Titouroù sansupl ne foata ket d’an ospitalioù reiñ da Splann!
Splann ! - 09/25/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Stourm a reomp abaoe tost ur bloaz bremañ evit tapout teulioù melestradurel : danevelloù stadañ kuzulioù evezhiañ an ospitalioù publik.
Hervez mellad 15 Disklêriadur gwirioù mab-den ha keodedour 1789, stag deus Bonreizh 1958 : « Pep hini neus ar gwir da c’houlenn kont gant an ofiser publik eus e velestradurezh ». Koulskoude, lod eus an ospitalioù n’o doa ket c’hoant kas deomp an danevelloù-se. Setu ar pezh a c’hoarvez gant Ospital Roazhon, Ospital Brocéliande hag Ospital Gwitreg. Ouzhpenn-se, o deus goulennet ma vijemp kondaonet evit « gwall implij ». (procédure abusive)
Un arguzenn-mañ oa bet lakaet a-gostez gant ar Gomision evit mont e darempred gant an teulioù melestradurel (Cada) – un aotrouniezh dizalc’h a warant ar frankiz da vont e darempred gant an teulioù melestradurel – en ul lizher deiziet d’ar 7 a viz Mae 2025, met bet resevet ganeomp d’an… 29 a viz Eost. E-pad an dale-se, o deus goulennet an ospitalioù, digant lez-varn melestradurel Roazhon, « kondaoniñ Itron Isabelle Jarjaille nskriverez an enklask-mañ evit Splann !] da baeañ […] 2.000 euros » da Ospital Broceliande ha da Ospital Roazhon, da lavaret eo 4 .000 euro. Ospital Gwitreg deus goulennet ivez, e penn-kentañ miz Gouere, ma vefe kondaonet hor c’hazetennerez da baeañ 1.500 euro.
Hervez menoz ar Cada, hon eus disidet dec’hen gant hor goulenn da gaout danevelloù stadañ an ospitalioù-se. Evel re an ospitalioù Rance-Emeraude, Dinan ha Sant-Malo, ‘houlennamp c’hoazh dirak ar lez-varn melestradurel Roazhon.
Pierre Januel, ezel eus Kevredigezh ar Gazetennerien evit an treuzwelusted ‘displeg : « Muioc’h-mui a ditouroù ne deuont ket betek an debat foran. A fe fall eo ar melestradurezhioù ha ne vezont ket kastizet. Ar gwir d’an treuzwelusted eo ar gwir bonreizhel. Met, e gwirionez vez diaesoc’h-diaesañ d’ar gazetennerien kaout an teulioù c’houlennont. Ben ar fin eo ur stumm prosezerezh minellan nevez. »
