Dre bevar stlenngrafik savet asambles gant La Revue dessinée e tiskouezomp al liammoù a vez kenetrezo ‘benn difenn o interestoù. Ur gartennouriezh nevez-flamm, daoust dezhi bezañ diglok, eus aozadur ul lobby gouest da gaout ar pezh en deus c’hoant digant ar gouarnamant.
Ur gwaz a-bouez er filierenn
En enklask bet embannet gant Splann ! e miz Gouere 2022 diwar-benn astenn an atant sevel moc’h Avel vor e Landunvez (Bro-Leon) e oa bet lakaet war-wel pouez e verour war ar filierenn a-bezh. Perc’henn eo Philippe Bizien war unan eus brasañ atantoù sevel moc’h ar Frañs, pa werzh tro 26 000 pemoc’h ar bloaz, met meur a garg all zo gantañ. Rener eo war veur a embregerez a-bouez en agro-bouederezh : prezidant eo an embregerezh Evel’Up (an eil evit ar sevel moc’h er Frañs) met ivez e penn meur a lobi sevel moc’h hag ar metanaat e Breizh.
E-touez metoù al lobioù n’eo deuet a-benn den ebet da virout ouzh kresk Avel Vor : nag ar rekourioù gwirel douget gant kevredigezhioù an endro, bet gounezet ganto e 2019 hag en engalv e 2021, na kondaonidigezh embregerezh Philippe Bizien war ziazez «denlazh diratozh» e 2022, na zoken ma vefe bet digoret un enklask o tamall Avel Vor evit bezañ bet « lakaet en arvar buhez unan bennak » gant pol an endro e lez-varn Brest e 2023.
E 2023 e oa bet roet dezhañ ur garg vroadel ouzhpenn : deuet e oa da vezañ prezidant rann saverien moc’h Kevread al Labour-douar (bet gwechall Coop ar Frañs), ar sindikad galloudus-tre a zifenne gwirioù hag interestoù kevreadoù Frañs diouzh ar galloudoù publik er Frañs hag en ensavadurioù europat. Evel-se e voe gantañ pemp karg – ha neuze pemp gopr – hag e c’helle tizhout aes a-walc’h dileuridi ar Stad.
E miz Genver 2024 e oa aet un dileuriadur savet diwar ar c’hannaded « Renaissance » Didier ar Gac hag Antoine Armand da weladenniñ atant Philippe Bizien da geñver ur « gefridi fiziet enno gant Marc Fesneau evit gwriziennañ don ar sevel moc’h er Frañs » hervez komzoù Didier ar Gac.
Ur souten kadarnaet gant ar c’hannad Antoine Armand war ar rouedad X, kuit da blediñ gant an tabutoù stag ouzh atant Landunvez. « Diskred zo warno. Droukkomz a reer diwar o fenn, heskinet e vzont gwechoù zo. Met boueta a reont ar Frañs a-bezh, evel amañ e Penn-ar-Bed, hag engouestlet int evit an treuzkemm ekologel, ha reiñ a reont e stumm d’an dremmwel. »
On les suspecte. On les dénigre et parfois on les harcèle.
Mais comme ici dans le Finistère, ils et elles nourrissent la France, sont engagés dans la transition écologique et façonnent nos paysages.
Stop à l’agribashing et vive les éleveurs français ! pic.twitter.com/hI3UNpIDl9
— Antoine Armand (@antoine_armand) January 15, 2024
Treuzkaserien galloudus ar vro
En tu all d’al liammoù familh a veze betek 2014 etre merour Avel Vor ha maer Landunvez (e dad ! ) – a veze sinet gantañ an aotreoù kreskiñ an atant sevel moc’h – e gwirionez ez eo bed ar sevel moc’h a-bezh a vez o kas e jeu e politikerezh lec’hel bro Landunvez.
