Er rouestl politikel e talc’h penn un enep-galloud, skoazellit anezhañ !
Splann ! - 10/09/2025
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Kinnig a reomp deoc’h, ma c’hellit, reiñ ur skoazell miziek da Splann !.
Un arouez deus un droug donoc’h eo ar rouestl « Lecornu ». Bog ur mare m’eo bet oberiant-tre ar mediaoù miliarderien abaoe an hañv. A-enep ar c’hleweled publik. A-enep ar justis. A-enep kreskiñ tailhoù ar re binvidik-mor.
Er gourenoù-se e vez trec’h ar mennozhioù war ar fedoù, ar fromoù war ar poell ha stourmet e vez ouzh an holl soñjoù kritikel. Bemdez e vezomp aloubet gant « gwirionezioù all » tomm ouzh kalon Donald Trump, lakaet ganto mennozhioù gwashañ an dizingalded hag ar ouennelouriezh da greskiñ.
Diwar ar « gwirvoud all »-se eo deuet al lezenn Duplomb, lakaet anezhi da dalvezout e-kreiz an hañv, daoust ma oa kreñv-tre an enebiezh ouzh ar mod da industrielaat hon labour-douar hag hor boued.
Gant ar c’hiladennoù war dachenn gwareziñ an endro, vez lakaet ar rummadoù da zont en arvar. Gwall-dizhet hor yec’hed dija, tra m’emañ ar sistem prederioù o kouezhañ. Gant hon enklask war an ospitalioù e Breizh, bet embannet e fin miz Gwengolo, e lakaomp war wel peseurt mod eo bet gwastet prederioù ar re vreskañ gant 25 bloaz a genstrivadeg gant ar gennad prevez.
Goulennet o deus meur a ospital ma vefemp kondaonet a gaoz da vezañ bet lakaet da dalvezout hor gwir da sellout ouzh teulioù melestradurel a bouez- holl. Ar gourdrouzoù-se — evel re all hon eus bet — ne reont nemet kreñvaat hor youl da gelaouiñ ac’hanoc’h, hep gwask ebet warnomp.
Gwelloc’h c’hoazh, ouzhpenn an emglevioù hon eus abaoe pell gant Mediapart, France 3 Breizh, Reporterre, ha Basta!, emaomp o sevel liammoù gant mediaoù all. Gant Streetpress hon eus kenlabouret dija evit komz deus an tu dehou pellañ ha prestik e kemennimp deoc’h raktresoù nevez gant mediaoù dizalc’h all, deomp da vezañ efedusoc’h c’hoazh.
A-enep ar mennozhioù pistrius e pronomp nerzh ar stroll hag un etik micherel, o ren enklaskoù war an dachenn, o keñveriañ ar c’heleier roet deomp gant pep testeni hag o reiñ ar gaoz a bep tu. Un ideal na c’hellomp ket lakaat e pleustr hepdoc’h, rak ar pal eo difenn ar pezh a zo boutin deomp.
En deiz a hiziv e vez skoazellet hor c’hefridi gant ouzhpenn 450 ac’hanoc’h bep miz. Soñjit’ta petra a c’hellfemp ober ma vefec’h div wech muioc’h !
Skipailh Splann !