Skolaj Sant-Pêr er Releg : ar rener bet, Yves Lae, tamallet dezhañ feulsterioù liesseurt ha torroù-lezenn arc’hant
Daniel Lauret - 09/27/2025
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Kenderc’hel a ra « dieubidigezh ar gomz » war aferioù c’hoarvezet er bloavezhioù 1960 er skolioù prevez e Breizh ha peadra zo da vezañ sabatuet. E miz Mae e oa bet embannet ganeomp ur pennad diwar-benn ar feulsteurioù fizik ha revel gouzañvet gant skolidi lise Itron-Varia ar C’hreisker e Kastell-Paol ha da c’houde ez eus bet krouet meur a strollad a dud gwazh. Un tri-ugent bennak a dud eus skolaj Sant-Pêr er Releg-Kerhuon (29) -anvet bremañ skolaj Yann-ar-Groaz- o deus testeniet bezañ bet gwall-gaset eno.
Abaoe ma z’eo bet brudet an afer er mediaoù, o deus Michel, François, Joël, Dominique ha Jean-Paul, izili anezho eus ar strollad skolajidi bet gwall-gaset, lakaet o fri en dielloù. Dielloù publik -re skolaj Sant-Pêr, re eskopti Penn-ar-bed ha re zielloù departamant Penn-ar-bed- a zo bet lennet ganto evit gouzout hiroc’h war an dud karezet ganto, hag adkavout o zreuz-buhez. « A-benn gellout adsevel en hor c’hreiz, hon eus ezhomm gouzout, eme Jean-Paul, fromet bras anezhañ. Kompren a fell deomp. »
Sikouret int bet gant diellerien « fromet-tre anezho gant [o] doare da vont war-raok » ha deuet eo a-benn ar strolladig da gavout pennadoù-kazetenn, lizhiri ha danevelloù skrivet gant an Ensellerezh Stad hag ar prefeti da skouer, peadra da welet sklaeroc’h, e-touez reoù all, e treuz-buhez Yves Lae (marvet e 2004), kelenner bet ha rener bet ar skolaj Sant-Pêr. Hemañ a vez tamallet dezhañ ar gwashañ feulsterioù fizik ha psikologel gouzañvet gant ar skolajidi er bloavezhioù 1960 ha 1970.
Er pennadoù-kazetenn diwar-benn ar feulster, e vez graet « Breur L » anezhañ. Ha komprenet vez tamm ha tamm ez eo bet kablus Yves Lae, pa oa rener skolaj Sant-Pêr, eus meur a felladenn all, er-maez lezenn, er-maez reolenn hag er-maez kevrat. Setu ar pezh a lenner el lizher skrivet d’an 3 a viz Meurzh 1971 gant enseller akademiezh Penn-ar-bed ha kaset da brefed an departamant. Diwar felladennoù zo «en deus gellet skolaj Sant-Pêr gounit arc’hant forzh pegement » da soñj Frédéric Bénédite, unan eus krouerien strollad an dud gwazh.
Da skouer en doa cheñchet Yves Lae sistem skodenn ar familhoù en despet d’ar gevrat kevredigezhel hag a zo etre ar skolaj hag ar Stad. Evit ar frejoù mont en-dro e lakae ar familhoù da baeañ 15 lur bep miz dre vugel er c’hlasoù 3de ha 4re, ha 12 lur dre vugel er 5vet ha 6vet klas. Padal o dije ranket an holl kaout 10 lur da baeañ d’ar muiañ, sañset.
Cheñchet en doa ivez ar mod da baeañ ar frejoù kantin o lakaat ar familhoù da baeañ pred ha pred pa oant sañset reiñ 180 lur d’ar muiañ bep tri miz. War ar bloavezh 1970-1971, gant ur priz a 3,30 lur dre bred, e ranke ur familh paeañ 198 lur bep tri miz neuze, e-plas 180 lur. Da lavaret eo 18 lur ouzhpenn.
D’ar c’houlz-se en doa notennet enseller akademiezh an Deskadurezh Stad e oa « meur a zireizhder e-keñver ar yalc’hadoù broadel diskleriet gant ar skolaj ». E Sant-Pêr e veze kontet skolajidi yalc’hourien pa ne oant ket, lod all a veze diskleriet padal o doa kuitaet ar skolaj hag a-wechoù e veze lakaet da yalc’hourien skolajidi en ur c’hlas… pa oant en ur c’hlas all e gwirionez.
Ouzhpennet en doa an enseller « en defe implijet ar rener kastizoù korfel evit derc’hel an disiplin ». Ar frazenn-mañ a ziskouez pegen brudet e oa d’ar mare-se dija e zoareoù d’ober enep-pedagogel.
D’an 21 a viz Even 1971 e oa bet difennet dezhañ labourat evel kelenner ha rener e kumun ar Releg, diwar un diviz kemeret gant kuzul departamant an Deskadurezh Stad
Anat eo en dije ranket an diviz-se lakaat un termen, kerkent, da vuhez vicherel Yves Lae e Sant-Pêr. Padal n’eo ket bet mod-se tamm ebet peogwir n’eo aet kuit eus ar skolaj, evit gwir ha da vat, nemet c’hwec’h vloaz da c’houde, e 1977. Goude ar c’hastiz, hag a oa bet notifiet dezhañ e miz Gwengolo 1971, en doa kendalc’het da vont « d’ar Releg ».