Pa seller pizh ouzh an aozlun (organigramme) e weler pegen anat eo al liammoù etre dilennidi ar vro hag Evel’Up, ar gevelouri sevel moc’h renet gant Philippe Bizien. Ur pemzek kilometr bennak eus Landunvez emañ Lokournan-Leon, ouzh he fenn Gilles Mounier (eus an tu dehou) abaoe 2014, hag a oa kargad e Evel’Up betek 2021. Dilezet eo bet e bost gantañ p’en deus tapet e blas a bez-prezidant e Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, e-karg eus diorren padus hag an tiriadoù. E wreg eo e kaver e-karg eus ar c’hehentiñ e-barzh Evel’Up hiriv an deiz c’hoazh. Met n’eo ket abaoe dec’h e kaver liammoù etre Evel’Up ha ti-kêr Lokournan, pa veze kavet Bernard Foricher, bet maer a-raok Gilles Mounier, a oa ivez gopret gant ar c’hevread sevel moc’h (anavezet dindan an anv Pigalys da neuze).
Estreget Gilles Mounier zo tremenet eus renerezh Evel’Up d’ur vicher er politikerezh. En hanternoz da Landunvez e kaver kumun Kernouez, meret gant Christophe Bèle, bet e-pad 20 vloaz rener ar c’hevread sevel moc’h Pigalys, deuet da vezañ Aveltis, a-raok dont da… Evel’Up. Evel-se en em gav kichen-ha-kichen an daou zen bet skoazellerien filierenn ar sevel moc’h e Penn-ar-Bed, gant o sez e bodad lec’hel an dour hag e sindikad dourioù Goueled Leon. Tapet zo bet ganto postoù strategel evit merañ an dour e bro an Hirwazh, d’ur mare m’eo ken pouezus ar sevel moc’h evit plediñ gant kalite ha kementad an dour mat da evañ a rank bezañ kaset da bep annezad en tiriad.
Ul levezon broadel
Chom didrouz e oar ober lobi ar sevel moc’h, met aozet-kaer eo kulskoude. E-touez e zileuridi e kaver ar c’hannad Les Républicains (LR) eus tolead Lambaol-Loudieg (22), kuzulier rannvro ha bez-prezidant ar Vodadeg Vroadel betek 2022, Marc ar Fur. Dre m’en doa lakaet da dremen arondisamantoù evit aesaat ar evel moc’h askoridik e oa bet lesanvet «kannad ar moc’h». Tagañ a ra ar c’hevredigezhioù a ra rebechoù ouzh ar sevel moc’h askoridik en ur ginnig e 2022 da skouer un enkemmad (amandamant) lesanvet « enep-L214 » a gas da « dennañ an digresk war an tailhoù evit ar roadoù graet d’ar c’hevredigezhioù m’eo bet tamallet d’o izili bezañ en em silet e-barzh tachennoù labour-douar prevez ».
Sikouret eo bet en e stourm ouzh «an normoù dreistmuzul » gant Jacques Crolais, a oa bet e skoazeller kannadel, ha rener Unvaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh (UGPVB) betek miz Ebrel 2024, ur post en deus dilezet evit mont evit kemer penn… Evel’Up.
Ur c’hannad all en deus bet lakaet bec’h evit reiñ e skoazell da filierenn ar sevel moc’h : Didier ar Gac, kannad Renaissance e Brest war ar maez, lec’h m’emañ kumun Landunvez just a-walc’h.
Didier ar Gac zo ivez unan eus atizerien pennañ ar rann archerien anvet « Demeter » bet savet diwar c’houlenn ar C’hBSLB (FNSEA), gant ar pal « anavezout ha kas d’al lez-varn ar re zo bet o tagañ, oc’h en em silañ en atantoù ». Ton bras a oa bet pa oa bet loc’het e miz Kerzu 2019 e Lokournan-Leon, ur gumun meret gant Gilles Mounier (sellit war skeudenn an aozlun, e-touez an dreuzkaserien galloudus lec’hel a gaver nepell eus atant sevel moc’h Philippe Bizien.
