- Article précédent: « Didrouz war ar maez » ha trouzus er mediaoù
- Article suivant: Merañ an dour : an FNSEA e-unan
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Titouroù Splann !. Sachañ a ra evezh Fabrice Hamon war saotradur labour-douar e Landunvez (29). D’ar Yaou 4 a viz Mae ‘neus dizoloet e oa bet divountet ibilioù houarn ur rod eus e oto. Hervezañ eo un torfed. Fell a ra da brezidant ar gevredigezh Beautifoul dougen klemm « a-enep X ».
« Abaoe ur bloaz e tigoran ma beg… D’am soñj am eus komañset da hegaziñ tud ‘zo, eme Fabrice Hamon da Splann !. Sklaer eo bet an arouez, ne oa ket dre zegouezh. Pevar ibil houarn diwar pemp a zo bet divountet war rod kleiz ma oto en tu adreñv. Unan anezho zo bet skarzhet pa oan o vleniañ, unan all oa trouzus. Un torfed eo. D’ar sinema e oan o vont tro-dro 6e gant ma gwreg, ma mab hag e vignonez. Digredus eo. »
Ober a ra eñ al liamm etre an darvoud-se hag ar pezh en doa skrivet diwar-benn saotradur ar Foul, ur stêrig a dremen dre e liorzh betek ar mor, e traezhenn Penfoul. Notennet en doa e oa c’hwezhioù spontus alies hag ul liv direizh ha teñval-tre. Arbennik eo Fabrice Hamon war studiadennoù ar riskloù evit kevratoù an asurañsoù. « Actuaire » vez graet eus ar vicher-se e galleg. Kaset en doa meur a zielfennadenn war an dour d’al labourva Labocéa. E miz Even 2022 e oa bet kavet ul live a vakterioù kaoc’hel, Escherichia coli, 77 wech uheloc’h eget al live aotreet evit mont da gouronkañ. E miz Eost e oa 232 wech uheloc’h. Embannet en deus an disoc’hoù-se war e bajenn Instagram @beauti_foul, anv ar gevredigezh zo bet savet e miz Du e isprefeti Brest.
« Stourm a ran evit ma vehe anavezet gant ar pennoù bras ez eus saotradur pemdeziek a zeu eus al labour-douar, eme Fabrice Hamon. An destenn diwezhañ am eus skrivet oa an hini lemmañ eus an holl, goude emvod d’an 27 a viz Ebrel gant an isprefed pa ‘m boa komzet kreñv a-walc’h. An deiz warlerc’h e oa teil e pep lec’h war hent ma zi. Ur gwir poubellenn e oa. En destenn e ran al liamm etre ar saotradur am eus gwelet ha skuilhadeg al labour-douar. Aze emañ prantad ar skuilhadeg da vat. D’am soñj eo liammet peogwir e za un tammig war washaat er mare-mañ. »
C’hwec’h sizhunvezh a-raok an darvoud-se eo bet divountet ibilioù eus ur rod eus oto kazetennerez Morgan Large, ezelez eus Splann !, evit an eil gwech. « Gwelet em boa petra oa c’hoarvezet da dud ‘zo. Lâret oa bet da chom war evezh. Digredus eo memes tra ! », eme Fabrice Hamon, mil inervet. Met n’en deus ket c’hoant paouez gant e stourm zoken. « Sachet em eus dour adarre hiziv ha warc’hoazh e kasin anezhañ d’al labourva Labocéa. »
Douget en deus klemm digwener vintin, daoust ma n’en deus ket kalz spi e vefe kavet an torfedour. « Pellgomzet em eus d’an archerion hag o deus goulennet ganin : « daoust hag-eñ e vez klasket ober drouk deoc’h gant unan bennak ? » Fell a rae din e teufent da wiriekaat met respontet o deus din « ket, ket, ket ». Ne anavezont ket an istor. Tremenet on dre ur c’harrdi hag eo bet lakaet en-dro ma rod gant un teknikour, met n’en deus roet din testeni ebet. »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »