Arc’hant publik Rannvro Breizh a ya da arc’hantaouiñ al liseoù labour-douar prevez

11/26/2025
Faustine Sternberg, Chloé Richard
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 14 mn lenn
Tri milion a euroioù hag hanter-kant. Setu ar sammad a skoaziadennoù diret bet roet d’al liseoù labour-douar prevez gant Rannvro Breizh abaoe dek vloaz. Brokus ar skoazelloù-se pa vez mestr al liseoù prevez war kelenn al labour-douar. Eus tu al liseoù publik e ra diouer an arc’hant. Diaes eo dezho desachañ skolidi ha mont war-raok gant o labour.

511 000 € evit diskar ha neveziñ savadurioù amañ ; 243 000 € evit sikour ul lise da bostañ arc’hant e madoù diloc’h ahont ; 66 000 € evit cheñch dorioù ha prenestroù, adlivañ ur savadur ha mogerioù ar salioù-debriñ ; pe c’hoazh 63 600 € evit prenañ dafar pedagogel… Rannvro Breizh a c’heller fiziañ enni evit skoazell al liseoù labour-douar prevez.

80 % eus skolidi ar c’helenn labour-douar a ya d’ur skol brevez e tachenn Breizh 4 departamant. E 2024 e oa 9 221 skoliad el liseoù prevez, da lavaret eo 60 % eus hollad ar skolidi er c’helenn labour-douar. 22 % a oa en MFRoù, pe TFMoù (Tiez ar familhoù a-ziwar ar maez) ha 18 % el liseoù publik. Plas pennañ ar gennad prevez a zo hir en istor an deskadurezh e Breizh. Bremañ e vez sikouret kalz gant ar Rannvro : Breizh eo ar rannvro vrokusañ gant an deskadurezh prevez dre lisead e Frañs, hervez Mediapart. Ha diaes eo d’al liseoù publik desachañ skolidi.

53 milion a euroioù a skoaziadennoù diret evit al liseoù prevez

28 skol a oa ezel eus rouedad al liseoù labour-douar prevez (CNEAP) e Breizh e miz Here 2024.

Splann ! en deus studiet taolennoù skoaziadennoù ar Rannvro. Titouroù publik eo a c’hell bezañ lennet gant pep hini. Sed ar pezh hon eus jedet : 53 milion a euroioù a skoaziadennoù diret a zo bet roet da liseoù ar c’hCNEAP e dek vloaz, da lavaret eo 5 800 € dre skoliad. Barrek eo ar Rannvo hervez lezenn evit merañ al liseoù publik. Met n’he deus redi ebet da reiñ arc’hant d’al liseoù prevez. Un dibab eo eus o zu, neuze. Ouzhpenn da se eo start ar jeu gant al liseoù publik, ar pezh n’eo ket gwir evit ar re brevez.


E-pad an 10 vloaz tremenet eo digresket an niver a skolidi er c’helenn labour-douar dre vras (6,1 % nebeutoc’h el liseoù publik, 5,73 % evit ar c’hCNEAP hag an MFRoù). Abaoe 2022 e kresk an niver-se en-dro el liseoù prevez, eus 12 230 skoliad da 12.560 e 2024. Ne ra ket el liseoù publik nag en MFRoù, avat. Ne vez skoliataet nemet 18 % eus skolidi ar c’helenn labour-douar el liseoù publik, met en o zouez e kaver 41 % eus « ar skolidi o prientiñ un diplom a ro an aotre d’en em staliañ » : da lavaret eo al live deskadurezh ret evit bezañ e penn un atant, kaout sikourioù arc’hant ha kaout douaroù aesoc’h.

Kaset hon eus goulennoù d’ar Rannvro diwar-benn he sikourioù d’al liseoù prevez, gant disoc’hoù hor jedadennoù war 10 vloaz. N’hon eus bet respont resis ebet, met tud ar Rannvro o deus roet ar sifr a 61 milion a eurioù dispignet evit al liseoù publik etre 2018 ha 2024. Resisaet o deus e oa bet roet « 42,7 milion a euroioù d’ar gennad prevez (CNEAP ha MFR) er memes mare « . Met lodenn ar skoaziadennoù a c’hell bezañ kalz uheloc’h e liseoù ‘zo.

