Kantadoù a enklaskoù foran a vez aozet bep ‘loaz e Breizh. Met re nebeut a dud a oar ez eus doc’houte. Gant
Splann ! e vez renablet bep miz un darn eus ar raktresoù a-bouez a zo war an tiriad, da lak an dud da gemer perzh en tabut foran.
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Kêriekaat
- Ar Bonoù (56). Raktres terkañ an takad artizanel ha kenwerzhel gant 45 tachenn a c’hellfer sevel ti warno, 22 lojeiz sokial da vezañ feurmet e stumm ranndioù, ha 18 lodenn all da vezañ feurmet da dud a c’hellfe prenañ goude-se dre un amprest sokial. Mui ur raktres ti-annez gant servijoù, 85 lojeiz ennañ. Da lavaret eo, 170 lojeiz en holl. Enklask foran betek an 20 a viz C’hwevrer.
- La Bazój-du-Dezèrt (35). Raktreset e vez gwerzhañ an hentigoù er c’hêriadennoù anvet La Petite Boizardière, La Batardière, La Ville Guérin, Le Petit Poirier ha La Courtais. Enklask foran etre an 2 hag an 9 a viz C’hwevrer
- Loudia/Loudieg (22). Adstudiet e vo Steuñv lec’hel ar c’hêriekaat (PLU) e kumuniezh kumunioù Loudieg/Loudia evit pezh a sell ouzh al lojeiz. Enklask foran etre an 9 a viz C’hwevrer hag an 10 a viz Meurzh.
Dour
- Fouenn (29). Raktreset e vez nevesaat daou lec’h puñsañ dour ha ne vezont ket implijet evit poent, e Roud Gwenn, evit kaout muioc’h a zour mat da evañ. Puret e vo an dour-se e uzin tretiñ Roud Gwenn. Enklask foran etre an 2 a viz C’hwevrer hag ar 4 a viz Meurzh.
- Pyeurmè / Ploermael (56). Raktres adnaturaat diazad stêr ar Combs. Enklask foran betek ar 27 a viz C’hwevrer.
Mengleuzioù
- Plouziri (29). Goulenn a ra an embregerezh Carrières Lagadec brasaat he savenn verniañ atredoù disaotr. Evit-se e vije troc’het ur c’hoad a 8 devezh arat hanter (4,3 ha), hag adplantet anezhañ diwezhatoc’h. Enklask foran etre an 2 a viz C’hwevrer hag an 3 a viz Meurzh
- Kast (29). Goulenn a ra an embregerezh Nexstone hiraat an aotre korvoiñ ha ledanaat an dachenn kleuziet ganti evit dastum mein-krag arvorigat el lec’h anvet An Hinguer. Enklask foran betek an 13 a viz C’hwevrer.
- Erbigna / Erbigneg (44). Goulenn a ra an embregerezh Charier Carrières et Matériaux e vije adnevesaet he aotre korvoiñ er mengleuz anvet Roga. Enklask foran betek ar 23 a viz C’hwevrer.
Industriezh
- Val-Couenon (35). Gant an embregerezh Jean Brient e vez goulennet gellout ingalañ he live-produiñ charkuterezh industriel. Enklaskadenn foran etre an 9 a viz C’hwevrer hag an 11 a viz Meurzh.
Energiezh
- Qedilla (35). Un aotre sevel a zo bet goulennet gant an embregerezh Gagneraud Energies Quédillac evit sevel ur greizenn fotovoltaek. Enklask foran etre an 9 aviz C’hwevrer hag an 12 a viz Meurzh.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Doareoù all da zont e darempred ganeomp.