Diaesoc’h kavout un ti eget ul labour hiziv an deiz e Breizh
Splann ! - 02/24/2023
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Trouz zo bet tro-dro da dem al lojeiz e Breizh da-geñver votadeg budjed kentañ ar c’huzul rannvro. 34 dilennad o deus votet a-enep ha 9 zo chomet hep votiñ.
Ouzhpenn 9 000 a dud o deus sinet, dija, ul lizher da vezañ kaset da zilennidi ar rannvro a-benn ma vo lakaet Breizh en he fezh e «takad tenn». Just a-walc’h
e oa bet lakaet ar gaoz en-dro war dem al lojeiz e kuzul rannvro Breizh d’an 15 a viz C’hwevrer. Fellout a ra d’ar rannvro postañ 9 milion a euroioù evit diorren an douristelezh e-pad an tri bloaz da zont. Se zo kaoz e c’houlenn ar strolladoù a-gleiz hag an ekologourien ma vefe kemeret e kont gant prezidant ar rannvro an holl gudennoù a zo tro-dro d’al lojeiz ha d’an touristañ er vro.
Goulennet zo ma vo lakaet e plas muzulioù evel ar re a zo bet lakaet e pleustr gant maer Douarnenez da skouer. Divizet he deus Jocelyne Poitevin (tu-dehoù) e vo paeet muioc’h a dailhoù gant ar re a zo perc’henn war eil-tiez. An diaezamantoù da gavout lojeiz er vro zo deuet da vout un tem pouezus evit an dilennidi dreist-holl pa zegas kudennoù war buhez ekonomikel an embregerezhioù. Muioc’h-mui a stalioù o deus mizer da gavout tud prest da labourat ganto. Ha komprenet o deus a-walc’h implijerien Breizh eo kalz aesoc’h sachañ gopridi pa c’haller kavout un ti a zo tost d’al lec’h labour.
Sachet o deus evezh pennoù bras embregerezhioù zo war an tem-se. Da zilennidi ar vro da zizoleiñ pegen diaes eo kavout ul lojeiz hiziv an deiz ha dezho da gompren ivez efedoù fall an eil tiez war ur marc’had a zo strizh-tre. Padal o deus dibabet ar memes dilennidi skoazellañ ekonomiezh an touristañ. Hervez Pobl Vreizh, e 2020, e oa bet feurmet 7,5 milion a nozvezhioù dre ar savennoù Airbnbn ha Homeway. Da lâret eo, muioc’h eget e rannvro Pariz.
Setu an dregantad a eil tiez a zo e Breizh, hervez ar sifroù a zo bet embannet gant an Insee e 2019. Ouzhpenn an eil tiez zo kaoz eo diaes da gaout ul lojeiz. 7,5 % eus an tiez zo didud : 136 834 a diez en holl !
« Digreskiñ eus 50 % al lusk betoniñ douaroù naturel, labour-douar ha koadoù a-benn 2030, e-keñver ar pezh a oa bet etre 2011 ha 2020. »