Lizher-kelaouiñ : Aber Ac’h, ar red-dour saotret gant dour distaolet gant an uzin laezh Even #20
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann ! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno :
Neventioù « Splann ! »
- Kaset e oa bet ar media enklask dirag ar lez-varn get ur lobby galloudus a labour àr ar c’hig-moc’h. Da-heul un enklask, da lenn aze. Doéré mat a zo: nullet eo bet klemm Philippe Bizien get ar lez-varn.
Doéré arall
- Idemia, un embregerezh e-dan ensell ar lez-varn broadel àr ar c’hontoù, a resev yalc’hadoù publik a-berzh Kumuniezh-kumunioù Gwitreg.
- Saotret eo dour an Aber-Ac’h a-gaoz da uzin laezh Even.
Dastumet evidoc’h
- Implijet eo bet teknologiezh digejañ an dremm( reconnaissance faciale) get Photorunning, hep kelaouiñ an rederien.ezed.
- AC ar gevredigezh enep-korupsion a gas “Tout commence Finistère” dirag ar lez-varn.
- Breizh, +4°C ken 2100…
Muioc’h en deiziataer, ha raktres astenn uzin Fenétréa e Benion e koad brekilien e fin ar podkast.
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.