[Keloù « Splann ! »] Feulsterioù fizikel ha revel : afer Bétharram a ro nerzh da skolidi bet er C’hreizker e Kastell-Paol da zisammañ o c’halon
Daniel Lauret - 05/13/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
« Pa ‘meus klevet kaoz eus afer Bétharram em eus bet soñj eus tout ar pezh zo bet c’hoarvezet din. Lakaet hon doa ‘se don ennomp ha bremañ en em rentomp kont ne oa ket normal tamm ebet. » Eus an ostaleri e-lec’h m’edo azezet Jacques Urien d’ar 24 a viz Ebrel e vez gwelet kloc’hdi chapel Itron-Varia ar C’hreizker o palirañ toennoù kreiz-kêr Kastell-Paol. D’un nebeud metradoù eus tour goteg uhelañ Breizh emañ antre an ti-skol prevez katolik bet roet dezhañ anv ar c’hloc’hdi meur. Eno eo bet skoliataet an den-se, tres hegar warnañ ha blev gwenn dezhañ, e fin ar bloavezhioù 1960.
Dous eo sklêrijenn an nevez-amzer ar mintin-se, padal ez eo glac’harus an eñvorennoù kontet gant Jacques Urien, mab legumacherien devod anezho. Diskleriañ a ra bezañ bet skoet ha bezañ bet gwelet feulsterioù fizikel war e gamaladed graet gant lod eus kelennerien ar C’hreizker. N’en deus ket bet eñ da c’houzañv tagadennoù revel met gouzout a ra e oa eus outo d’ar mare-se a-berzh ur beleg, Jacques Choquer e anv.
Gant meur a zen bet skoliad eno e vez tamallet d’ar c’helenner war ar galleg hag ar brezhoneg, aet eo d’an Anaon e 2020, komzoù hag emzalc’hioù revel dizereat, lâret pe graet gantañ etre ar bloavezhioù 1950 ha 1980.
Troet e veze da c’houlenn digant ar skolidi o doare d’en em douch, hag evit ober kement-se e lakae anezho da zont pep hini d’e dro en e gambr e estaj kentañ batimant pennañ ar C’hreisker. « Touchañ a rae kalz » hervez Lionel, skoliad er bloavezhioù 1970. Lakaat a rae « e zorn dindan stammennoù » ar skolidi.
E-kerzh ar c’hentelioù «e save hag ingal e frote e galc’h ouzh e vurev » o deus testeniet skolidi bet. Ober a rae kement m’o deus bet ar soñj un deiz bennak goloiñ kornioù e vurev gant kleiz : ha setu gwennet-toud dilhad Jacques Choquer e traoñ e gof.
Pennkelenner oa ar beleg ha Ronan Péron, skoliataet etre 1985 ha 1986, en deus gwelet anezhañ o tont tostoc’h-tostañ outañ e-pad un emgav hiniennel en e gambr, hag o lakaat e zorn war e c’hlin. « Lavaret ‘meus dezhañ : ‘Opala, arabat dekoniñ !’ ha goulennet ‘meus digantañ kas ac’hanon d’ar gêr en-dro », eme ar baraer a 56 vloaz, staliet e Rosko an deiz a hiriv.
Dre ar munud e vez displeget doareoù d’ober Jacques Choquer el levr Tu rôtiras en enfer, embannet e 2016 ha skrivet gant Jean-Pierre Salou, edukatour arbennikaet ha psikologour war e leve hag a zo bet er C’hreizker etre 1957 ha 1964. « Abad C. » a vez graet anezhañ el levr. « ‘Chocul’ a oa e lesanv », a zispleg ar skrivagner, 77 vloaz anezhañ hiriv an deiz. D’e soñj e tiskouez splann e oa anavezet gant an holl doareoù ar beleg.
« Un den fallon e oa hag a skrije diwar selaou « pec’hedoù ar c’hig. Pezh’zo ne oa ket sañset reiñ kentelioù war an deskadurezh revel. » Grevus eo hervez Jean-Pierre Salou « e vije bet lakaet ar beleg-mañ e penn aluzonerezh strollad skouted ar C’hreizker, en desped d’ar c’hudennoù en doa gant ar skolidi […]. »
Un nebeud sizhunvezhioù zo en deus resevet Nicolas Guillou, rener ar C’hreizker abaoe 2022, un testeni a-enep da Jacques Choquer. « Skoet-don » eo bet o selaou an dra-se : « Atav e vezer treboulet, pa vezer rener ur skol, o c’houzout ez eus bet c’hoarvezet seurt fedoù en ul lec’h hag a zo skoliatañ, ambroug ha gwareziñ ar re yaouank e bal. »
Resisaat a ra an traoù : « Estreget hennezh n’em eus bet testeni all ebet diwar-benn feulsterioù digant skolidi ha familhoù, na dre skrid na dre gomz. »
Gant eskopti Kemper ha Leon e oa bet resevet e 2022 « un testeni diwar-benn feulsterioù revel e skolaj ar C’hreizker digant intañvez un den gwallgaset ». Anv Jacques Choquer oa bet roet ganti.