Da lise Pommerit (Aodoù-an-Arvor) ez eus bet roet en tu all da 8 milion a euroioù gant ar Rannvro etre 2014 ha 2024, da lavaret eo war-dro 10 400 € dre lisead. An eil brasañ eo e-touez al liseoù labour-douar prevez e Breizh (774 skoliad). Danielle Even, ezelez eus an FNSEA ha prezidantez kozh ar gevredigezh Agriculteurs de Bretagne (2014-2022) eo prezidantez al lise.

1,6 milion a euroioù en deus bet al lise Saint-Yves e Gourin (56) digant ar Rannvro e-pad an dek vloaz paseet. 191 lisead a zo skoliataet ennañ, ar pezh a lak ar sammad roet dre skoliad da 8 650 €. Evit al lise Issat e Redon (Il-ha-Gwilen) hag e 576 skoliad ez eo 10 200 € a zo bet roet dre lisead war 10 vloaz.

Ur goñvañsion sinet gant Kevredad al liseoù labour-douar katolik war-eeun

N’eus redi ebet d’ar Rannvro da reiñ arc’hant d’al liseoù prevez. Met ur goñvañsion he doa sinet gant ar c’hCNEAP evit ar bloavezhioù 2018 da 2023 : enni e tivize ar Rannvro reiñ 4,3 milion a euroioù d’al liseoù-se bep bloaz. Etre 2018 ha 2022 e ranker ouzhpennañ ar sammad a 6,5 milion a euroioù a voe lakaet evit atantoù an holl liseoù labour-douar (publik ha prevez) gant kevratoù « emrenerezh hag araokaat ».

4,5 milion a euroioù a vo gouestlet gant ar Rannvro da souten liseoù ar c’hCNEAP etre 2024 ha 2028, hervez ar goñvañsion nevez. E 2025 e voe adwelet ar goñvañsion ha digresket ar skoaziadenn da 3,5 milion a euroioù bep bloaz. Nac’het o deus dilennidi ar Rannvro eskemm diwar-benn an tem-se ganeomp e-pad ar mizvezhioù tremenet, daoust deomp bezañ goulennet ganto ober meur a wech. Respontet o deus dre skrid d’ul lodenn eus hor goulennoù. Skrivet o deus deomp e oa bet « divizet gant Rannvro Breizh adwelet ar sammad nevez-zo, rak redioù budjedel strizh a vez lakaet dezhi ».

A-wechoù n’eo ket gwall zisheñvel ar sammadoù resevet gant lod eus al liseoù publik diouzh ar re o deus bet liseoù prevez ‘zo. 30 450 € en deus bet lise publik Mené e Medrigneg (22) evit pep skoliad etre 2014 ha 2024. Met n’eo ket gwir evit lise Bréhoulou, e Fouenant (29). Evit e 305 lisead en deus resevet ur sammad a 11 985 € evit pep hini. Saint-Jean Brévelay, gant e liseoù en Henbont hag e Pondi (56) en deus bet 14 063 € dre skoliad, eus e du. « Bréhoulou en deus bet hon asant evit postañ arc’hant en e graou-moc’h evit ar sammad a 1 660 000 € » e 2024, he deus meneget ar Rannvro deomp.

Meur a zoare skoaziadenn a zo : sikourioù evit prenañ ostilhoù ha dilhad labour evit al liseidi nevez, sikourioù evit prenañ urzhiataerioù, dafar pedagogel pe evit aveiñ an atantoù.

Ar Rannvro a sikour al liseoù evit labourioù surentez pe neveziñ. Da lise Pommerit ez eus bet roet 1,2 milion a eurioù ganti e 2023 evit sevel ur savadur a servij da lojañ an deskarded. Treuziadoù pedagogel a zo evit an atantoù ivez, hag ur sikour, anvet Karta, evit ar raktresoù pedagogel.

Abaoe 2018 e vez roet 50 000 € a skoaziadenn da skourr Breizh ar c’hCNEAP bep bloaz evit ur « skoazell deknikel evit tretañ teulioù goulenn labourioù hag aveadurioù ar rouedad CNEAP Bretagne ».

