- Tiez-feurm 1.000 hektar, ar Stad bourdet en nac’hadenn.
- Doareoù sevel embregerezhioù en ur c’hoari gant lezenn a ro an dro da vrasaat tiez-ferm dibaouez.
- Hentad ar sevel moc’h, kampion ar bernioù douaroù.
- En ur ober dek vloaz ez eus an hanter muioc’h a diez-feurm gant ouzhpenn 200 hektar.
Ur roched gant karrezennoù Ralph Lauren, un doudoun glas teñval hag ur bragoù ferret, François Le Bihan a chom da bozañ gant kaol-fleur pe brikoli en e daouarn diouzh ezhommoù ar boltrederien. Kinniget e vez diouzh an dro e-giz ul « labourer-douar », un « desaver » pe c’hoazh ur « gounideg-douar ». François Le Bihan zo ur penn embregerezh dreist da bep tra, diwar hêrezh labour war hir dermen e dad Daniel. E holding FLB zo e penn e holl embregerezhioù. Renablet hon eus 23 embregerezh, 11 stumm lezennel disheñvel : EARL, SCI, ha GFA, met kenstrolloù implijerien ivez, evel ar GIE (groupement d’intérêt économique/ kenstroll interestoù ekonomikel) hag evel-just an SCEA. A-drugarez d’an SCEA (société civile d’exploitation agricole/ kevredad keodedel labourerezh-douar), e c’hell mont e penn un embregerezh en ur adprenañ en meur a wech al lodennoù anezhi. Un doare diouzh al lezenn evit lonkañ un amezeg hep na deufe servijoù ar Stad da fourañ e fri en o aferioù. François Le Bihan en deus prenet un ti-feurm 160 hekar dre amañ, unan-all 30 hektar dre-eno. Pa lakaer pep tra penn ouzh penn ez eus, da nebeutañ 1.450 hektar. Meur a hini o deus lavaret deomp e oamp pell eus ar gont c’hoazh.
An douaroù-se a ya eus Plledran ha kazi betek Loudia (Loudieg), en ur dremen dre dTrevë, Saint-Cradè (Sant-Karadeg), Emontouer ha Berhan. Gant ma n’eus ket girzhier ken, na gwez, na kleuzioù alese tachennoù bras ha kantadoù a hektarioù gant renkadoù legumaj hag edeier kichen-ha-kichen ar c’hrevier-moc’h hag an hangarioù. Dre geidenn e vez un ti-feurm e Breizh (4 departamant) e-tro 62 hectares. Beli Le Bihan zo ken bras ha 22,5 di-feurm e-unan.
Penaos c’hoari gant ar reolennoù
Evit lonkañ e amezeien hag astenn e zomani eo bet hir an hent, marc’hata hag ijin gant al lezenn zo bet ezhomm gant ar pal tennañ gounid eus an douaroù. Ur strategiezh aotreet gant al lezenn a gas disoc’hoù a-enep kren d’al laz hollek, d’ar palioù a lak ar Stad C’hall hec’h-unan evit mirout ha harpañ al labour-douar familh.
Adprenañ tiez-feurm en ur c’hoari gant prenañ ha adprenañ lodennoù zo ur boaz e ti Le Bihan, evel ma oa bet graet gant Gaec ar Point du jour, un ti-feurm a oa dioutañ 50 vloaz zo, adprenet en ur teir gwech.
E 1975 e sav ar familh Nagat Gaec ar Point du jour, un atant moc’h staliet e Loudieg, war ar maez, e kreiz Breizh. E 1989 ez a Marcel war e leve ha gwerzhañ a ra e lodennoù d’ar remziad nevez : Patrick, Thierry, Didier hag an hini yaouankañ, Bertrand Nagat. E 2016 int erru tout etre 55 bloaz 62 vloaz. Ur prantad a-bouez e buhez an desaverien-mañ hag hini o embregerezh. Dreist-holl pa fell dezho treuzkas ur benveg labour e stad vad, 243 hektar tachenn gantañ ha tennañ ur priz mat evit kaout arc’hant da vont war e leve. Ar bloaz-se ez a Patrick kuit eus an embregerezh, deuet da vezañ ur c’hevredad keodedel labour-douar anavezetoc’h er stumm SCEA. Ar framm-se zo diouzh al lezenn unan a ro an dro da werzhañ an embregerezh tamm-ha tamm. François Le Bihan hag e c’hoar Myriam a lak un troad kentañ er stal gant 10 lodenn diwar 2 010 lodenn en embregerezh. Ar bloaz war-lerc’h, tri deiz a-raok an Nedeleg, ez a an tri Nagat da di an noter gant François ha Myriam Le Bihan. Gwerzhañ a reont tout o lodennoù, pe dost, d’an holding FLB, François Le Bihan en e benn.
