Marv Jean-René Auffray : lazhet eo bet gant ar bezhin glas, ar Stad a ranko paeañ
Kristen Falc'hon - 06/30/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Echu eo prosererezh hir-spontus ha stourm ar familh Auffray abaoe he c’hlemm douget e 2019. D’ar 24 a viz Even 2025 eo bet kondaonet ar Stad gant lez-engalv velestradurel Naoned da baeañ ouzhpenn 300.000 euro dezhi. En ensav kentañ e oa bet skoulmet, d’ar 27 a viz Here 2022, gant lez-varn velestradurel Roazhon, ne c’helled ket lakaat war wel nag « ul liamm arbennel » etre ar bezhin glas ha marv ar joger, nag atebegezh ar Stad. Diaes e oa bet d’ar familh lonkañ an dra-se ha graet he doa engalv d’an diviz.
vez en doa roet Me Lafforgue, advokad ar familh Auffray, d’an daneveller publik ha skoulmet en deus traoù disheñvel-mik er breud d’ar 5 a viz Even 2025. « Pa lenner an doser ne weler ket peseurt mod e c’hellfe bezañ bet pistriet Jean-René Auffray gant un dra all evit enanalañ ar gaz H2S », en deus displeget an daneveller.
Abaoe diskred kentañ ur marv liammet gant ar bezhin glas e 1989 betek diviz lez-varn Roazhon e 2023 da geñver marv Thierry Morfoisse – blenier kirri-samm hag a gase bezhin glas – n’eus ket bet graet biskoazh ul liamm ez-ofisiel etre marv un den hag ar bezhin. Ar wech kentañ an hini eo en un doser gant meur a gildroenn. Labezadoù e skevent an den marvet ha muzulioù ar feur a H2S graet war an dachenn gant ar c’hevredigezhioù hag ar surentez sivil, un nebeud devezhioù da c’houde, a ro d’al lez-varn sevel « un arbennelezh eeun » etre ar bezhin glas ha marv Jean-René Auffray.
Lakaet en deus Me Laffrogue ar pouez, en e vreutadenn, war disoc’hoù korf-skejadur ar pemoc’h-gouez marv kavet e Miz Gwengolo 2024 e Morieg, ur gumun e-kichen. Diskuliet int bet e Miz Meurzh 2025 ha diskouezet e oa ar c’hementad a H2S er skevent en doa lakaet al loen da vervel. Posupl e oa ober ul liamm eeun etre ar marv hag ar bezhin glas o tigompozañ neuze.
Atebegezh ar Stad ha mankoù e-leizh en doser-mañ a oa bet lakaet war-wel e lez-varn Naoned abaoe 2014 en afer marv ul loen-kezeg da Vincent Petit. Ar bloaz a-raok e oa aet ar maout gant kuzul an departamant ha peder c’humun an departamant, Hilion en o zouez, en afer justis evit ma vefe anavezet atebegezh ar Stad e gwall ar strollegezhioù. E Miz Gouere 2023 hag e Miz Meurzh 2025 e oa bet kondaonet ar Stad gant ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh evit « dioberiantiz war goust an endro » e doser ar bezhin glas.
D’ar 5 a viz Even 2025 e oa bet lakaet war-wel « mankoù e-leizh a-berzh ar Stad » gant an daneveller publik. Ne oa ket bet lakaet e-plas reolennadurioù ha peadra da zoujañ outo. « Ne vije ket bet ken bras ar c’hontammiñ gant ar bezhin glas ma ne vefe ket kement a vankoù abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù », eme ar reizhaouer en ur lakaat war-wel un « dioberiantiz kiriek » er reolennadur ha neuze ar fed e vije bet laosket ar saotradurioù liammet gant al labour-douar hag ar sevel chatal da vont war washaat. Koulskoude dileuriad ebet eus ar Stad n’en deus klevet an dra-se rak n’eus deuet den ebet er proses.
Da heul diviz lez-engalv Naoned en deus diskleriet Prefed Aodoù an Arvor kemer merk, tra ken.
Kiriegezh ar Stad n’eo nemet eus 60 % koulskoude. Gant an daneveller publik oa bet lavaret : « Diaviz eo bet an den marvet » da vont « en ur zonenn risklus » diskleriet gant panelloù lakaet « e-kichen » an aber. Ouzhpenn-se e oa anavezet ar riskloù gant an dud « pergen a-drugarez d’ar mediaoù lec’hel ».
Nagennet e vez an daou dra-se : hervez an titouroù dastumet gant Splann ! e oa ar banell gentañ 800 metrad eus al lec’h ma oa bet kavet korf Jean-René Auffray hag e oa bet diskleriet gant un urcher ne oa ket skrivet splann war ar panelloù eo dañjerus ar bezhin glas. Skrivet e oa e oa riskloù a sac’hellañ, sed aze tout. Ouzhpenn-se eo dav degas soñj ez eus bet ur « fabrik a zouetañs » er prezegennoù abaoe bloavezhioù, dañjer ar bezhin glas o vezañ disteraet enno. E Miz Eost 2011 e oa bet aozet ur match mell-droad gant FDSEA Aodoù-an-Arvor pa oa bet klozet traezhenn Morieg.
« Gellout a reer mont da c’hoari diogel war an aod e Breizh » a oa bet lavaret gant prezidant ar sindikad, Didier Lucas.
Dipitet eo Yann Auffray, mab an den marv, ne vefe ket bet diskleriet holl-giriegezh ar Stad. Koulskoude ez eo un trec’h hervezañ, « evit ar familh hag an holl gevredigezhioù bet o stourm war an afer-se abaoe pell ». Evit klozañ e fell dezhañ vije sklaer an traoù : « Dibenn ar stourm eo evit hor familh met n’eo ket echu evit pezh a sell ouzh ar bezhin glas. Poent eo d’ar Stad stagañ gant e labour bremañ. »