[Kelou « Splann ! »] Sant-Maloù, kroaz-hent nevez an tu-dehoù pellañ
Manon Boquen - 02/05/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
« Sant-Maloù ne vo ket faskour. » Ar frazenn-mañ a oa bet youc’het a un-vouezh gant ur bagad a dud dindan an avel vor d’ar Sadorn 13 a viz Kerzu 2025. Dirak chaoser an Erv, an aod vrudetañ eus ar gumun, e oa en em vodet keodederien, sindikalisted ha politikourion evit ezteurel o fulor. Nepell, e sal veur al leti Mercure Balmoral, e oa prezidant ar strollad politikel Reconquête !, Eric Zemmour – bet kondaonet anezhañ evit brouderezh kasoni ha kunujenn gouennelour he natur – o tetiañsañ e levr nevez-embannet.
Teir sizhun a-raok, d’an 23 a viz Du, e oa deuet prezidant ar Rassemblement national (RN), Jordan Bardella, da ginnig e levr. Miliadoù a dud tomm ouzh e vennozhioù a oa o c’hortoz o zro, en ur steudad hir a gantmetradoù. Dipitet bras e oa Kristel* o welet kement-se hag hi o vanifestiñ a-eneptañ : « Pa ‘meus gwelet ar mor a dud o c’hortoz zo savet doñjer em c’halon », eme ar stourmerez eus an tu-kleiz hag a zo bet er vanifestadeg a-enep donedigezh Eric Zemmour goude-se ivez.
E Breizh eo bet merzhet mat ar monedoneoù-se. Gant an tu dehoù eo renet kêr Sant-Maloù abaoe 1983 met biskoazh n’eus bet ur maer eus an tu-dehoù pellañ. « Meur a dra a ziskouez emañ ar pal ganto tapout Sant-Maloù», eme Jean Rohel, prezidant strollad lec’hel Attac hag e-penn ar c’henurzhiañ « Le Monde d’après ».
Trawalc’h eo sellet ouzh jedoù Daniel Bouffort evit bezañ kendrec’het. Er bastell-vro eo liesaet dre dri disoc’h an RN etre dilennadegoù kannaded 2022 ha reoù 2024, bet aozet da heul divodañ ar Vodadenn vroadell. Eus 8.831 den o doa roet o vot d’an RN e 2022 diwar 105.141 a dud enskrivet war al listennoù, eo tremenet da 21.184 war 106.644 den enskrivet e 2024.
« Aet eo buan an traoù », eme un ezel eus kevrenn lec’hel ar strollad Nouveau parti anticapitaliste (NPA). Diskouez a ra peseurt mod eo bet enplantet an RN e Sant-Maloù ha tro-dro er bloavezhioù tremenet. Eus e du eo laouen-tre Henri Huet, bet e-karg eus ar strollad RN e pastell-vro Sant-Maloù : « Dizehan ‘meus labouret e-pad trizek vloaz evit lakaat an RN da greskiñ amañ, em bro [7ved pastell-vro], ha deuet on a-benn d’hen ober rak 35 den ezel a oa er penn-kentañ e 2012 hag ouzhpenn 500 omp hiziv an deiz. »
Estreget-se a zispleg perak eo aet ken buan kresk an RN. Da skouer ar fed ma zo deuet tud vrudet e bed an tu-dehoù pellañ d’en em staliañ e Sant-Maloù. Romain Le Goaster, da gentañ, bet d’ur poent’zo e penn al listenn da geñver an dilennadegoù-kêr da zont. A-raok reiñ da c’houzout, d’an 30 a viz Kerzu tremenet, e renoñse evit abegoù micherel. Un nebeut eurvezhioù goude-se e veze embannet un enklask gant Mediapart o tisplegañ e oa hemañ sot gant Dieudonné hag o lakaat war-wel e liammoù gant Jean-François Michaud arc’hantaouer an hevelebourien (penn-pellañ an tu dehoù pellañ).
