[Enklask nevez] Klañv eo porzh Sant-Nazer gant e industriezhioù : hon enklask nevez
Splann ! - 05/16/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Un enklask bet savet gant Samy Archimède hag Itzel Marie Diaz.
Abaoe kant hanter-kant vloaz zo eo liammet a-dost planedenn Sant-Nazer ouzh al listri-bale marzhus deuet er-maez eus kalioù Chanterioù an Atlantel. Ur berzh ekonomikel bet tizhet a-drugarez da vilieroù a implijidi, en o zouez e-leizh a vicherourien deuet eus a-bell-vro alies, implijet gant embregerezhioù eil-kevratour evit labourat a-frapadoù, ha lakaet war var da voged soudiñ ha da zanvezioù pistrius all dañjerus evit o yec’hed.
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a gaver er rumm Seveso, abalamour ma vez produet pe sanailhet ganto danvezioù a c’hell bezañ dañjerus evit an dud hag an endro. An embregerezh temz industriel Yara da skouer, hag ar burerezh TotalEnergies a vez o terriñ reoliadurioù ingal, en ur lakaat en arvar bras yec’hed o implijidi.
Klikit amañ evit digeriñ ar gartenn en ur prenestr nevez.
Mordreizherioù-bale bras-divent ha lorc’hus ha listri-brezel : ur plas a-zoare a zo bet tapet gant Chanterioù an Atlantel, fleurenn industriezh ar Frañs, e porzh-mor Naoned-Sant-Nazer (44). Met en tu all d’an arouez, e-kreiz moged ar souderien ha flaer an tireoul o tiverañ, e kaver na pet implijad embregerezhioù eil-kevratour lakaet war var da zanvezennoù pistrius.
Kontet e vez istor Loig er pennad-mañ, ul labourer a-frapadoù. Klañv eo abalamour ma zo bet alanet gantañ krome 6, un danvez a reiñ krankoù-bev. Diskouez a ra mat ar skouerenn-se ne vez ket doujet ouzh ar reolennoù surentez. Ha gant ma vez implijet muioc’h-mui a embregerezhioù eil-kevratour eo diaesoc’h-diaesañ da chom war evezh diwar-benn yec’hed ar vicherourien.
Beradurioù, tredan sachet, dale gant ar c’hempenn : nag a reuz e labouradeg temz industriel Yara hag e purerezh TotalEnergies, div lec’hienn dindan sturiad Seveso a gaver e-tal Sant-Nazer. Un endro gwall arvarus evit kantadoù a vicherourien a c’hell bezañ lakaet war var d’an amoniak, d’an nitrat amoniom, d’ar benzen ha d’an hidrokarbidennoù aromatek lies-kelc’hiek.
Ankeniet eo an annezidi evit ho yec’hed, ho surentez hag an endro, dreist-holl abaoe eo bet marvet un den war e labour. Taolioù gastiz a vez roet d’an uzinoù gant ar Stad, met dale zo evit kempenn an traoù.