Linennoù karr-boutin prevez evit al liseoù prevez

Diaes eo kompren e vefe ken bras ar sikourioù pa n’eo ket reizh an traoù etre al liseoù prevez ha publik. Meur a zoare o deus ar re gentañ da vezañ arc’hantaouet, ha gant kerent ar vugale da gentañ, a bae evit skoliata anezho.

En Nivot e Lopereg (29) e koust etre 1 499 ha 1 767 € evit ur bloavezh-skol, hervez al live. E lise Pommerit, lec’h ma vez gwelet liseidi gant tablezennoù ha gwisket gant chupennoù logo al lise merket outo alies, e koust 1 351 € bloavezh-skol ul lisead.

Linennoù karr-boutin prevez o deus an daou lise-se, evel hini La Ville Davy, e Kesoue (22). Koust a ra etre 555 ha 641 € evit ur bloavezh-skol en Nivot, hervez pegen pell emañ ti ar skoliad eus al lise. Evit mont d’al liseoù labour-douar publik er c’hontrol e ranker implij linennoù karr-boutin skol, arc’hantaouet gant ar Rannvro pe ar c’humuniezhioù kumunioù. N’ez eont ket pell eus al liseoù alies. « Abalamour d’an treuzdougen e kollomp kalz a liseidi el liseoù labour-douar publik, eme zDominique Blivet, kelenner ha mouezh aotreet ar sindikad Sud Rural Territoire evit Frañs a-bezh. E lise Suscinio (Penn-ar-Bed) e azasaomp an implij-amzer ouzh eurioù ar bus. Pell diouzh al lise emañ an ehan, emezañ c’hoazh. Betek nevez-zo e kase Montroulez Kumuniezh ar skolidi betek al lise ha ne reont ket mui. »

Heñvel eo an traoù e Saint-Jean-Brévelay (Mor-Bihan). « Diwezhat e vez ar skolidi oc’h en em gaout bep Lun », eme Annaël Morlec, kelennerez. « Ret eo deomp ampellat penn-kentañ ar c’hentelioù. Dre fazi linennoù bus ne glotont ket gant ar pezh hon eus ezhomm da gaout hag un niver re izel a skolidi. »


Efedusoc’h eo al liseoù prevez ivez pa vez anv eus goulenn ar sammadoù arc’hant dleet dezho evit an taos deskardiñ. Goulennet hon eus gant Renerezh-rannvro ar boued, al labour-douar hag ar c’hoadeier (DRAAF) gouzout pegement e veze resevet gant liseoù labour-douar Breizh dre an taos-se. Nac’het o deus reiñ ar sifroù-se deomp, daoust deomp bezañ resevet ali a-du ar bodad evit an diraez d’an teulioù melestradurel (CADA), un aotrouniezh velestradurel a c’hell bezañ seziset gant n’eus forzh piv evit gellout lenn teulioù melestradurel.

O c'hortoz ar steuñv « dedennusted »

Pa vez skuilhet milionoù a euroioù war al liseoù prevez e kaver liseoù labour-douar publik na zeuont ket a-benn da arc’hantaouiñ labourioù ret. Enklasket hon eus e-barzh ouzhpenn un hanter eus liseoù publik Breizh. E pep hini anezho e keuzie ar gelennerien rak ne veze ket postet arc’hant a-walc’h el lise. Ar memes tra a veze lavaret gant dilennidi ar sindikadoù evit ar rannvro.

422 000 € he deus postet ar Rannvro e lise Kaon evit atalier laezh an atant. Met « a-benn daou vloaz e vo klozet ar c’hraou-moc’h. N’eo ket diouzh an normoù ken, tri milion a euroioù ‘vefe dav lakaat evit neveziñ anezhañ. Rannvro Breizh he deus lavaret ne vije ket graet ganti », eme wGwen Rubeillon, kelenner.

En kreizenn stummañ Kerliver en Hañveg (29) e vez prientet ar Breved micherel penn embregerezh labour-douar (BPREA) gounidigezh legumaj. Met Kerliver a vo serret ivez. Ar Rannvro he deus graet an diviz. Re ger e vefe al labourioù d’ober evit neveziñ ar savadurioù, emezo. « Koust a rafe 20 milion a euroioù », eme zDominique Blivet, kelenner. D’al Lun 10 a viz Du e oa bet o vanifestiñ a-enep d’an diviz-se dirak ar C’huzul-Rannvro, asambles gant kenlabourerien dezhañ.

