En diwar-benn astenn an atant sevel moc’h Avel vor e Landunvez (Bro-Leon) e oa bet lakaet war-wel pouez e verour war ar filierenn a-bezh. Perc’henn eo Philippe Bizien war unan eus brasañ atantoù sevel moc’h ar Frañs. Rener eo war veur a embreenklask : prezidant eo an embregerezh Evel’Up (an eil evit ar sevel moc’h er Frañs) met ivez e penn meur a lobi sevel moc’h hag ar metanaat e Breizh.
E 2023 e oa bet roet dezhañ ur garg vroadel ouzhpenn : deuet e oa da vezañ prezidant rann saverien moc’h Kevread al Labour-douar (bet gwechall Coop ar Frañs), ar sindikad galloudus-tre a zifenne gwirioù hag interestoù kevreadoù Frañs diouzh ar galloudoù publik er Frañs hag en ensavadurioù europat.
Evel-se e voe gantañ pemp karg – ha neuze pemp gopr – hag e c’helle tizhout aes a-walc’h dileuridi ar Stad. E miz Genver 2024 e oa aet un dileuriadur savet diwar ar c’hannaded « Renaissance » Didier ar Gac hag Antoine Armand da weladenniñ atant Philippe Bizien da geñver ur « gefridi fiziet enno gant Marc Fesneau evit gwriziennañ don ar sevel moc’h er Frañs ».
Chom didrouz e oar ober lobi ar sevel moc’h, met aozet-kaer eo kulskoude. E-touez e zileuridi e kaver ar c’hannad Les Républicains (LR) eus tolead Lambaol-Loudieg (22), kuzulier rannvro ha bez-prezidant ar Vodadeg Vroadel betek 2022, Marc ar Fur.
Sikouret eo bet gant Jacques Crolais, a oa bet e skoazeller kannadel, ha rener Unvaniezh ar c’henstrolloù produerien kig e Breizh (UGPVB) betek miz Ebrel 2024, ur post en deus dilezet evit mont evit kemer penn… Evel’Up.
N’eo ket echu tamm ebet an aozlun (organigramme). Kit war splann.org evit dizoleiñ ar peurrest.