- Article précédent: Peseurt raktresoù zo war ar stern tro dro deoc'h e miz Kerzu
- Article suivant: Daoust hag-eñ e vo tikedennoù endroel war produioù boued e 2024 ?
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Hir eo bet skrivañ an SDREA nevez, met setu ar prefed oc’h embann an diell d’an 29 a viz Du 2023. Soñj ho peus ? Reolennoù evit gouzout penaos e vez rannet an tachennoù labour-douar eo an diell-se. Kaoz e oa dioutañ en hon enklask « Brezel ar parkeier » bet embannet e miz Gwengolo 2023. Da skouer, sañset e vo roet ar plas d’unan bennak en deus c’hoant en em staliañ, e-lec’h brasaat un atant, pe d’unan a ra gant ar bio e plas unan a ne ra ket. Gant servijoù ar Stad, Rannvro Breizh ha labourerien-douar e vez adskrivet an dokumant-se bep 5 bloaz.
Petra zo bet cheñchet neuze ? Staliañ labourerien-douar nevez da gentañ, setu ar pep pouezusañ. A-raok e oa e pevare plas. Roet e vo ivez muioc’h a blas d’ar bio ha d’ar geot evit magañ al loened a-benn ma ne zeufe ket da vezañ re vras atantoù pe menajoù Breizh. Hag aesoc’h da dreuzkas neuze. N’eo ket laouen tamm ebet an FNSEA gant an diell-se, pa lâr eo « lakaet en arvar labour-douar ar Vro ». En tu all, evit Konfederasion ar beizanted, an dokumant a zo « un trec’h evit ar beizanted hag a re o deus c’hoant en em staliañ. Un nebeud eus ar reolennoù nevez a vo mat da implijout evit chom a-sav gant sevel atantoù bras divent ».
Sklaer a-walc’h eo reolennoù skrivet en SDREA. Padal hon eus diskouezet gant hon enklask ne vez ket atav c’hoariet hervezo siwazh. Evit bezañ resisoc’h, an diell-se a servij evit un drederenn eus an degouezhioù hepken. A-drugarez d’ur bern testoù hon eus gellet kompren petra a c’hoarvez er maez eus al lezenn. Pellgomzadennoù ingal, gourdrouzoù, ober aon, dispriziañ, abafaat, pep tra zo aotreet evit lakaat a-gostez unan all zo war ar renk. Gant lod eus al labourerien-douar a glask en em staliañ eo diaes ar jeu, ha ne vezont ket soutenet a-walc’h.
Ha zoken evit ar re a ra hervez ar reolennoù atav e c’hell bezañ diaes-kenañ tapout tachennoù labour-douar. E Breizh eo deuet da vezañ brudet skouer Karim Arab. E 2018 en doa tapet an aotre d’en em staliañ ha sevel deñved bio. Met ul labourer-douar all en doa tapet an aotre ivez. Ha hennezh all a vo an hini kentañ da gaout ar parkoù.
War baper ez a ar maout gant Karim Arab ; war an dachenn ez eo Gaec ar Ruais an hini zo e-barzh ar park. Ar saver deñved az a dirak al lezioù-barn, hag e miz Genver 2022 e vo roet rezon dezhañ gant lez-varn galv melestradurel Naoned. Gaec ar Ruais a ya a-benn ha sezisañ a ra ar C’huzul Stad. D’an 12 a viz Kerzu 2023 eo bet nullet dibab lez-varn Naoned a roe ar gwir gant Karim. N’eo ket echu an afer c’hoazh…