Daoust da se e kav d’ar Rannvro ez eo « a-bouez perzh [al liseoù labour-douar publik] evit stummañ labourerien-douar ha gopridi da zont en dachenn-se ». Setu perak en doa votet Kuzul Rannvro Breizh evit ma vije graet ur « steuñv oberoù evit dedennusted al liseoù labour-douar publik 2024-2029 ». E fin ar blaovezh 2023 e oa.

Dalc’het ez eus bet pemp chanter, a zo sañset da lakaat al liseoù labour-douar publik da vezañ « dedennusoc’h ». En o zouez e kaver : « digeriñ muioc’h ar skolioù d’an holl dud a c’hell bezañ dedennet gant ar stummadur labour-douar » pe c’hoazh « lakaat ur strategiezh kehentiñ evit dedennusted ar rouedad da dalvezout ». Ar Rannvro n’he deus ket asantet d’hor goulennoù reiñ emgav deomp gant un dilennad evit abegoù « lec’haveiñ ». Met skrivet he deus deomp « d’an deiz a hiziv ez eus bet kroget gant 100 % eus an oberoù. Sturiet int gant ar Rannvro, pe an DRAAF, pe an EPLEFPA (evit al liseoù publik), pe ar GIP (strollad a laz foran) BreizhFormagro ».

« Moged eo hepken, eme c’hGaëlle Le Bayon, penn-sekretourez ar sindikad Snetap-FSU. Anat eo ne vez ket anv eus ar steuñv-se el liseoù. Biken-james. N’eo ket bet kinniget zoken ». « Ma c’henseurted n’ouzont ket ez eus eus ar steuñv-se zoken. Ha bremañ e welomp mat eo techet ar c’huzul rannvro da guitaat anezhañ. Pa oa bet savet, dija, hon oa ranket bountañ evit gellet kemer perzh e skrivañ anezhañ. », emezi ouzhpenn.

Des lycées agricoles privés, très généreusement soutenus par la Région

E 2025 ez eus bet lañset ur chanter a gousto eizh milion a euroioù e Kaon. Ar Rannvro he deus lakaet deomp da c’houzout e vefe nevezet lod eus ar savadurioù, ar mogerioù diavaez en o zouez. « Sañset e oa al lise da vezañ nevezet da vat e 2017, rak da gentañ e oamp e listenn an traoù d’ober er c’huzul rannvro », eme wGwen Rubeillon, keuz ennañ. « Evit abegoù dezho o-unan o deus kavet gwelloc’h chom hep ober netra e-pad eizh vloaz », emezañ ouzhpenn. Resisaat a ra ar renerezh n’eo ket rakwelet « difuiñ ar savadur, daoust ma vefe ret ober ».

« Daoust ma ranko lod eus ar sifroù kaout studiadennoù teknik c’hoazh e tizher kazi 20 milion a euroioù etre tout », a skriv ar Rannvro diwar-benn an arc’hant a vo postet el liseoù labour-douar publik.

Pediñ industriezh ar boued da arc'hantaouiñ al liseoù

Pediñ embregerezhioù da arc’hantaouiñ al liseoù o vezañ « mesened » a zo meneget er raktres rannvroel ivez. Digoret ‘vefe an nor da industriezh ar boued, neuze, eme meur a zen e-touez ar re o deus komzet gant Splann ! Annaël Morlec, da skouer, he deus kemeret perzh e skrivañ ar steuñv-se : « Chifoket e oan bet pa ‘m boa gouezet e rankfemp klask kavout mesened », emezi. Jean-Louis Ollivier, dileuriad ar sindikad Sud Rural Territoires e lise publik Bréhoulou (Penn-ar-Bed), hen lavar didro ivez : « Techet omp da vont a-enep da gement tra ‘rafe anv eus mesenerezh ».

El lise prevez La Ville Davy er c’hontrol emeur en soñj mont war-zu ar mod-se d’en em arc’hantaouiñ. Paouezet eo bet gant ar gevrat « emrenerezh hag araokaat » ha paouezet he deus ar Rannvro gant arc’hantaouiñ atantoù al lise. Ret e vo d’ar skol kavout moneiz da gempouezañ ar c’holl-se.

