Feulster korfel ha revel er C’hreisker : da heul o zesteni zo bet resevet reuzidi er Vodadenn Vroadel
Pierre-Yves Bulteau - 06/28/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Ober ur groaz war ar bugaleaj. Setu ar santimant mantrus a deu pa vez lennet an 42 testeni bet resevet gant Splann! da heul hon enklask embannet d’an 13 a viz Mae. « Fulor » ha « disamm », setu ar gerioù a gaver er c’hemennadennoù kaset deomp e-kerzh ar sizhunvezhioù diwezhañ, war ar rouedadoù sokial ha dre bostel.
Er seurt « aferioù-se » e vez kaozeet eus un dieubidigezh peurliesañ. Gant hini ar « C’hreisker » ez eo eus un disailhadenn e vije ret komz kentoc’h. Hini komzoù degadoù a dud bet gwallgaset ha skoet ganto. Hag en tu all da se, hini anv un ensavadur mil-vrudet e Bro-Leon ha pelloc’h c’hoazh.
Da gentañ e c’heller soñjal ez eo bet trumm ha dic’hortoz an disailhadenn-mañ. N’eo ket tamm ebet e gwir. Klotañ a ra an enklask-mañ gant ar c’houlz ma vevomp ennañ. Ur mare ispisial e-lec’h ma ranker komz evit chom en e sav. Lavar « me » evit difenn an « ni », ar strollad.
Abalamour da afer Bétharram o deus bet ar youl an dek den-se da reiñ o zesteni da geñver hon enklask. Selaouet int bet gant ur c’hazetenner, Daniel Lauret e anv. A-drugarez da-se o deus gellet treiñ ar c’hoant en em venjiñ d’un ezhomm a justis.
Reuz o deus graet komzoù ar sacherien evezh galonek dre ma zo bet, da heul enklask Splann!, pennadoù er c’hazetennoù rannvroel o reiñ ar gaoz dezho. Krouet eo bet ganto ar strollad reuzidi Itron-Varia ar C’hreisker. Ur mod pleustrek da vont pelloc’h er « mare-se a stres goude-traomatek », hervez pozioù Patrick Paugam embannet d’ar 14 a viz Mae.
An holl zo chomet mud diwar-benn an afer-se etre ar bloavezhioù 1959 ha 1990, ha betek hon diskuliadennoù. D’ar 14 a viz Mae avat, e tregernas an testenioù en tu all da vogerioù an ensavadur prevez katolik betek ar Vodadenn Vroadel da geñver selaouerezh François Bayrou gant ar bodad-enklask war ar feulster er skolioù.
Kustum e vezer da lavaret ez a buan ar c’heleier met n’eo ket dre zegouezh ez eus bet embannet un enklask a seurt-se. Afer an holl eo, hag ar pal eo klask kaout un efed war an dud hag an dilennidi.
Pedet oa bet Graziella Melchior, kannadez strollad Macron (REM) eus Bro Leon, da c’houlenn displegadurioù ouzh ar c’hentañ ministr diwar-benn afer Bétharram. Padal n’he deus ket graet anv eus aozadur Kastell-Paol mil-vrudet e Breizh. Hep gouzout dezhi he deus lakaet da dalvezout ur gemennadenn embannet dres d’an devezh-se, d’ar 14 a viz Mae, gant Ludovic Jacq : « Lakaet hon eus ur mouchouer war an afer-se, e-pad bloavezhioù. »
Goude 4 eurvezh hag 20 munutenn a atersadur, ken stenn anezhañ ma lakaas testenioù ar reuzidi da steuziañ, he deus lavaret kannadez Norzh Penn-ar-Bed « e oa bet c’hoarvezet traoù kriz, diskuliet dec’h c’hoazh » . Echuet he deus o lavaret « eo dav deomp ober hon seizh gwellañ evit ma ne c’hoarvezo biken ken« .
Klotañ a ra ar gerioù-se ouzh reoù Al Ain war Meta : « Ar boan-se ha na c’houlenn nemet bezañ selaouet. »
Un doare an hini eo da bouezañ war an tabut broadel. Ha dreist-holl da reiñ o mouezh en dro, da Franck Piron –« Moc’het eo bet ma buhez ganto etre ar 6ved hag an 3 de klas » – ; da Jean-François Tanguy – « Kalz a onglenn ha fulor bras zo ennon c’hoazh, 50 vloaz goude ».
Poent selaou, evit gwir, eñvorennoù Jean-Luc Rouxel hag a zo war e spered c’hoazh : « C’hoarvez a ra din gwelet tud hag a zo bet e C’hreisker. Bep tro e vez lakaet ar gaoz war ar mareoù brav met atav, ATAV e teu an anvioù-se… Choquer, Grand G, Rohel… Bev omp c’hoazh pa ’z eus tud all aet d’an Anaon ».
O soñjal sevel klemm emañ strollad reuzidi Itron-Varia-ar-C’hreisker, bet krouet goude hon enklask. Hag o paouez divizout kemer perzh er c’huzuliadeg strolladoù tud bet gwallgaset er skol emañ.
« Kaozeal dishual ha kaout ar santimant bezañ selaouet » a zo un dra, met en tu all da se e fell da reuzidi ar C’hreisker mont er jeu politikel ha barnerezhel. D’an 11 a viz Even zo bet degemeret tud eus strolladoù Ar Releg-Kerhuon ha Kastell-Paol gant daou gannad, Paul Vannier (LFI) ha Violette Spillebout (EPR). Un emgav bet komzet eus outañ e-kerzh an 19:20 war ICI Iroise d’an 13 a viz Even. Ar pal eo e vefe anavezet statud an dud gwazh eus tagadennoù ha gwelet enskrivet el lezenn, diamzeradusted ar feulster ouzh ar vugale. Kement a drec’hioù hag a c’heller gounit goude degadoù a vloavezhioù didrouz.