Kantadoù a enklaskoù foran a vez aozet bep ‘loaz e Breizh. Met re nebeut a dud a oar ez eus doc’houte. Gant
Splann ! e vez renablet bep miz un darn eus ar raktresoù a-bouez a zo war an tiriad, da lak an dud da gemer perzh en tabut foran.
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Lastez
- Gwiltreg (35). Goulenn aotre a-fet endro evit neveziñ unvez deviñ lastez Gwitreg. Kuzuliadenn foran betek an 28 a viz Here.
- Pondi (56). Raktres astenn unvez talvoudekaat energetek e Pondi-ar Sourn. Gant un eil linenn talvoudekaat gouest da dreuzfurmiñ betek 61.000 tonennad lastez tiegezh, traoù bras, ha lastez obererezhioù ekonomikel (DAE). Enklask foran betek ar 4 a viz Eost.
Energiezh
- Plougastell-Daoulaz (29). An embregerezh « SPV du Menez » a fell dezhañ produiñ energiezh gant danvez losk adimplijet (« combustible solide de récupération » CSR), war hent Ti Ar Menez e Plougastell-Daoulaz. Kuzuliadenn foran betek ar 15 a viz Here.
- An Erge-Vras (29). Raktres un unvez adimplij litiom gant an embregerezh Blue Solutions. Goulennet e vez ali an dud diwar-benn reoliañ ha ledannat un takad e lec’h ma tremen ha ma vez strollet daspunerien-tredan. Ar savadur produiñ busoù tredan a c’hellfe bezañ staget ivez ouzh e labouradeg batrioù, lec’hiet e Penn Karn en Erge-Vras. Kuzuliadenn foran betek an 18 a viz Here.
- Saint-Nicolâs (56). Raktres metanizañ 95 tonad bemdez ha sevel ul loskiderezh a 1,6 MW galloud termek nominel el lec’h anvet La Sensie gant ar c’hevredad Sensienergies Kuzuliadenn foran betek an 7 a viz Eost.
Trañsportoù
- Landivizio (29). Raktres adwelet ar Steuñv Servijoù Aeronautek eus aerborzh ar morlu e Landivizio. Enklask foran betek an 8 a viz Eost.
Kêraozañ
- Roazhon (35). Kaoz a zo da gemmañ ha simplaat ar Raktres Kenstagañ Tiriadel (SCoT) e Bro Roazhon. Cheñchet eo bet ar framm lezennel ha reoliek. Gant al lezenn Climat ha Résilience eo ret kemer e kont ar pal dinaturiñ tachenn ebet ouzhpenn (Zero Artificialisation Nette). Digor d’an holl betek an 9 a viz Gwengolo.
- Tolpad-kêrioù Sant-Maloù (35). Raktres da grouiñ ha da cheñch ar ZAC Atalante, lec’hiet e kumunioù Sant-Maloù ha Sant-Yaouan-ar-Gwered evit mirout un dachenn douar war-dro 11 hektar e-barzh tachenn ZAC Atalante, evit sevel an Ospital nevez GHRE (Groupe Hospitalier Rance-Emeraude). An dud a c’hall kemer perzh dre internet betek an 10 a viz Eost.
Labour-douar
- Nôyal (35). EARL La Métrie a c’houlenn ma vefe enrollet reizhañ hag astenn e dropellad chatal saout laezh el lec’h anvet La Métrie. Kuzuliadenn foran betek an 5 a viz Gwengolo.
- Gwitalmeze (29). Goulenn a ra ar Gaec Bescond (moc’h ha chatal-korn) an aotre endro evit astenn an atalier moc’h el lec’hioù anvet Kerusfal, Gwitalmeze-kozh, Sandrione, ha Gorrebloué e Gwitalmeze, Roch-Jolys ha Kerinizan-kozh e Plourin, ha Kerbrieg e Lañriware. Enklask foran betek an 22 a viz Eost.
Dour
- Sant-Briag (35). Raktres ledanaat purlec’h dour lous sindikad etrekumunel ar yac’husaat. Digor eo an enklask foran betek an 22 a viz Gouere.
- Kumuniezh kumunioù Kerne-Uhel (29). Gant piv vo meret servijoù publik an dour mat da evañ evit kumunioù Kore, Laz, Leuhan, Sant-Goazek, Sant-Thois, ha Tregourez ha servijoù yac’husaat ha yac’husaat stroll evit an tiriadoù kumunel-se ha re Landelo, Plonevez-ar-Faou, ha Spezet. Lañset eo bet an argerzh evit kavout un dileuradour, betek an 31/12/2027.
Industri
- Begnon (56). Raktres sevel un uzin prenestroù e Begnon gant ar c’hevredad Fenetrea. Kemennadenn kuzuliadenn foran betek an 20 a viz Eost.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Doareoù all da zont e darempred ganeomp.