Temz hag amoniak masklet e Sant-Maloù, an enklask berr-ha-berr
Iskevredad eo an Timac eus ar stroll roullier, ur pezh embregerezh gwerzhañ temz. Didrouz eo bet diorreet e labour aozañ temz diwar azot e Sant-Maloù. Pemzek vloavezh ur produiñ risklus-kaer, hep bezañ gwelet. N’eo diwallet nemet abaoe 2017, goude bezañ dilesket ur gaz saotrus, an amoniak, betek pemzek gwezh muioc’h evit an norm aotreet. Sed amañ ur sell war un hir a vankadenn a-berzh ar galloudoù foran.
Video : Kristen Falc’hon ha Caroline Trouillet, Splann !