D’ar mare-se ha betek 2023 e oa Christiane Lambert, saverez moc’h er Maine-ha-Liger, prezidantez Ar C’hBSLD (FNSEA), ha prezidantez Poellgor Aozadurioù micherel Labour-douar an Unvaniezh Europa (Copa) – ar brasañ sindikad labour-douar en Europa. D’ar 14 a viz Meurzh 2024 eo bet roet da Christiane Lambert medalenn a ofiserez al Legion a enor dindan paeroniezh Erik Orsenna (a gaver e skeudenn aozlun « Ar familh vras ») ha Julien Denormandie, bet ministr al labour-douar. Tost eo an daou zen-se diouzh al lobi Labourerien-douar a Vreizh, ha kensinet ganto al levr «Boueta hep drastañ ».
Mouezhioù hag a blant
« Mont a raio er gevred em savlec’h tretañ dour, gant ar pemp reaktor e troio buan da deil, hag e vo strewet e relegoù war barkeier edeier korn-bro Pariz. » Setu pezh a lâras Henri Billon, goude ma voe bet distrujet buhez peskerezh gwazh-dour Logeginer-Plouziri e 2011, diwar-benn rener kevredigezh ar peskerezh en doa bet goulennet un digoll digantañ : « Komzoù bet distaget un tamm re vuan. Setu pezh a c’hoarvez pa vezer tomm e wad ! »
Eus Plouvorn da Blonevez-Porze en ur dremen dre Lambaol, Pouldreuzig, Logeginer… Ur plas eus an dibab en doa lobierien ar sevel moc’h e-barzh meur a ensavadur lec’hel ha broadel, eus Traoñienn ar Sent da Akademiezh Frañs.
E miz Gouere 2022 eo bet staliet eo delwenn Sant Aleksis e Traoñienn ar Sent, ul lec’h bet savet gant emsaverien e 2009 war gumun Karnoed, en Aodoù-an-Arvor, evit bezañ un doare «Enez Pask e Breizh». Gant Kef Labour-douar Penn-ar-Bed, SICA Kastell-Paol – kentañ kenstroll legumajerien ha liorzhourien – hag ar Brittany Ferries eo bet lakaat sevel an delwenn greunvaen 4,25 metrad a uhelder, evit dougen bri da Alexis Gourvennec, a reer outañ tad labour-douar Breizh a-vremañ.
Unan eus brasañ saverien moc’h Frañs e oa, gant un atant a 2.000 gwiz ha 48 implijad e 1984. Bet eo prezidant Kef rannvroel al Labour-douar etre 1979 ha 1998, ha treuzkas a rae ur mod dreist-frankizel ha produadour al labour-douar, gant e zoareoù stourm feuls.
En tu all eus an enor e greunvaen e kaver skeudennoù tud bev-mat hiriv an deiz, tud a zalc’h da doullañ an erv. Aozet mat eo filierenn ar sevel moc’h evit levezoniñ meno an dud, ha dilouzañ skeudenn labour-douar Breizh hag ar saotradurioù. Labourerien-douar Breizh, ul lobi bet savet e 2019 da geñver marv ur marc’h e-touez ar glandour (bezhin glas), a gas en-dro ar c’hefridi degemer er skolioù e atantoù e rouedad, ha skignañ a ra ouzhpenn ur gelaouenn evit ar vugale Le P’tit Agri (Al labourer-douar yaouank), evit ar vugale etre 7 hag 11 vloaz.
Danielle Even, prezidantez al lobi betek 2022, saverez moc’h en Aodoù-an-Arvor, zo bet kaset war leurenn ar mediaoù gant an hini a oa bet kuzulier ar brezidanted Mitterand ha Macron, an akademiad ha penn embregerezh Erik Orsenna, p’en doa bet pedet e « amezegez » e 2013, pa oant war leurenn abadenn Michel Drucker « Vivement Dimanche ».
« A-drugarez d’ar moc’h e teuio Breizh da vout ar C’hatar nevez ! », emezañ neuze. Gwelet eo bet meur a wech abaoe o reiñ he skoazell d‘ al lobi, evel da geñver lid roidigezh al Legion a enor da André Sergent, saver moc’h ha prezidant kambr labour-douar Penn-ar-Bed, pe da Christiane Lambert, bet prezidantez an FNSEA, ha prezidantez hiriv an deiz ar C’hopa-Cogeca.
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →