al lez-varn. Hervez lobi ar c’hig hag ar sindikad labour-douar eus ar muiañ-niver e c’heller kaout « douetañs e-keñver neptuegezh » an dud-se.
Lenn a c’heller ober da skouer « e vez embannet e ali gant an den-se (ar prizachour evit al lez-varn) dindan neuz ur brizachadenn skiantel. D’hor soñj e tiskouez ez eus mennozhioù stourmer gantañ, hag abegus alies e-keñver al labourerien-douar. »
Evit ar pezh a sell ouzh an OFB e vez embannet gant kensinerien al lizher « e oa bet asantet gant unan eus e ajanted ur gefridi a arbennigour skiantel a-berzh ur prizachour, da geñver ur brizachadenn en un afer all, hini saotradur ur wazh-dour dre wall-zarvoud (afer anvet Keryann) ».
« Ar mod-se d’ober a laka ur seblant untuegezh hag un diskred war ar brizachadenn ha pelloc’h war ar skeudenn a zizalc’hted hag a neptuegezh eo hini an OFB. »
Goulennet hon eus e ali digant renerezh an OFB diwar-benn ar fed resevout seurt lizher met n’en deus ket respontet deomp. Eus an tu all hon eus kaset goulennoù d’an UGPVB ha d’an FRSEA war ar fed da gas al lizher-se, met n’eus ket fellet dezho respont deomp, nag an eil nag egile.
Estreget ar mod d’ober a laka da vezañ chalet : perak’ta ober anv eus « afer Keryann », pa vez barnet saotradur an Tromorgan ?
Ar goulenn-se hon eus savet ouzh kensinerien al lizher met n’hon eus bet respont ebet diganto.
Brudet e oa bet kalz « afer Keryann » gant ar mediaoù : ar saotradur-se war ar stêr Penze a oa c’hoarvezet e-kerzh an hañv 2021. Gant un diverad hañvouez oa bet « mouget an holl vevedegoù a oa er stêr a-hed ouzhpenn daou gilometrad », hervez rentañ-kont Dour ha Stêrioù Breizh.
Gant al lez-varn e oa bet lakaet an embregerezh Keryann da giriek eus ar saotradur ha kondaonet da 150.000 euro a dell-gastiz, an hanter diouto gant goursez, gant lez-varn galv Roazhon d’ar 17 a viz Here 2024. Gant lez-varn Brest e oa bet ouzhpennet 125.995 euro a dell-gastiz d’ar 14 a viz Genver 2025 ablam’d’ar gwall ekologel.
« Biskoazh ne oa bet ur c’hastiz ken uhel e Breizh » hervez Dour ha Stêrioù Breizh hag ar CLCV, ur gevredigezh hag a gustum difenn ar gonsomatourien. Kevrenn geodedel e oa an div gevredigezh en afer hag evito « ez eo ar varnedigezh-se ar pezh a c’hellfer gortoz a-berzh ur justis hag a ya betek penn ar stourm a-enep ar felladennoù ouzh an endro, a-enep ar re a vez o kailharañ ar stêrioù re alies e Breizh ».
Kiriek ar saver-chatal eus Taole (29), sklaer eo, met live uhel an dell-gastiz an hini eo, hag hini an dic’haouioù, o deus miser un darn vras eus ar saverien voc’h da lonkañ.
Ha neuze n’eo ket souezus e vije gwelet « ar c’heneiled FRSEA-UGPVB o tivizout implijout doareoù a-seurt-se », eme da Splann ! Dominig, un den a anavez mat an dosieroù-se ha ne fell ket dezhañ reiñ e anv gwir. « Sklaer eo ne fell ket dezho e vije kondaonet da heul saverien voc’h all e aferioù all a-seurt-se. »
En afer-mañ zo un dra all hag a zo iskis : an deiz ma z’eo bet kaset al lizher, d’an 3 a viz Du 2025, da lâret eo ur sizhunvezh a-raok ar prosez.
Hervez Dour ha Stêrioù Breizh « ez eo da vat ur mod da zistabilizañ ». « Ar fed kas al lizher-se a zo graet evit lakaat da grediñ ez eo untueg an ajanted-douerien », eme Arnaud Clugery, mouezh aotreet ERB, ur gevredigezh hag a zo kevrenn geodedel en afer-se, evit al lodenn a sell ouzh an SARL Colin nemetken.
Hervezañ « e vez gwelet gant an doare-se d’ober ne glask ket mui an UGPVB hag an FRSEA kas o lobiing da benn dre guzh zoken ».
« N’eo ket souezhus » ar mod-se d’ober hervez Dominig. Eus e du eo « fuloret ruz » Philippe Bras hag en doa lañset an afer p’en doa savet klemm « enep X » e anv an AAPPMA d’ar 5 a viz Eost 2022.
« Da gentañ on fuloret dre ma profitont e vije gwanaet a galz an OFB er mare-mañ evit tagañ anezhañ. Da eil on fuloret o welet int gouest da dagañ ar justis hec’h unan. »
« Ha m’hon eus savet klemm, eme paotr an AAPPMA, n’eo ket evit tagañ al labourerien-douar met kentoc’h evit ma vo doujet d’al lezennoù »
Da vare ar prosez bet dalc’het d’an 10 a viz Du tremenet he doa diskleriet ar brokulourez e oa« grevus-kenañ » seurt saotradur. Goulennet he deus un dell-gastiz a 10.000 euro gant goursez enep an SARL Colin, ha 10.000 euro, 8000 diouto gant goursez, enep aar GAEC Floch. D’ar 15 a viz Kerzu, da lâret hiriv , e vo rentet ar varnadenn gant lez-varn Brest.
Skrivit deomp contact [@] splann.org hag displeget e vo deoc’h peseurt mod e c’hallit kas teulioù en un doare sur.