SCEA ar Point du jour a denn d’ur wastellenn. Un tamm bihan evit Thierry, ha kemend-all evit Didier ha Bertrand. Lipousoc’h eo François ha Myriam Le Bihan o do ur pezh tamm pep hini. E fin ar gont eo an holding FLB a viro ar wastellenn en he fezh koulz lavaret. Tammoù bihan ar vreudeur Nagat zo ken moan ma ‘z eo bet diaes troc’hañ anezho, ha koulskoude ez int a-bouez. A-drugarez dezho n’hell ket ar Safer mont a-enep d’an dasparzh, na d’ar priz gwerzhañ. N’hell ken nemet sellet ouzh Le Bihan o lipat e vizied goude bezañ debret ar wastellenn a-bezh, pe dost.
E miz Here 2019 e oa bet echuet gant ar werzh, pa oa 58 vloaz Bertrand, an hini yaouankañ anezho. Ar re Nagat hag ar re Le Bihan a zistroas da di an noter a-benn klozañ an traoù. Thierry, Didier ha Bertrand a werzhas neuze div lodenn pep hini d’an holding FLB. François Le Bihan zo e penn an atant desaverezh ha tout al lodennoù zo aet gantañ, alese 243 hektar ouzhpenn gant e stal.
Gant an amzer hag a feur ma veze prenet atantoù gantañ e oa deuet François Le Bihan da vezañ barrek da ober an taol. E nevez-amzer ar bloaz 2021 e kresk c’hoazh e dachenn gant 160 hektar adarre ha lonkañ ti-feurm an amezeg tost. Dindan tri miz hepken e oa graet an taol. N’en deus ket respontet François Le Bihan d’hon c’houlennoù.
Hentad ar sevel moc’h, an hini barrekañ da verniañ tachenn
An doare-se da ober zo anavezet mat, ha displeget gant dielfennadenn ar gwerzhioù douar e 2021, embannet gant kevredad broadel ar Saferioù : « An aliesañ e vez div werzh daou vloaz diouzh renk : 45 % eus ar gwechoù e vez evel-se» ha resisaat a ra pelloc’h : « gwerzh lodennoù ur c’hevredad n’eus ket da vezañ liammet gant un treuzkas er familhoù met kentoc’h gant ur c’hemer perzh diavez.. »
Ar strollad Le Bihan zo unan eus an tiez-feurm brasañ e Breizh. Ha n’emañ ket e-unan gant muioc’h eget 1000 hektar, ha n’eo ket an hini nemetañ ken nebeut o prenañ lodennoù evit brasaat kuit d’ar Safer da c’houzout. Un doare boutin eo e gwirionez.
N’omp ket evit mirout menegiñ Laurent Dartois en Aodoù-An-Arvor. Hemañ zo perc’henn war 800 hektar tachenn da nebeutañ hag 11 embregerezh en e anv. Ar memestra gant Dominique Kerdoncuff e Bro-Leon, erru tost mil hektar gantañ hag 8 embregerezh disheñvel ; eus an SCEA d’an SCI, en ur dremen dre ar GFA. En Il-ha-Gwilun eo Michel Crespel hag e zaou vab Romain ha Philippe zo erru tost da 600 hektar ganto, met ar frammoù zo disheñvel, meur a holding, unnek SCEA, seizh SCI ha 33 embregerezh en holl. An hini nemetañ eo Michel Crespel en deus respontet d’hon c’houlennoù. Lâret eo bet gantañ ne oare ket pet devezh-arat a zo gantañ. An arc’hant gounezet eo ar pezh zo pouezus dezhañ.
François Purseigle ha Bertrand Hervieu, sokiologourien anezho o doa embannet al levr Une agriculture sans agriculteurs / Labour-douar hep labourerien-douar e 2020. « Seizh ti-feurm diwar dek o tesevel moc’h a vez tiez-feurm bras. Dek vloaz zo c’hoazh e oa an tiez-feurm etre, na bras na bihan, ar re a oa brasañ o niver e Breizh, ar re « vras » zo bremañ 37% eus an tiez-feurm e Breizh. » An enklaskerien a ziskoach ivez eo an hentad o sevel moc’h e lec’h ma vez ar muiañ a holdingoù, kevredadoù merañ ar madoù gant dek embregerezh labour-douar ha stummoù lies da vezañ disklêriet. Er rumm-se emañ Le Bihan, Dartois, Kerdoncuff pe c’hoazh Crespel. Desaverien moc’h ez int tout. « Ar wirionez-se a vez nac’het alies, met ur skeudenn eo eus al labour-douar hep labourerien-douar o tont war wel, pe c’hoazh meret gant pennoù embregerezh pell eus ar skeudenn a vez eus al labourer-douar e penn an ti-feurm familh », a zispleg an enklaskerien.
