[Keloù « Splann ! »] E Rostrenn ez eus bet pourvezet dour kontammet gant saotradur peurbadus e-pad bloavezhioù
Nicolas Cossic - 03/06/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Lâret e vez eus outo ez int « peurbadel», rak pa en em gavont en endro e lakaont degadoù a vloavezhioù da vont da get. Ur wech euvret gant an dud en em stagont ouzh an organoù hag e chomont enno e-pad bloavezhioù, o vezañ stankoc’h-stankañ a vuzul ma vez evet dour saotret gant PFAS. Mont a ra ar yec’hed da fall neuze dre ma kresk ar c’holesterol, dre ma n’eo ket ken efedus ar vaksinoù ken, an dud o vont war dreutaat, o tapout ar c’hrign-bev, hini al lounezhi dreist-holl. Ma vez prouennoù a-walc’h evit pezh a sell ouzh an efedoù-se, ez eo ken hir roll an efedoù all mard eo dibosupl sevel anezhañ.
Setu ar pezh a guzh ar peder fennlizherenn PFAS : ur familh divent a sustañsoù per-ha liesfluoroalkylet deuet da vezañ hollvezant en natur hag er c’horfoù. Implijet e vezont dibaoe ar bloavezhioù 1950 gant ur bern industrioù dre ma vezont kavet « burzhudus » – didreuzus gant an dour, gant an druzoni, harzus d’ar wrez – ha neuze e vezont kavet e n’ousped tra : danvez pakaj ar boued, danvez didreuzus evit an dilhad da skouer, paelonoù enep-stagus, koaven, spoum enep an tan, hag all hag all.
En dour puñset e Koadernod e oa re eus ar PFAS-se, hag an dour-se, mat da evañ sañset, kaset da 2.036 a dud eus Rostrenn ha da 161 a dud eus gwalarn kumun Plougernevel. En dielfennadur graet gant an ANSES (Ajañs vroadel ar surentez yec’hedel) d’ar 1añ a viz Gouere 2024 da geñver un enklask ez eus bet kavet 312 nanogram dre litrad (ng/l) dour puret, da lâret en dour pourvezet d’an dud. Ar pezh a zo ouzhpenn teir gwech muioc’h eget ar feur uhelañ aotreet, 100 ng/l, bet laket e plas d’ar 1añ a viz Genver 2023 e Frañs. Setu an disoc’hoù roet da Splann ! gant an ARS (Ajañs rannvroel ar yec’hed e Breizh).
« Kerkent omp bet galvet gant an ARS evit ma vije kemeret un diviz. Kreiz miz gouere e oa. N’omp ket chomet da dermal. Serret eo bet ar puñsañ dour », a gont Alain Kerbiriou, prezidant ar sindikad dour Kreiz Breizh hag an Argoad (SMAEP KBA). « Gant an disoc’hoù-se e oa anat ne oa ket posupl ken pourvezañ an dour-se d’an dud », eme Guillaume Robic, maer Rostrenn eus e du. Skipailh ti-kêr Plougernevel n’en deus ket respontet d’hor goulennoù war ar poent-se.
Gant dour stankell Kerne Uhel eo bet pourvezet an 2200 annezad bennak eus Rostrenn ha Plougernevel adal an hañv 2024, a-drugarez d’al liamm rouedadoù tuellennoù a oa en diaraok. « Dielfennet eo bet dour Kerne Uhel d’an 2 a viz Gwengolo ha n’eus bet kavet PFAS ebet ennañ », eme an ARS o tegas prouennoù eus kement-se. Raktreset e vez staliañ ur mod puraat an dour dre c’hlaou oberiant e Koadernod met ker ruz e vefe ha « ne vo ket graet ac’hann da vizioù ha mizioù », eme Alain Kerbiriou.