N’eus bet kavet tra ebet diwar e benn « en dielloù » hervez an ensavadur katolik. Lakaat a ra war-wel e vez « klasket enebiñ ouzh ar gwallerezh reizhel en Iliz abaoe 2016, gant krouidigezh ur gell selaou ha dreist-holl a-drugarez da zanevell ar Ciase bet embannet e 2021. Ur gomision evit gwareziñ ar vinored a zo bet lakaet e-plas, sinet ez eus bet ur protokol gant prokulour Republik Brest (e 2022) ha diazezet ez eus bet ur garta hag a zifenn ar vinored, an dud vresk hag ar stummadurioù. »
Ma n’eus bet tamallet tagadennoù revel nemet d’ur c’helenner, evit pezh a sell ouzh ar feulsterioù fizikel all e vez meneget meur a gelenner gant an dud bet skoliataet er C’hreizker hag aterset gant Splann !.
Soñj en deus Jacques Urien e vije « kastizet » ha « mezhekaet » ar vugale gant un evezhier, riblañset anezho e « poubellennoù bras ur metrad war ur metrad » ha broustet anezho abalamour ma oa arabat dezho galoupat evit mont d’ar c’hentelioù. Biz ur skoliad a vije bet torret zoken, da heul ur binijenn fizikel. Kudennoù « dys » a oa gant Jacques Urien – pezh en deus komprenet bloavezhioù da c’houde- ha komz a ra eus « gwanderioù » ha « digomprenezon » liammet gant ar boan deskiñ.
Diwar e goust en dije komprenet e veze skoet gant ar skolidi er C’hreizker abalamour d’o notennoù. Estreget an emzalc’hioù fall a veze kastizet. « Broustet e vezemp ivez p’hor boa diaezamantoù da zeskiñ », emezañ.
Hervez Yannick Dirou, 59 bloaz anezhañ, e veze kastizet ar vugale gant taolioù feuls kement abalamour d’ur respont fall barzh un dever ha d’un notenn faos » sonet e-kerzh ar c’hentelioù sonerezh. « D’ur poent zo, e vezer ankeniet muioc’h dre forz soñjal er flankad pe er cholpad emaoc’h o vont da bakañ, eget gant traoù all », a zispleg hennezh, bet skoliataet er C’hreizker adalek 1978 e-pad tri bloaz. « Spontus e oa. Peadra oa da dec’hout kuit. Alies e soñjan e ‘se ha dour a sav en ma daoulagad. »
Ar ger « sponterezh » a vez implijet gant Yannick Dirou hag ar memes tra vez lâret gant tri skoliad bet all, daoust ma z’eo ur ger kreñv e ster. Resisaat a ra Thierry Oulhen, unan anezho : « En ur mod e veze desket deomp ganto ar spontañ hag ar feulster », eme ar c’hlañvdiour a 56 vloaz, tremenet dre al lise e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980. Dindan ur bloavezh hanter n’en deus bet mab ar gwerzher pesked hag ar werzhourez tiez nemet ur flac’had. Koulskoude en deus « gwelet ar feulsterioù » gouzañvet gant e gamaladed ha santet don en ennañ an « aergelc’h stenn, leun a vezhekadennoù hag a zismegañs. »
Ken start e oa ma zo bet divizet cheñch lise dezhañ koulz ha d’e vreudeur, un nebeud mizioù a-raok fin o eil bloavezh-skol. Kazi an holl dud bet skoliataet er C’hreizker a lavar e veze graet un diforc’h diouzh an orin sokial pa veze kastizet ar vugale. « Splann e oa ar gwallziforc’hioù etre ar re binvidik hag ar re baour », eme Thierry Oulhen.
Thomas, breur Yannick Dirou, a lavar « en deus eñvorennoù spontus eus ar feulster fizikel » o deus moc’het « daou vloavezh skol » dezhañ. Soñj mat en deus eus ur c’helenner, botoù koad gantañ dalc’hmat hag a roe taolioù-troad d’ar vugale en o revr. « Taolioù begek a veze graet eus ‘se. Gwelet ‘meus tud rustet muioc’h evidon ».