Hervez ar Rannvro « evit ma vo kavet labour gant al liseidi da heul o stummadur e ranko an embregerezhioù bezañ enframmet muioc’h e strategiezh ar skolioù. Meur a stumm a c’hello kaout kement-se, mesenerezh ha/pe kevelerezh (klask ha diorren, kinnig stajoù, kemer perzh e prezegennoù, hag all hag all) ». Hag ar strollegezh da bouezañ : « Keveliñ gant tud a-vicher a vez graet e skolioù publik labour-douar dija ».

Un ali en doa kaset skourr an FNSEA e Breizh d’ar Rannvro e miz Kerzu 2023, pa voe votet ar steuñv. Laouenaat a rae ar sindikad gant ar raktres-se. Ouzhpennañ a rae memes tra : « youl ar Rannvro omp prest da labourat eviti ivez. Met ne vo ket posupl hep lakaat tout an dud a labour evit ar c’helenn labour-douar e-barzh ar jeu ».

Mizvezhioù goude eo cheñchet mod ar Rannvro da gehentiñ diwar-benn steuñv dedennusted al liseoù labour-douar publik : ar ger « publik » ne lenner ket mui anezhañ en titloù. Ne vez ket anv ken nemet eus « Dedennusted al liseoù labour-douar. »

Ar goulenn hon eus graet ouzh tud ar Rannvro. Respontet o deus dre bostel : « evit tizhout pal 1 000 labourer-douar staliet bep bloaz e ranko Breizh bezañ harpet war an tri skourr a zo en he rouedad stummañ : al liseoù labour-douar publik, al liseoù labour-douar prevez ha Tiez ar familhoù a-ziwar ar maez… ». En ur gemennadenn a c’heller lenn e lec’hienn ar Rannvro e weler ar guzulierez rannvroel Adeline Yon-Berthelot poltredet gant skolajidi o weladenniñ al lise Saint-Ilan, e Langaeg, ul lise… prevez. Kompren a reer gwelloc’h perak, neuze.

BOEST ZU

Implijet hon eus roadennoù ar skoaziadennoù a c’heller kavout enlinenn e lec’hienn ar C’huzul Rannvro evit jediñ ar skoaziadennoù roet d’al liseoù gant ar Rannvro. Sifroù 2014 eo ar re goshañ disponipl. Graet hon eus hollad ar skoaziadennoù evit pep lise prevez evit kavout ar sammad a 53 milion a euroioù.

Evit jediñ ar sammad dre lisead hon eus rannet hollad ar skoaziadennoù roet dre lise dre an niver a skolidi e pep lise. Sifroù an DRAAF evit an distro-skol 2024 hon eus implijet. Servij a ra ar jedadenn-se d’al lenner da veizañ gwelloc’h ar c’hementad a skoaziadennoù « ouzhpenn » a vez roet d’al liseoù-se gant ar Rannvro. Kalz uheloc’h eo ar geidenn e liseoù ‘zo. Ouzhpennomp n’eo ket cheñchet kalz an niveroù a liseidi abaoe 10 vloaz (digresk a 6,1 % er gennad publik hag a 5,73 % er gennad prevez).

Goulennataet hon eus ar Rannvro diwar-benn ar skoaziadennoù roet d’al liseoù labour-douar. Setu ar pezh a zo bet respontet deomp : Etre 2018/2024 ez eus bet resevet 61 milion a euroioù gant al liseoù labour-douar publik (evit labourioù hag aveiñ), da lavaret eo « ur feur a 2 867 €/skoliad ». Al liseoù labour-douar prevez (CNEAP ha MFR) o deus resevet 42,7 M € eus o zu, da lavaret eo « ur feur a 488 €/skoliad ».

N’eo ket bet displeget ar mod da jediñ deomp. Nac’het he deus ar Rannvro leuskel Splann ! da eskemm gant un dilennad war-eeun. N’ouzomp ket perak e vez graet ar jedadenn war 6 bloaz ganto, neuze. N’hon eus ket kavet ar memes sifroù, hag evit nompas koll al lennerien hon eus divizet e vefe meneget ar sammad hollek war 6 bloaz nemetken, ha chomet omp hep menegiñ ar feur dre skoliad jedet gant ar Rannvro e korf ar pennad.

and
Skeudennoù gant Atelier Lugus

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →