Vidéo

Splann !, ar media enklask disalc’h Breizh a ro lañs d’ur prentad da sevel arc’hant

Splann ! ar gazetennerien-enklaskerien o deus ezhomm bezañ harpet ganeoc’h !

Ganet eo Splann ! Ar media enklask dizalc’h nevez e Breizh a ro lañs d’ur prantad da sevel arc’hant evit gellout mont en dro .

Gantañ e vo kaset da benn :

  • Enklaskoù kazetenniñ : dre se e ranker reiñ amzer awalc’h d’hon c’hazetennerien da c’hellout mont pell e-barzh dañvez o sujedoù … ha mont betek penn o enklaskoù.
  • Displegañ sujedoù hag a zo pouezus evit an holl er gevredigezh. Gant kazetennerien digabestr, evel just!
  • Pennadoù-skrid pizh embannet e galleg hag e brezhoneg.

Splann ! eo ar media kentañ gouestlet penn-da-benn d’an enklaskerezh e Breizh. Renet eo gant ur spered dizalc’h ha nann-genwerzhel. Se a zo kaoz en deus ezhomm Splann ! bezañ skoazellet ganeoc’h-c’hwi kuit bezañ lakaet dindan gwask ar galloudoù ekonomikel ha politikel.

Gant Disclose e vezomp soutenet

Gant Disclose ez eus roet skoaz ouzh Splann ! . Brudet eo ar media se evit bezañ lakaet war-wel meur a afer: saotradurioù graet gant Lactalis, da skouer; peotramant hini an armoù gall implijet gant lu Yemen evit lazhañ poblañs e vro; pe c’hoazh evit bout bet galvet e gazetennerien da respont d’an DGSE.

Gant ar memes doare ha Disclose ez aio Splann ! . Da lâret eo : goprañ mat ar gazetennerien, dezho da gaout peadra da vont betek penn o enklaskoù.

Roet ‘vo an enklaskoù-se d’ar mediaoù a genlabouro, evit mann. Digoust e vo tu deoc’h lenn anezho ivez war hol lec’hienn internet splann.org.

Evel Disclose ez aio Splann ! war gement tachenn a vo ezhomm ren enklaskoù. Ar pal a zo reiñ da c’houzout d’an holl ar pezh a zo o c’hoarvezout en o bro e kuzh dezho.

Un diouer a ditouroù er Vro

Perak ? Rak, e Breizh, ez eus un diouer a ditouroù war sujedoù pouezus-kaer evel :

Ar bezhin glas ; an agro-industriezh ; ar saotradurioù a-bep seurt e-giz saotradur ar stêr-Aon e Kastellin e-kerzh an hañv gant danvez un uzin da vetanaat ; al labouradegoù da broduiñ energiezh ; an tachennoù Seveso ha reoù an arme c’hall ; al liammoù kreñv a zo etre ul lodenn eus ar bolitikerien hag an embregerezhioù bras ; an tachennoù ZAD ; ar stourmoù sokial hag ar bec’h a zo lakaet war ar gevredigezh gant ar polis…

Mod pe vod, er mare-mañ, emañ an nen o klask gouzout penaos, ‘ta, e c’hall mont en dro ar gevredigezh. E Breizh ez eus ur bern sujedoù hag a zo e kreiz an dalc’hoù displeget un tamm araok. Hag ouzhpenn ar Vretoned a zo desachet gant ar sujedoù-se. Ken pouezus int hag o deus un dalvoudegezh a live broadel hag etrevroadel zoken. Se a zo kaoz e ranker krouiñ ur mod digabestr da gazetenniñ evit diskouez splann peseurt interestoù noazus, prevez ha publik, a zo en hor bro.

Evit bout dieub e rankomp bout harpet

Siwazh, n’eo ket aes da gazetennerien ar mediaoù lec’hel labourat war ar sujedoù a zo kizidik tre, daoust dezho bezañ pouezus-kaer evit ma yafe mat en dro ar breud demokratel. En nevez-amzer dremenet, tost 500 kazetenner asambles gant sindikadoù, kevredigezhoù ha strolladoù kazetennerien o deus kensinet ul lizher a oa bet kaset da rannvro Breizh. Ganto e oa bet embannet sklaer ez eus diaezamantoù bras evit titouriñ mat an dud diwar-benn industriezh gounez-vouedel ar vro. Kement se a zo, evel just, chalus-tre evit ar geodedourien.

Met estreget ar c’hudennoù se a zo… Diaesoc’h diaesañ eo d’ar gazetennerien ober o labour diwar-benn al luskadoù sokial e Breizh hag e Bro-C’hall, kement ha ma vezont lakaet dindan gwask galloudoù politikel ‘zo… asambles gant o foliserien hag o archerien.

Pe e vefe war ar sujedoù-se pe war sujedoù all, pal Splann ! a zo embann keloù dieub, digabestr, resis, fetis, sklaer ha digoust… d’an holl gellout bezañ titouret.

Evit brudañ ha skignañ Splann ! hag evit dastum arc’hant da baeañ an enklaskoù embannet gant hor media nevez ez eus ezhomm an holl ac’hanoc’h. Ha peogwir ez eus sujedoù mallus-tre da lakaat war wel hon eus komañset da gas ul labour enklask dija, ul labour hag a zo tost war an echu…