Anita a zo bet skoliataet eno etre 1976 ha 1983. Ur vaouez treuzrevel an hini eo ha soñj he deus eus « traoù braouac’hus », « gwad ouzh ar mogerioù » zoken. « Kemeret e veze ar vugale gant ar gelennerien ha bannet e vezent ouzh al leur, pe ouzh krogoù-dilhad » memes. Padal, d’ar c’houlz-se e Bro-Leon, « douar katolik da vat » e oa « brudet-mat ar C’hreizker ! ». « E Kastell-Paol, tout an dud e yae d’ar skol-se. Memes ar re a ne grede ket en doue. » Ken feuls ha reoliek e veze an traoù ma soñj Anita e oa « feulsterioù ensavadurel », da lâret eo evel ma vefe ur reolenn diabarzh.
Paul Rigolot, kelenner war ar galleg war e leve, n’emañ ket a-du gant an dra-se : « Pa ‘m boa komañset da gelenn n’eus bet rener na kelenner ebet oc’h urzhiañ, oc’h aliañ peotramant o kinnig din kastizañ en ur mod feuls ar skolajidi e-keñver leziregezh, dismegañs pe disentidigezh.» Unan eus ar gelennerien nemetañ n’en deus taget den ebet eo hennezh hervez an dud aterset. « Diouzh ar c’hiz e oa reiñ ur flac’had, e skolajoù ‘zo kenkoulz hag e familhoù ‘zo ha ne oa ket tud feuls dre ret», emezañ.
Estreget flac’hadoù a veze roet d’ar mare-se. Lavaret e vez gant skolidi bet ez eus « meur a zoare da flac’hata an dud ». Hervez meur a hini e oa ar c’helenner Jean-Claude Rohel kustum da dreiñ e walenn-siel en e zorn a-raok flac’hata ar skolidi, ha dre-se e vezent merket muioc’h ha muioc’h a-boan a rae ivez. Ar memes tech a oa gant ur c’helenner all, « Sparfel » e anv.
Ur c’helenner all en deus merket rummadoù skolidi ivez : André Guéguen eo e anv. Meneget eo homañ gant un dek lisead kozh bet aterset gant Splann !. Hervezo ez eus bet kaset da benn kalzig a feulsterioù gantañ.
Ouzh taol war leurenn diavaez an ostaleri Ty Pierre, e porzh Rosko, e vez kaozeet diwar e benn gant Claude, Lionel – skoliataet er bloavezhioù 1970 – ha Loïc, skoliataet etre 1980 ha 1983. Biskoazh n’o deus ankounac’haet e anv. « Un anv a oa bet roet d’ar flac’hadoù roet gant André Guéguen, ur ‘baborenn’ », a gont Loïc de Kerdrel. An holl dud o deus soñj eus an trepas du, e-krec’h an diri bras divent, e-lec’h ma veze, da vare an ehan, ar skolidi kaset gant ar gelennerien o c’hortoz bezañ kastizet gant Gueguen, gant ur « baborenn ». « Dister a oa abegoù ar roustadoù meur-se. Ar feulster en deus kelennet deomp dreist-holl. »
Gwallgaset e vije bet Claude ha Lionel gantañ. « Ne oa ket mat en e benn, eme-eñ en ur gaozeal diwar-benn André Guégen. Reut e oa, an divrec’h peget ouzh e gorf, seblant ebet war e zremm, a-boan ur skrign. » Claude en deus tremenet e holl vloavezhioù skolaj ha lise er C’hreizker ha soñj en deus e oa bet straket gant Guéguen e renkell gwalennoù bras ennañ ouzh e benn. » Petra oa kaoz ? N’en deus ket soñj ken.
Pa oa skoliad e veze klasket jeu dalc’hmat gant Claude, hervezañ e-unan. « Bep sizhun em beze ur flac’had mod Guéguen. » Ur wech en doa galoupet e diri ar C’hreizker a-raok bezañ kefestet gant ar c’helenner. « Ken kreñv on bet klakennet gantañ, daoust din en em wareziñ ar gwellañ ma c’hellen, ma’m boa gwelet pep tra du gant pikoù gwenn bihan. Skoet on bet penn-da-benn. N’on ket deuet a-benn da lakaat ma jod ouzh ar goubenner peder nozvezh diouzh renk», eme ar pesketour war e leve, raouliet e vouezh, hag eñ 63 bloaz hiriv an deiz.