Ma ’z eus bet kemeret divizoù kerkent hag anavezet ar saotradur, n’eus ket bet roet keloù diwar an dra-se. « Pa oa bet displeget an traoù, n’eus bet den ebet oc’h ober goulennoù. Reuz ebet, eme Catherine Rouxel, kuzulierez e Ti-kêr Tremargad, stourmerez er strollad Eau S’cours hag ezel eus kuzul ar sindikad SMAEP. N’eo ket bet kelaouet an dud betek bremañ ha koulskoude, e-keñver yec’hed ar vugale hag ar merc’hed dougerez zo peadra da vezañ ankeniet ».
Goulennataet war ar poent-se e lavar prezidant ar sindikad dour « non pas gouzout » hag eñ oa bet kelaouet an dud. Forzh penaos n’eus riskl ebet ken… dre ma ne vez ket pourvezet an dour-se ken» emezañ. Ar memes tra pe dost a oa bet c’hoarvezet e Rumilly e Savoie Uhel, ar gumun m’emañ staliet an embregerezh Tefal hag a implij kalz a bPFAS. Ha pa oa bet serret ar puñsañ dour ‘blam d’ar saotradur don e 2022, e oa bet kelaouet an dud gant ar prefed, ha da heul gant ar gumun hag ar gumuniezh kumunioù.
Paouez da buñsañ dour saotret e 2024 ne vir ket eo bet evet an dour-se gant an dud abaoe bloavezhioù, ha neuze ne c’heller ket lavar n’eus riskl ebet evito. Gant Splann ! e vez embannet e veze anavezet ar saotradur-se gant ar PFAS e puñs pennañ Koadernod kerkent ha 2017, dre zielfennadurioù graet gant Ajañs an dour Liger-Breizh. An disoc’hoù a c’heller lenn dre ar munud war lec’hienn an ADES.
En trizek dielfennadur graet etre miz Mae 2017 ha miz Gwengolo 2024 e weler bep tro emañ ar PFAS en tu all d’ar pezh a vez aotreet a fed kalite an dour, da lâret 100 ng/l. 359 ng/l eo ar geidenn, da lâret eo ouzhpenn teir gwech ar pezh zo dleet. Hag e miz Gwengolo 2020 e oa bet kavet ar muiañ gant 837 ng dre litrad dour. N’eo nemet azalek ar 1añ a viz Genver 2023 e oa bet lakaet reolenn ar 100ng/l da dalvezout e Bro-C’hall.
Met gwasoc’h zo. Daoust ma ne oa reolenn ofisiel ebet c’hoazh e 2017, e oa bet lakaet « feurioù uhelañ evit ar yec’hed » e plas dija gant an Anses evit un nebeud a volekulennoù PFAS, ar PFOS en o zouez. Dres ar volekulenn a vez kavet ar muiañ diouti e sav-dour Koadernod. Difennet eo implijout ar PFOS abaoe 2009 «abalamour ma c’hellfe degas ar c’hrign-bev d’an dud » hervez studiadennoù graet e 2023 gant Kreizenn etrevroadel an enklask diwar-benn ar c’hrign-bev. Ar « feur uhelañ evit ar yec’hed » pe «Vmax », a verk ur vevenn « ma ne c’haller ket mont en tu-hont dezhi evit pezh a sell ouzh evañ an dour hag implijout anezhañ da fardañ boued, kement-se a-benn gwareziñ yec’hed ar boblañs », eme Kuzul meur evit ar yec’hed publik en un diell bet embannet e miz Du 2023. Evit ar PFOS eo bet lakaet ar vevenn da 180 ng/l.
Padal, hervez an dielfennadurioù graet gant ajañs an dour ha bet lennet ganeomp, ez eus bet muzuliet kementadoù PFAS a-us d’ar « feur uhelañ evit ar yec’hed » e sav-dour Koadernod, e miz Gwengolo 2020, miz Ebrel 2021, miz Meurzh ha miz Gwengolo 2023. Dreist-holl abalamour d’ar feurioù a bPFOS a oa en dour.
Dre ma zo meur a buñs er sav-dour-mañ, n’eo ket trawalc’h an dielfennadurioù-se da vezañ sur e oa dalc’hmat a-us d’ar feur uhelañ an dour bet evet gant an dud a-hed ar bloavezhioù-se. Padal eo sur int grevus a-walc’h evit sachañ evezh diwar-benn live ar saotradur en dour ha war ar riskloù a c’hellfe bezañ evit ar yec’hed a-ziwar neuze.