Etre mogerioù-kreñv Sant-Maloù ez eus kaoz eus abegoù all koulskoude. Tud « La Fabrique » o deus lavaret deomp e veze kudennoù emzalc’h gantañ en o davarn-noz bep tro « ma veze an den-se oc’h evañ re a alkol ».
« Arabat eo dezhañ dont amañ ken », eme Christopher Pinto, e penn ar pub iwerzhonad Le Saint-Patrick. « Komzoù gouennelour hag a-enep an dud heñvelreizh en deus distaget ha lakaet ‘meus anezhañ er-maez bloaz zo. » Gwelet en dije patron ar pub an den bet emstriver RN oc’h ober ur salud nazi en e davarn.
En davarn en tu all d’ar straed e vez roet ar memes testeni evit pezh a sell ouzh emzalc’h an hini a zo bet war ar renk evit an RN. « Kunujennet en doa ur pratik all o lavar traoù hudur ha gouennelour dezhañ. Tri flankad a oa bet roet dezhañ ha lakaet ‘moa anezhañ er-maez. Arabat lavar traoù a-seurt-se amañ », eme an den a-dreñv d’ar c’hontouer hag a fell dezhañ chom disanv.
Kadarnaet e vez an traoù gant Christopher Pinto rak gwelet en doa ar brete oa bet da-heul e straedoù ar gêr gozh. Hervez implijidi an davarn e oa c’hoarvezet an emgann da vare un emvod dalc’het gant kevrenn lec’hel « Chantons ». En em vodañ ha kanañ tonioù poblek evit glorifiañ klodoù Bro-C’hall eo pal ar raktres-mañ hag a zo liammet gant an tu-dehoù pellañ (skrivet ez eus bet pennadoù diwar-se er mediaoù dija).
E 2024 oa bet krouet ur strollad « Chantons » e Sant-Maloù. Kadarnaet e vez gant ar vaouez e-penn ar gevrenn-se e oa deuet Romain Le Goaster d’un nebeut banneoù digor-kalon hag aet diwar-wel da c’houde. Pa lakaomp ar gaoz war ar c’hunujennoù en dije distaget e respont : « N’em eus ket dalc’het soñj en dije lavaret gerioù a seurt-se ha forzh penaos an dra-se ne vez ket degemeret ganeomp e-kerzh hon emvodoù. »
Gant tud un davarn noz all, ar Shamrock, e vez kadarnet ne vez ket degemeret enni ken an den bet war ar renk evit an RN : « Arabat eo dezhañ dont amañ kenkoulz hag en holl davarnioù. »
Aet omp e darempred gant Romain Le Goaster met n’eus ket fellet dezhañ respont da Splann !.
Ma n’en em ziskouez ket mui an hini a zo bet penn-listenn an RN, e vez klevet kaoz eus ur penn bras all eus an tu-dehoù pellañ o chom e Sant-Maloù bremañ, Hervé Archier e anv. Hennezh a zo isprezidant ar PNB (Strollad Broadel Breizh), ur strollad eus an tu-dehoù pellañ broadelour breton. Fotoioù ha videoioù a gaver war ar rouedadoù sokial o tiskouez anezhañ, dilhadoù folklorel gwisket gantañ, o tibunañ war vogerioù kêr Sant-Maloù gant izili all eus ar PNB.
Anavezet eo an den-se dindan an anv Bruno Archier ivez. Er strollad enep-dispac’hour, « Renouveau Français », eo bet ha krouet eo bet gantañ an aozadur ekstremist « La Garde Franque ». Ouzhpenn-se eo bet e-pad ur mare maketenner Rivarol, ur gazetenn sizhuniek eus an tu-dehoù pellañ hag enep-Yuzev.