Kontet e vez gant meur a skoliad pegen « skoet » int bet o vezañ bet adwelet André Guégen bloavezhioù goude, e-pad obidoù un den nes dre ma oa hemañ oc’h ober war-dro al lid e Rosko. Evit poent n’eus ket bet douget klemm a-enep dezhañ gant den ebet abalamour m’eo bet gwelet e-pad pell ar feulsterioù-se evel un dra normal. « Ne vije ket lâret d’hon zud rak hon faot deomp-ni e vije bet », eme Yannik Dirou. « Klevet ‘meus a-viskoazh ‘ma ‘peus bet ur roustad sur a-walc’h ‘peus meritet anezhi’ », a lâr Lionel Devaux, lisead kozh bet taget gant André Guéguen. Lod eus al liseidi o deus kroget da gompren ne oa ket normal ar pezh o deus bevet nevez zo. « Sklaer e oa pa ‘meus klevet komz eus afer Bétharram », emezañ c’hoazh.
Aet eo Splann ! en darempred gant André Guéguen d’ar 24 a viz Ebrel en e di. Kelenner eo bet an den-se er C’hreizker etre 1963 ha 1984 a-raok mont da rener skolaj santez Ursula etre 1984 ha 1996. Aterset ganeomp, e kemer war e chouk ur seurt eus ar feulsterioù nemetken : « Ya, gwir eo, gwechoù zo ‘meus bet roet flac’hadoù. Marteze, a-wechoù, abalamour ma oan inervet. » Ne lavar ket muioc’h. Pa vez lakaet ar gaoz war ar « flac’hadoù » komzet eus outo gant ar skolidi bet e vez asuret gant an den a 80 vloaz : « N’emaon ket a-du. Ne oa drouk ebet deus ma ferzh. Tamm ebet. »
Pelloc’h ez’a Jacques Urien, mab legumajerien anezhañ. N’eo ket evit tamall tud zo muioc’h eget tud all. Ur sistem a vez diskuliet gantañ. « Kiriek e oa pep hini. Daoust ma veze daou o skeiñ hag ar re all o lavar grik, e oa kiriek an holl rak an holl dud a ouie : ar renerezh, ar c’hoskor, ar glañvdiourien, ar vedisined… »
Da venno meur a skoliad e oa aet war-zigresk al live a feulsterioù pa oa krog ar skolioù da zegemer merc’hed e-kreiz ar bloavezhioù 1980. Hervez ar rener a-vremañ Nicolas Guillou : « ar C’hreizker a hiriv ‘neus netra da welet gant hini an amzer dremenet. Taolet e vez evezh ouzh pep hini, gant ul labour uhel e live ha madelezhus an aergelc’h. Setu kreizig-kreiz hor raktres kelenn. Ent pleustreg e vez gwelet kement-se dre hon doareoù kelenn, er preder a vez kemeret gant an aergelc’h er skol, hag en darempredoù fiziañs savet bemdez gant ar skolidi hag o familhoù. »
Disheñvel-mik eo doare ar skolidi bet da welet an traoù. Aet e oa e darempred Jacques Urien gant ar strollad Sant-Pêr er Releg d’ur poent bennak. Pouezus e oa dezhañ reiñ e desteni : « N’em eus c’hwervoni ebet ouzh den ebet, n’em eus drouk ouzh den ebet. An holl a soñje dezho e oa reizh d’ar mare-se. Ober an traoù mat, evit un dibab tud, a felle dezho ober. »
Spi he deus Anita e vo kaset un enklask da benn, lakaet e-plas ur gell selaou hag embannet he sav-poent gant an Iliz katolik. « Ne vo ket trawalc’h lavarout e oa ur mare disheñvel. Dav e vo kaout un dra bennak hag a c’hello chom er speredoù da viken. » N’eus den ebet en deus lakaet en e soñj sevel klemm evit poent. Aze n’emañ ket an dalc’h evit Thierry Oulhen : « Lakaat an dud da anavezout ar pezh zo c’hoarvezet en un doare publik eo ur mod da gaout justis, da anavezout ar feulsterioù. »
Troet eo bet ar pennad gant Manon Deniau.
Ar gelennerien a vez kaoz eus outo er pennad-mañ eo ar re bet meneget o doareoù feuls gant meur a skolajiad pe a lisead.
Daou zen en o zouez a zo marvet dibaoe. Jean-Claude Rohel e 2009 da 69 bloaz, ha Jacques Choquer e 2020 da 89 bloaz.
An dud bet gwallgaset pa oant o studiañ er C’hreizker a c’hell skrivañ ur postel da : collectifsaintpierrekerhuon@yahoo.com
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.