Skiantourien a ya pelloc’h gant o anaoudegezh war ar marvañs gaozen d’an amoniak implijet el labour-douar en Europa
Splann ! - 03/29/2022
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Kenderc’hel a ra Splann ! da gelaouiñ ac’hanoc’h war an nevezentioù a zeu da heul ec’h enklask war an amoniak e Breizh.
Peseurt efed war an aer a vefe ma vefe dibabet gant an holl debriñ kig tañs ha tañs hepken ? Un digresk a 33 % eus an diloaskennoù amoniak en Europa a vefe a-benn 2050 hervez skiantourien Komision Europa hag ar Cyprus institute (ur greizenn enklask nann-arc’hantus hag a zo staliet e Kiprenez). Digreskiñ a rafe eus 3,1% an niver a dud a varv gwall abred diwar gleñvedoù gaozen d’ar rannigoù munut.
An dilaoskennoù amoniak en aer a zigreskfe a galz : etre 36 % hag 52 % eus ar pezh a zo kaset en aer an deiz a hudu. Embannet eo bet ar senario se gant Ecological economics, ur gelaouenn skiantel a zo renet gant ur bodad da adlenn an testennoù. Digreskiñ a rafe ar feur mervel abredig eus 5 % (war dro 900 den bep bloaz). « Gant an efedoù pozitivel war ar yec’hed e vefe skañvaet ar c’holl ekonomikel gant ar stalioù gounezvouedel », o deus skrivet ar skiantourien. Memestra e yafe war zisteraat gounidoù ar filierenn.
Keñveriañ o zisoc’hoù gant dibaboù politikel all evel postañ arc’hant e teknologiezhoù a zilaosk nebeutoc’h a saotradur eo ar pezh a ginnig ar skipailhad skiantourien. Lakaat a reont war wel, ivez, e vefe gwelloc’h e evef disteraet ar chatal evit stourm a-enep tommadur an hin.