Hervez an titouroù bet kaset gant an ARS hag ar muzulioù bet graet e miz Gouere 2024, emañ ar c’hementad a bPFOS en dour, ur wech puret, dindan «ar feur uhelañ evit ar yec’hed ». Memes tra e vez kavet feurioù a 120 ng/l, da lâret eo 30 gwech muioc’h evit an normoù bet lakaet da dalvezout e Stadoù-Unanet.
Ur studiadenn ledan-kenañ a zo bet graet gant enklaskerien amerikan evit klask kompren petra eo al liamm e-tre ar PFAS a zo en dour hag an niver a grignoù-bev o kreskiñ. Embannet eo bet ar studiadenn e miz Genver 2025 er gelaouenn vrudet Journal of Exposure Science & Environmental Epidemiology. Hervezi e vez « liammoù kreñv etre ar PFAS a vez kavet en dour da evañ ha meur a grignoù-bev, dreist-holl ar re liammet gant an ormonoù, ar reizhiad koazhañ, ar genoù, ar c’hroc’hen hag ar reizhiad alan ».
Blam da betra n’eo ket bet kemeret muioc’h e kont gant pennoù bras ar yec’hed an dielfennadurioù diwar-benn saotradur an dour da evañ e Rostrenenn abaoe 2017 ? Perak eo bet gortozet 2024 evit lakaat e plas muzulioù da wareziñ ar boblañs? Savet hon eus ar goulennoù-se ouzh Ajañs an dour ha setu he respont : « an disoc’h a zo boutin ha posubl e oa lenn anezho war al lec’hienn internet ADES (un nebeud sizhunioù goude ma veze graet ar muzulioù). A wel d’an holl eo an titouroù-se neuze, da Ajañs rannvroel ar yec’hed ivez ».
Setu-ni da sevel neuze ar goulenn ouzh Ajañs yec’hed Breizh, met n’he deus ket respontet d’hon goulenn en ur mod gwall resis. Memes tra e lâr : « abaoe ar 1añ a viz C’hwevrer e vez kemeret e kont ar PFAS gant Ajañs rannvroel ar yec’hed e Breizh pa vez graet an dielfennadurioù surentez war galite an dour. Embannet e vo an titouroù-se evit ma c’hallfe an holl dud lenn anezho, evel ma vez graet gant an holl ditouroù a sell ouzh dielfennadurioù surentez an dour ».
Ez ofisiel ne vez ket gouezet betek henn eus pelec’h e teu ar saotradur. « Emañ polis an dour o kas un enklask a-benn gouzout eus pelec’h e teu ar molekulennoù-se. Goulennet hon eus e sikour gant Burev an enklaskoù douarouriel hag ar mengleuzioù (BRGM) evit ma vefe heñchet ganto an enklask », eme an Ajañs yec’hedel.
Hervez an titouroù bet kavet ganeomp e c’hallfe dont ar saotradur eus ar spoum a-enep d’an tangwall implijet e lise Rosa Parks a gustum stummañ pomperien. Implijet e vez seurt spoumoù e poelladennoù pedagogel zo, ha PFAS a zo enno. Klasket hon eus mont en darempred gant al lise met n’o deus ket bet c’hoant an dud e karg respont d’hon c’houlennoù.
« Seurt sustañsoù a chom pell ur wech erruet en douar, eme Khali Hanna, kelennerez war gimiezh an endro e Skol vroadel kimiezh Roazhon. Dont a ra d’ober ur seurt poull saotradur a zilaosk ar PFAS tamm-ha-tamm, dre an dourioù o red war an douar da skouer. Ma vez saotret al lec’h abaoe pell e vo kavet PFAS er sav-dour-se e-pad un amzer hir-mat. »
Nicolas Cossic a zo perzh eus strollad kazetennerien dizalc’h Enketo. Labouret e vez ganto abaoe miz Gwengolo 2024 war ar saotradurioù gant ar PFAS.