Kleuzioù ha girzhier en arvar

Yann-Malo Kerbrat, Nolwenn Weiler - 02/27/2024

Pennadoù an enklask

Digoradur

Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Da veur a dra e talvez ar gwez ha brousgwez a gaver er girzhier : kempouezañ an temperadur, gwareziñ an trevadoù diouzh an avel ha diouzh ar sec’hor, dizarbenn ar c’hêrioù pa vez dour-beuz en ur viret an dour er c’hondon… Kement servij degaset d’an endro, met dreist-holl d’ar boblañs a-bezh, padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al labourerien-douar nemetken.

Un harz etre ar parkeier eo ar girzhier, pe e vefe ur c’hleuz dindano pe get, pe un hent-don etrezo a-wechoù, padal e vezont degemeret evel skoilhoù gant lod eus al labourerien-douar, dre ma vezont degemeret evel un diaezamant a vez o c’horrekaat ar mekanikoù. Merañ ar c’hleuzioù ha girzhier a c’houlenn neuze amzer hag arc’hant. Evit ma chomfent en o flas e vefe ret sikour al labourerien-douar, ha ma vefe niverusoc’h ar re-se.

Paket eo ar vro gant ul luskad sokial a-berzh al labourerien-douar abaoe un nebeud sizhunvezhioù. Hag hervez labourerien-douar zo ez eo gwarez ar c’hleuzioù a zo un diaester da skarzhañ. Embannet eo bet neuze gant Gabriel Attal, pa oa ret dezhañ degas ur respont, e vefe eeunaet ar reolennadur en e raktres lezenn anvet «evit ul labour-douar emren».

Daoust d’ar reolennoù a dalvez hiriv an deiz e kendalc’h ar girzhier hag ar c’hleuzioù da vont war fallaat. Ha ken buan m’eo bet souezhet ar glaskerien. E kaoz : patrom askoridik al labour-douar, ha brasaat ar parkeier.

War ziskar girzhier ha kleuzioù e Breizh

N’eus teul ebet e Breizh a renablfe ar c’hleuzioù bet diskaret. Gant Splann ! eo bet kaset un enklask en ul lodenn eus Bro-Dreger, e gwalarn ar vro. Hep mar na marteze e konter 159,2 kmad kleuzioù aet da get etre 2003 ha 2023.

En takad-mañ e kaver meur a arouez eus ar stourm evit kalite an dour. Da gentañ e kaver ennañ takadoù keriakaet-tre, ha takadoù kleuzioù ha girzhier stank-tre ivez. Eno emañ eienenn al Leger hag eno e ya betek ar mor, ar stêr nemeti e Breizh gant al label «Stêr gouez» evit al lodenn en argrec’h anezhi. Hag erfin e kaver war an takad-mañ ivez kudenn ar glandour (bezhin glas) e bae Lokmikael-an-Traezh. Ar girzhier hag ar c’hleuzioù eo just a-walc’h a c’hoari o ferzh evit merañ an dour : aesoc’h d’an dour d’en em silañ en douar, plaenaat a ra red ar stêrioù, ha digreskiñ o lodenn a zanvezioù saotrañ.

Lod eus ar girzhier bet diskaret zo bet diskleriet ha «kempouezet» gent girzhier nevez plantet, met diaes-mat eo gouzout resis pet, ha m’eo bev c’hoazh ar re nevez plantet. War lodenn Su an tiriad eo e kaver darn vrasañ ar c’hleuzioù diskaret, lec’h m’emaint ar stankañ, ha lec’h ma kaver eienenn meur a stêr.

159 kmad girzhier distrujet e Bro-Dreger dibaoe 20 vloaz

Petra eo bet hon hentenn

Savet eo bet ar gartenn-mañ gant labour displegañ fotoioù war luc’hskeudennoù dre nij an IGN, a gaver war o lec’hienn. Ur spister a 20 santimetr zo gant an «orto-skeudennoù»-se, hag alese e c’heller anavezout digudenn pep garzh ha pep kleuz. Keñveriet eo bet ganeomp re ar bloaz 2003 ouzh re ar bloaz 2023, (evit bezañ resisoc’h ORTHO_ASP_PAC2023, un diaz roadennoù bet lakaet e plas gant Sistem an evezhiañ an takadoù labour-douar a-zeiz-da-zeiz (3STR) e framm ar PAC). Ul lodennig eus tachenn ar SAGE (framm kempenn ha merañ an dour) e Gwerliskin ne oa ket bet goloet er bloaz 2003 nag e 2023, ha keñveriet hon eus neuze re ar bloaz 2005 ha 2022 (pezh a dalvez tro 500 metr a gleuzioù).

Klasket hon eus anavezout an holl steudadoù gwez ha brouskoad aet da get war skeudennoù 2023. Evit henchañ ac’hanomp el labour-se hon eus heuliet ur garrezennadur eus 1c’hilometr. Ne glot ket an holl gleuzioù gant kriterioù resis an IGN, da lâret eo steudadoù a vefe d’an nebeutañ 25 metrad ha dindan 20 metrad a ledander. Evit mirout ma vefe bet renablet girzhier a vefe bet krennet nevez zo, krennet a-galz zoken, hon eus gwiriet e vefe aet da get ar c’hleuzioù ivez.
Hirder an holl c’hirzhier aet da get hag o stankter zo bet muzuliet ant ar poellad Qgis.

Boest du

A-hed an enklask-mañ eo bet en darempred kazetennerien Splann ! gant kalzig a beizanted, kannaded, enklaskerien, alvokaded, teknikourien garzhaoueg… er pemp departamant Breizh.

Tennoc’h-tennañ eo ar jeu er mare-mañ abalamour da lusk sokial al labourerien-douar. Lod anezho a dag an normoù a zo tro-dro d’ar girzhier, re luziet evito.

Tud zo o deus aon e vefe rebechet tra-mañ-tra dezho evit bezañ bet komzet gant kazetennerien diwar-benn ar sujed-mañ. Setu perak lod zo bet cheñchet oc’h anvioù er pennadoù.

N’hon eus ket bet respont ebet na gant servijoù ar Stad, na gant ministrerezh al labour-douar d’hon c’houlennoù.

  • Goulennoù hon eus savet d'an DDTM ha DDPP

  • Goulennoù hon eus savet da LTC ha da GPA

  • Respont kambr al labour-douar

  • Respont Rannvro Breizh

  • Goulennoù da vinistrerezh al labour-douar

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Yann-Malo Kerbrat
Nolwenn Weiler
skoazellet gant :
Faustine Sternberg
Inès Léraud
Mersi bras da :

Denis Vannier evit ar c’hartennoù, Yann Le Sacher evit an tresadennoù, Claire Simonin evit bezañ adlennet gant he daoulagad alvokadez ha Sten Charbonneau evit an droidigezh.

Hor c'hevelerien