- Article précédent: Perak n’eo ket liesseurt a-walc’h ar c’hazetennoù labour-douar e Bro C’hall
- Article suivant: Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Eost 2024 ?
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Devet vez an traoù barzh ur forn, meur a seurt siloù glaou oberiant ennañ. D’an 12 a viz Gwengolo 2023 ez eus bet gwelet dilerc’hiadoù ruz-tan ha moged dindan unan eus ar siloù. Unnek devezh goude-se e pake an tan dindan ur sil all daoust ma oa ehanet ar rann-se eus al labouradeg d’ar c’houlz-se. Gwelet vez moged gant amezeien an uzin neuze ha galvet vez ar bomperien ganto. Asambles gant lod eus an implijidi e teu a benn ar re-mañ da lazhañ an tan. N’eus ket bet re a zistruj estreget er siloù, na den ebet gloazet.
« Ar veoliad glaou oberiant oc’h en em entaniañ a c’hellfe bezañ kaoz d’an tan gwall », hervez ar BEA-RI. « Ar fed e vefe diwallet mat al labouradeg hag e vefe implijidi war al lec’h » a laka an enklaskerien da soñjal n’eus ket bet a daol droukyoulek.
Daoust ma oa bet mestroniet an tan gant daou implijad a-raok ma errufe ar bomperien, o deus renablet an enklaskerien meur a gudenn surentez : « Da gentañ n’eo ket bet galvet ar SDIS war eeun gant an embregerezh, ha goude-se an diouer a ditouroù roet dezho hag an diaesterioù o deus bet ar bomperien da vont e-barzh al labouradeg o deus lakaet dale warno. »
Evit mirout d’ur gwall-zarvoud a seurt-se da c’hoarvezout en dro, ha d’ober muioc’h a zrouk, en deus ar BEA-RI aliet da Livbag gwellaat e steuñv-diabarzh evit ar pezh a sell ouzh galv ar sikourioù hag ar reolennoù leuskel da vont-tre. Evezhiadennoù all en deus graet ar burev-enklask diwar-benn ment ar forn hag ar mod da lazhañ anezhañ.
E dibenn miz Here 2023 he deus embannet ar gompagnunezh svedat e felle dezhi skarzhañ maez 59 implijad diwar 600 en he labouradeg e Pont ar Veuzenn, da geñver ur Steuñv PSE skoget gantañ ar servijoù diorren ha skoazell-produiñ.
Ar memes tra e oa bet skrivet en ur steuñv bet embannet d’an 19 a viz Genver gant ensellerezh an uzinoù dañjerus. Abalamour d’an dokumant-se e oa bet goulennet gant prefed Penn-ar-Bed e vefe gwellaet he steuñv eus ar pezh a sell ouzh ar surentez. « Gall a ra bezañ penn kentañ ur gwallzarvoud meur ur tan-gwall evel-se », a skrive ar prefed d’an 9 a viz Ebrel.
E-pad an amzer-se e oa bet lakaet e plas ur plañs evit savetiñ ar postoù labour e Livbag, divizet krouiñ gant pennoù bras an embregerezh e Amerika ar Su. E dibenn miz Here 2023 he deus embannet ar gompagnunezh e felle dezhi skarzhañ maez 59 implijad diwar 600 en he labouradeg e Pont ar Veuzenn, da geñver ur Steuñv PSE skoget gantañ ar servijoù diorren ha skoazell-produiñ. 55 doser a zo echu dija, diouzh hon zitouroù. Ha kendalc’h a ra Autoliv da gas al labour da vroioù all : digresket he deus an niver a dud gopret eus 20 % e Frañs, hervez sifroù L’Usine nouvelle e miz Even. Padal ez eus arc’hant gant an embregerezh. Gant ar sindikadoù e vez diskleriet o ur strategiezh evit gounit muioc’h a arc’hant.