Ha daoust hag-eñ e kemer perzh ar c’hazetennoù labour-douar en tabutoù a zo hiziv an deiz e-touez ar beizanted, o komz deus diaesterioù ar vicher ha deus an doareoù disheñvel da welet an traoù ? Setu ar goulenn bet savet gant Prune Catoire evit hec’h enklask skiantoù politikel anvet « Dindan gwask emañ ar c’hazetennoù labour-douar », graet evit Skol-Veur Aix-en-Provence.
« N’eo ket un doare kazetenniñ-abostolerezh o klask treuzkas mennozhioù politikel », eme Prune Catoire, studiet ganti pennadoù meur a gelaouenn e-touez ar strolladoù pennañ e bed ar c’hazetennoù labour-douar e Frañs (Réussir Agra, NGPA, Les Éditions du Boisbeaudry, Média & agriculture, Terre Écos, Les éditions Fitamant).
« Plaen a-walc’h eo an doare da gelaouiñ, hep ober reuz, daoust ma vez pizh-tre an titouroù : evel ma vefe ar pal chom hep direnkañ nag al lennerien nag an embregerezhioù a bae evit embann bruderezh, hag a vez e metoù al labour-douar, evel-just. Ar pezh a zo un diaezamant kentañ », a zispleg an enklaskerez. Un eil diaezamant a zo bet kavet buan a-walc’h gant Prune Catoire : al « liamm arc’hantaouiñ strizh etre ar c’hazetennoù hag ar sindikad pennañ ». Reiñ a ra skouer ar gazetenn Réussir, e-lec’h ma kaver d’an nebeutañ eizh den diwar daouzek o vezañ e penn an embregerezh kelaouiñ ha kiriegezhioù uhel ganto, war un dro, en ur sindikad labour-douar.
Lennerien, pourvezerien bruderezh, kevrannerien : komz a ra ar c’hazetennoù labour-douar d’ur bed strizh strollet tro-dro d’ur mennozh kozh : ar fed e vefe eus ur bobl labourerien-douar, a-enep da beurrest ar gevredigezh. « Alies mat ec’h en em ginnig bed al labour-douar evel ur c’hastell sezizet, eme Prune Catoirie. Bevet e vez ar vicher en un doare disheñvel-kenañ gant ar gazetennerien labour-douar ha gant ar gelaouennerien all. O fal dezho a vez klask reiñ harp ha kuzulioù, ha setu inti oc’h en em welet evel ul lodenn eus ar bed-se, ha rediet d’ur seurt lealded. An dra-se ne dalv ket n’int ket barrek war o micher, met n’eus ket pellder a-walc’h evit ober ul labour kazetenniñ dizalc’h. » Ha setu-hi da ouzhpennañ : « N’eo ket ur mod kazetenniñ a sav goulennoù meur diwar-benn diazezoù ar vicher hag a c’hell tabutal war an doareoù d’ober an traoù ».
« Komz eus an teknik a laka da grediñ e skriver en ur mod neptu, objektivel ha dibolitikel. Padal, e gwirionez, e vez treuzkaset dre an teknikoù un doare resis da welet ar vicher hep sevel ar goulennoù a rankfe bezañ savet, eme Prune Catoire c’hoazh. Da skouer e vez kavet alies komzoù brav diwar-benn “penaos dont a-benn” er vicher, met hep kinnig doareoù disheñvel da zont a-benn, hep komz eus ar c’hudennoù evel an endro, an emzistruj, pe c’hoazh eus an heñvelreizh. A-benn ar fin e vez kavet ar memes keleier en holl gazetennoù dre vras, ne vern pegen disheñvel e vefent. »