Gwallvrudet eo dreist-holl rak lakaet eo bet er-maez eus bagad dañsoù ha muzik hengounel breizhek Quic-en-Groigne. E 2024 oa bet embannet war rouedadoù ar PNB kunujennoù gouennelour a-enep ur soner eus bagad Brieg. E miz Mae 2025 int bet lakaet war-wel en-dro enlinenn. O welet kement-se hag o c’houzout e oa Hervé Archier soner e bagad Quic-en-Groigne, e oa bet embannet ur gemennadenn gant bagad Brieg ha gant ar gengevredigezh Sonerion evit kondaoniñ e gaozioù. « N’eo bet ket gwelet da-heul an afer-se », eme Karl Blanchet, ezel anezhañ eus bagad Quic-en-Groigne.
Da soñj an dañser-se, engouestlet pell zo er gevredigezh, « eo an endro politikel hag a ro fiziañs da lod eus an dud, aon ebet ken ganto da ezteurel o soñjoù gouennelour ». Met « ne dremen ket an traoù-se er bed sevenadurel », emezañ.
Aet omp e darempred gant Hervé Archier ha respontet en deus deomp ne felle ket dezhañ respont d’hor goulennoù.
Eus ar bed sevenadurel betek ar ring boks e vez kavet tud an tu-dehoù pellañ e bro Sant-Maloù. Ranket en doa gourdoner ar c’hlub Miniac Boxing Club, Antoine Leroy, lakaat e fri en traoù-se warlene. Sabatuet anezhañ o klevet e oa bet daou eus e skolidi oc’h ober saludoù nazi da vare ur vanifestadeg a-enep d’an tu-dehoù pellañ, e miz Even 2024, e Sant-Maloù.
« Kalz a gemennadennoù ha fotoioù ‘oa bet kaset din goude-merenn », a zispleg ar gourdoner. « Kerkent goude-se em boa goulennet diganto lavarout din ar wirionez hag anzavet o deus. Lavaret ‘meus dezho ne c’hellfen ket kenderc’hel ganto. »
Souezhet-mik e oa c’hoazh Antoine Leroy gant grevusted ar pezh oa c’hoarvezet, p’en doa dizoloet war d/Telegram e kemere perzh an daou baotr yaouank, 21 bloaz anezho, er strollad « Activ club Saint-Malo ». Ur strolladig paotred yaouank-(tre) o pleustriñ d’en em gannañ evit kas « ur brezel gouennel ». War ar rouedad-se e vez gwelet fotoioù diouto gant dilhadoù ar c’hlub boks.
« Komprenet ‘meus e kelennen da faskourien en desped din, ha n’eo ket ma fal din-me tamm ebet » emezañ, trist ha dipitet o welet ar mennozhioù gouennelour o ledanaat e-touez ar re yaouank anavezet gantañ. Diouzhtu en doa skarzhet an daou baotr eus e stummadur.
Dibaoe an darvoud-mañ eo chomet didrouzoc’h « Activ club Saint-Malo » war ar rouedadoù. Dreist-holl abalamour « ma oa bet kondaonet Noël ha Lucas B., e miz Mae 2024, evit pezh a sell ouzh tagadenn ar Serre e Sant-Brieg », hervez ur stourmer enep-faskour lec’hel. Mont-tre en « trede-lec’h »-mañ gant ur varrenn houarn o doa graet an daou vreur, ha taget ganto tud a-youl vat. Da vare ar prosez e Sant-Brieg e oa bet diskouezet o liammoù gant an Activ club eus Sant-Maloù ha gant ar strollad PNB.
« Efedus-tre eo an aozadur politikel-mañ evit pegañ skritelloù » e Sant-Maloù hervez Kristel, ar stourmerez bet o vanifestiñ a-enep donedigezh Eric Zemmour e miz Du 2025. O zraktoù ha pegsunioù liv melen hag aour a vez gwelet muioc’h-mui, gwir eo, met evit poent ne lakaont ket reuz er c’houlzad-kabaliñ evit an dilennadegoù-kêr. Pemp listenn a zo war ar renk e Sant-Maloù.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur.