Pevar abeg da zont d’hor gouel e Kastellin d’an 28 a viz Even
Splann ! - 06/20/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
1. Peogwir e vo ganeomp kelaouennerezed eus ar re ampartañ war al labour enklask. Hêrezed ar « muckrakers » eo Inès Léraud, Morgan Large, Marianne Kerfriden, Nathalie Barbe et Catherine Le Gall. Ar « muckrakers », da lâret eo « ar rastellerien fank » o deus bet diskuliet goubrenerezh an dud uhel ha galloud an trustoù, e penn-kentañ an XXvet kantved er Stadoù Unanet. Kalz eus outo a oa rastellerezed.
2. Peogwir o deus asantet kelaouennerien-ezed a vez o labourat war an tu dehou pellañ reiñ o zesteni. Manon Boquen, Chloé Richard ha Pierre-Yves Bulteau a gomzo eus o skiant-prenet, d’ur poent ma chom lizourek ha flav a-walc’h an dud, daoust da gresk an RN er votadegoù ha da strolladigoù leun a gasoni o tiglosañ.
3. Peogwir e vo ganeomp testoù meur eus ar stourmoù ekologel e Breizh. A-raok an abadennoù noz e vo posupl deoc’h kejañ ouzh an deulfilmourien Nicole ha Félix Le Garrec ha prenañ un dresadenn dediet deoc’h gant an tresour Alain Goutal.
4. Ha peogwir e vo posupl deoc’h en em lakaat evit ur pennadig ba roched kelaouennerien Splann !. Raphaël Gitton a ginnigo ur c’hoari sirius : deoc’h da sevel pajenn gentañ Splann ! a-ziwar ur pemzek pennad bennak, tennet eus hol lec’hienn pe get. Un digarez da gomz eus ar mediaoù a gaver tro dro deomp.