Div wech e oa bet gwelet en ti-skol e 1972 hervez ar pezh en doa roet da c’houzout Ensellerezh departamant Brest, sabatuet anezhañ p’en doa dizoloet, en ur pennad embannet en Télégramme d’an 3 a viz Kerzu 1973, en doa kemeret perzh Yves Lae e emvod-meur kevredigezh tud skolidi Sant-Pêr. Skrivet eo e oa bet graet « superior » ar skolaj anezhañ en emvod-se. Kinniget oa bet gantañ kresk an niver a skolidi ha lavaret gantañ memes e oa bet nac’het emskrivadurioù zo.
Da c’houlennoù enseller an departamant aet skuizh anezhañ gant ar mod-se d’ober, en doa respontet an Ensellerezh Akademiezh, d’an 20 a viz Kerzu 1973, « n’eo ket posupl deomp difenn dezhañ sammañ ar gefridi a « superior”. N’omp ket aotreet da gontrolliñ ar c’harg-se ».
Divarrek ar Stad neuze, ha goude-se e tro da absolver zoken. A-drugarez d’al lezenn-distaoladeg bet votet e 1974 e oa bet nullet ar berz en doa Yves Lae da gelenn e kumun Ar Releg. Setu ar pezh a vez kavet el lizher skrivet gant rener ar skolajoù d’ar c’houlz-se, Henri Le Gallo, ha kaset gantañ da enseller akademiezh Roazhon.
Displegañ a ra hemañ : « Evit pezh a sell ouzh ar fedoù rebechet da Ao. Lae, daoust da lod,’evel ar c’hastizoù korfel, bezañ puniset groñs er c’helenn publik, ne soñj ket din ez eus bet mankoù a reizhded, mankoù a vuhezegezh vat peotramant mankoù a enor, ha surentez an dud n’eo ket bet lakaet en arvar ».
Dreist-holl n’eo ket meneget gwech ebet el lizher-mañ ez eus bet meur a dorr-lezenn graet gant Yves Lae evit lakaat skolaj Sant-Pêr da c’hounit muioc’h a arc’hant. Ur vankadenn hag a lakaa d’en em c’houlenn, kement e tenn ar fedoù-se da vankoù a reizhded just a-walc’h.
Kavet zo bet teuliadoù all diwar-benn buhez vicherel Yves Lae gant ar strollad a dud gwazh bet gwall-gaset e skolaj Sant-Pêr er Releg. Diskouez a ra e oa bet lezet d’ober gant ar pennoù-bras. Da gentañ ez eus danevelloù gardis skrivet gant ensellerien met n’o deus ket miret outañ da gaout an aotreoù-ret, hag unan didermen e 1965 zoken, evit bezañ kelenner ha rener Sant-Pêr.
Koulskoude e oa bet skrivet e danevell an enserellerezh d’ar 25 a viz Genver 1963 e oa « fall-put al labour kaset da benn gant rener skol prevez paotred ar Releg ha ne zeree ket ouzh e gefridi a edukatour. N’eo ket prientet ar c’hentelioù en ur mod sirius na kinniget en ur mod pedagogel. N’eus labour ebet hag a vije bet kontrollet. Truezus eo gwelout al levezon fall en deus ar mestr-skol war eskolidi ha n’eo ket degemerapl e vije roet un aotre kelenn dezhañ. »
Koulskoude e seblant bezañ « degemerapl » da senator Penn-ar-bed Georges Lombard priziañ treuz-buhez Yves Lae.
En ul lizher kaset e miz Here 1982 (hag adskrivet gant skipailh Jean-Paul) en doa skrivet Georges Lombard da rener ar c’helenn prevez en eskopti, Breur Kerdoncuff, evit goulenn gantañ hag-eñ e vije a-du da ginnig Yves Lae (Yvon a oa skrivet en e lizher) da loread ar palmoù akademiezh. Da lavaret eo unan eus enorioù uhelañ an Deskadurezh Stad.
Respont a ra ar Breur Kerdoncuff emañ a-du, o lakaat en a-raok « e garantez ouzh ar grennarded, e zibrez, e bedagogiezh o deus servijet da rummadoù a skolidi da vont da dud deuet ha da gavout ur youl nevez evit studial pe heuliañ ur stummadur micherel. » N’eo ket bet tra-walc’h ar meuleudioù-se : n’eo ket aet ar palmoù gant Yves Lae e fin ar gont.
Gant Splann! eo bet goulennet gant Aotroù ‘n eskob Dognin, eskop Kemper ha Leon, ha gant Christophe Geffard, rener kelenn katolik Penn-ar-bed, kaozeal eus treuz-buhez Yves Lae. N’o deus ket respontet pizh d’hor goulennoù abalamour « ma tennont d’an enklask lez-varn hag a zo o vezañ kaset er mare-mañ. Met ar goulennoù a vez savet ganeoc’h eo hor re ivez ha kaout respontoù sklaer a fell deomp kaout a-drugarez da labour ar Justis ».
Aet eo Splann! e darempred gant servijoù an Deskadurezh Stad ivez met n’o deus ket respontet d’hor goulennoù, na lavaret eo bet resevet mat hor goulenn, daoust da vezañ bet adlañset ganeomp.
Ma fell deoc’h mont e darempred gant strollad tud gwazh Sant-Pêr er Releg e c’hellit kas ur postel da : collectifsaintpierrekerhuon@yahoo.com