Kondaonet eo bet an Timac Agro evit bezañ bet saotret aer Sant-Maloù
Catherine Prigent - 03/23/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
E Sant-Maloù ez eus bet dilaosket amoniak en aer alies-mat etre 2018 ha 2021, a-wechoù dek gwech muioc’h evit ar pezh zo aotreet. Rediet eo an Timac da baeañ 127.000 € dic’haouioù d’ar peder c’hevredigezh a stourm evit an endro : Dour ha stêrioù Breizh, Frañs natur endro, Breizh bev ha Natur endro 17.
Daoust hag-eñ e vo cheñchet un dra bennak gant an diviz justis-mañ ? Setu ar goulenn hon eus savet ouzh Thomas Dubreuil, an alvokad en deus kuzuliet ar c’hevredigezhioù.
An taolioù-kastiz ne vezont morse trawalc’h evit talañ ouzh saotradurioù an endro. Dreist-holl pa weler ar c’hementad a arc’hant a vez gounezet gant embregerezhioù bras-se. Met memestra eo uheloc’h an taol-gastiz evit da gustum. Evit saotradurioù an dour e vez peurliesañ etre 5.000 ha 10.000 €. Aze e ya memestra da 25.000 € dre gevredigezh. Pezh a ra en holl e ra un tamm mat a arc’hant.
Diskouez a ra ez eo an obererezhioù keodedel un ostilh ouzhpenn evit ar c’hevredigezhioù. Dre vras e vez kaset an aferioù dirak al lez-varn a gastiz, pe c’hoazh dirak al lez-varn velestradurel, evit diskouez n’eo ket reizh an aotreoù roet.
Un dibab eo bet chom hep klask diskouez eo bet lakaet en arvar an endro, rak diaes-kenañ eo prouiñ an traoù a-fed saotradur an aer. Pa vez saotret ur stêr da skouer, e c’haller gwelet pesked marv, gellet a reoc’h muzuliañ kalite an dour. En aer e veaj ar saotradur, hag e kej gant partikulennoù all. Magañ a ra saotradurioù an aer, evel hini an amoniak e Breizh. Dre faot saotradur an aer e vez saotret an dour hag an douar ivez, en ur vro a zo paket dija gant ur bern kudennoù abalamour d’ar re a nitratoù.
Ar gemennadenn a vez kaset dezho eo e c’hallont bezañ kastizet evit bezañ saotret an aer. Memes ma n’eus ket moaien dre ul lez-varn, e vo kavet un doare all.
Ar pezh a zo bet lâret gant lez-varn Brest aze eo e c’hall bezañ kemeret e kont an drouk a vez graet d’ar c’hevredigezhioù e seurt aferioù. Ar pezh a zo dedennus eo e vez ouzhpennet an dra-se d’ar c’hastizoù all. Neuze er fin e c’hall bezañ ker-tre evit an embregerezhioù saotrus.