Tiez-feurm « brasoc’h, muioc’h a arc’hant postet enno », diaesoc’h da dreuzkas
« E rannvroioù zo evel e Breizh ma zo kalz desaverezh hag un argerzh strollañ sklaer, ez eo digresket an niver a diez-feurm etre o ment, 40% nebeutoc’h ‘z eus anezho etre an div niveradeg diwezhañ. », e 2010 ha 2020.
Tiez-feurm brasoc’h brasañ gant doareoù da sevel anezho luzietoc’h luzietañ. Hag evel pa vez sachet dour eus ur penn ha ne gaver ket eus ar penn-all ken, ez eo an tiez-feurm hiniennel a gaver nebeutoc’h nebeutañ diouto. « Ar senario zo bremañ a zo hini rastellerezh an douaroù war goust an dud war ar renk d’en em staliañ » eme an danevell parlamant. Kevread vroadel ar Saferioù a lavar kemend-all, techet eo « mont davet kresk hag astenn an tiez-feurm a zo diouto kentoc’h eget kaout labourerien-douar nevez oc’h en em staliañ. Ma kendalc’h al luskad-se gant kresk an niver a dud o vont war o leve, eo tres al labour-douar gall met ivez ar vuhez ennañ an hini a c’hell bezañ kollet. »
Gant embregerezhioù labour-douar brasoc’h brasañ e teuont da vezañ re vras ha re ger evit bezañ gwerzhet d’ul labourer-douar, da zaou memes ez eo re start. Aozadur al labour en tiez-feurm a cheñch ivez. Eiltretiñ a vez muioc’h mui ha gwelet e vez an dra-se gant an embregerezhioù labour-douar, pe ETA (« entreprise de travaux agricoles » e galleg). E Breizh ez eus 850 e 2023, ha 6.000 a dud o labourat enno. An desaverien o deus ezhomm muioc’h muiañ lezel labourioù ar parkeier ganto ha chom buket war an desaverezh.
Eiltretiñ gant ETAoù hag ober war-dro an desaverezh a zo abeg ar cheñchamant-mañ. Met n’eo ket an displegadenn nemeti. Lezel lod all da ober al labour a c’hell bezañ displeget ivez « gant an diaesterioù treuzkas hag adtapout stalioù brasoc’h gant muioc’h a arc’hant postet er c’hevala », eme ur studiadenn e 2020, ken eo deuet war wel ur vicher nevez e bed al labour-douar : al land manager, pe merour parkeier. Met n’eus ket anv eus se e Breizh c’hoazh eme ar sokiologour François Purseigle.
Al labour-douar familh a zalc’h souvereniezh ar boued
Pa c’houlenner digant rener Safer Breizh, Thierry Couteller, perak e fell dezho e vefe muioc’h a dud oc’h en em staliañ ha perak harpañ al labour-douar familh e ra anv eus ar Broadoù Unanet : « Lavarout a reont ez eo al labour-douar familh an hini solutañ, barrekañ da dalañ ouzh enkadennoù an hin met barrek ivez da dalañ ouzh ar cheñchamantou ekonomikel. An doare-se zo ar gwellañ hini da stourm ha degas a ra lañs ha statijenn war ar maezioù. Pa vez ul labourer-douar oc’h en em staliañ e teu 7 post-labour da heul. Familhoù int ivez, bugale, skolioù, stalioù, servijoù a zeu da heul. Souvereniezh ar boued eo ivez. Gant al labour-douar gant meur a embregerezh ez eo an arc’hant postet an hini a gont da gentañ penn. Ar pezh zo e-barzh ho asied n’eo ken nemet un dra a eil. Difenn a reomp al labour-douar familh rak ez eo an hini barrekañ evit difenn souvereniezh ar boued evitomp-holl.»
Labour-douar ar firmoù eo pa ne vez ket al labour-douar etre daouarn al labourerien-douar o-unan. Ar giz-se ne vez ket gwelet kalz e Breizh evit poent, met evit ar gevredigezh Terre de liens ez eo ret bezañ war evezh evel ma lavar e-barzh un danevell eus miz C’hwevrer ar bloaz-mañ gant istor ur werzh aet gant ur strollad industriel breton. An embregerezh, Altho, eus Breizh, eo an eil brasañ war ar marc’had evit gwerzhañ chips e Frañs. Staliet eo e Sant Jelan er Morbihan, ha prenet pevar zi-feurm gant ar gwerzher chips pa oa aet al labourerien-douar war o leve. Ur wech prenet an tiez-feurm-se n’eus ket douar evit al labourerien-douar ken pa int aet gant Altho. Anzav a ra rener an embregerezh, Laurent Carvard en un atersadenn er gazetenn Libération, « n’eus ket deuet da soñj deomp » eus dalc’h ar staliañ labourerien-douar.
Koulskoude ez eo lakaet diaes patrom ar gounezerezh familh aliesoc’h aliesañ. Etre 2010 ha 2020 e oa bet lieskementet dre 2,5 an niver a diez-feurm gant muioc’h eget 200 hektar e pep departamant e Breizh. 200 hektar zo teir gwech ment un ti-feurm, dre geidenn pa’z eo e-tro 62 hektar e Breizh pe 124 devezh-arat.
N’eo ket klok an daolenn. Renabliñ a ra an atantoù unan hag unan. Ar gorread zo liammet gant sez un atant. Koulskoude e lak war wel an holdingoù labour-douar o deus François Le Bihan, Dominique Kerdoncuff, Michel Crespel pe c’hoazh Laurent Dartois ez eus doareoù da sevel kevredadoù gant meur a embregerezh liammet an eil re gant ar re all. En ur lakaat an tammoù an eil gant ar re all e teu war wel an tachennoù ha pegen bras eo ti-feurm ar « strolladoù labour-douar ». 1.000 hektar ha muioc’h pe 2000 devezh-arat ha muioc’h. Pet zo dioute ? Pet strollad labour-douar zo perc’henn war kemend-all ha pet gant 1.000 hektar douar da labourat e Breizh ?
Savet hon eus ar goulenn ouzh Safer Breizh : « Ne ouzomp seurt ebet. » Savet hon eus ar goulenn ouzh DDTM (Direction départementale des territoires et de la mer (DDTM) / Renerezh-departamant an tiriadoù hag ar mor (RDTM)) Aodoù-an Arvor : « N’emañ ket ar sifr ganeomp, n’ouzomp ket pet labourer-douar o deus pe a labour muioc’h eget 1000 hektar, ha n’hon eus ket bet gwelet biskoazh aotreoù evit tiez-feurm a-seurt-se. » Savet hon eus ar goulenn ouzh an Draaf (Direction Régionale de l’Alimentation, de l’Agriculture et de la Forêt (DRAAF) / renerezh-rannvro ar boued, al labour-douar hag ar c’hoadeier (RRBLK)) : « An ditour war ar gorread hon eus zo hini sez pep ti-feurm. Diouzh an elfennoù-se emañ tout an tiez-feurm pell dindan 1000 hektar tachenn mat da labourat. » Daoust ma eo deuet ar stourm a-enep rastellerezh an douaroù eus ar re gentañ, servijoù ar Stad a nac’h renabliñ anezho. Hep renabl n’haller ket komz eus rastellerezh pa n’eus ket « roud » ebet diouto ez ofisiel.
Boest Du
D’ober tro strolladoù labour-douar François Le Bihan, Dominique Kerdoncuff, Laurent Dartois ha Michel Crespel, hon eus implijet diazoù roadennnoù publik diwar marilh ar c’henwerzh hag ar c’hevredadoù evit renabliñ tout an embregerezhioù emaint er penn anezho. Sellet hon eus da c’houde ouzh roll ar re o devez ar PAC a-benn kaout ar sammadoù arc’hant roet d’an embregerezhioù diouzh ment o zachenn. Ar skoaziad d’ar gorread, an DPB (Droit au paiement de base/ gwir d’ar paeañ diazez) pe ar gwir d’ar paeañ diazez a vez e-tro 114€/hektar. Diwar ar sammad-mañ hon eus jedet pegen bras eo an tachennoù o deus. N’eo nemet ur brasjed adalek roadennoù publik a c’heller kavout. An Draaf en devez titour resisoc’h ha gallout a rafe reiñ sifroù klokoc’h.
An enklask-mañ a studi politikerezh rannvro al labour-douar ha setu perak omp chomet gant roadennoù pevar departamant rannvro Breizh hepken ha n’emañ ket roadennoù Liger-Atlantel e-barzh siwazh. Evit derc’hel kont eus an departamant-se ivez e vije bet ret deomp donaat ha furchal e politikerezh labour-douar broioù al Liger, a didouezañ ar roadennoù departamant al Liger-Atlantel, kavout poentoù a c’hellfed keñveriañ ha degas un dielfennadenn hollek evit ar pemp departamant. Ur garg labour ouzhpenn e oa hag ur riskl bras d’en em goll, alese hon doa dibabet ne oamp ket evit sammañ ar garg labour-se.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →