[Enklask nevez] E Breizh emañ an agro-industriezh hag ar Rannvro o reiñ al lañs d’al liseoù labour-douar prevez
Splann ! - 11/26/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Ur rouedad gouzañvat bras zo bet diskoachet gant Faustine Sternberg ha Chloé Richard oc’h ober an enklask diwar-benn al liseoù labour-douar e Breizh. Un doser nevez-flamm hag a lak war wel al liammoù etre deskadurezh prevez al labour-douar hag an agro-industriezh.
Al liammoù-se a vez kavet dreist-holl e-barzh kuzulioù merañ ar skolioù-se. Prezidanted zo eus o c’huzulioù-merañ a zo evel kein ha roched gant an agro-industriezh, met ivez gant sindikad bras al labour-douar : an FNSEA.
Gant ar meskaj-se eo lakaet al liseoù da vezañ rakstalioù pennoù-bras al labour-douar stank.
Kevelourioù evel Agrial, Eureden, Nutréa hag all lakaet a-wel-kaer war ar rouedadoù sokial ; pedet ar skolidi da gemer perzh e darvoudoù aozet gant an embregerezhioù meur-mañ eus an agro-industriezh ; aozet kevelerezh lakaet da “daolioù-kaer evit an daou du”, hervez penn ur skol.
Ouzhpenn d’an emglevioù-se he deus Rannvro Breizh roet harp dezho diwar-bouez degadoù a vilionoù a euroioù abaoe dek vloaz. Un tapis ruz dirollet dirak ar prevez, a-greiz m’emañ en arvar al liseoù publik.
An dizingalded-mañ etre ar prevez hag ar publik a zo noazus ivez da deskadurezh al labour douar padus ha doujus ouzh an endro. Klask a ra an deskadurezh publik difenn an agroekologiezh. Honnezh az a da vezañ distaolet gant an deskadurezh prevez. Al labour-douar biologel a zo lakaet a-gostez da vat.
Met treuzkemm ha treuzkas an agroekologiezh ne vo ket graet « hep un tamm engouestl » eus ar galloudoù publik met ivez eus ar skolioù prevez hag eus o c’helennerien.
Lennit hon enklask
Lennit hon enklask

Un dimeziñ evit gwellañ an agro-industriezh ha gwashañ ar c’helenn labour-douar e Breizh. Test eo al lobioù galloudus, a gaver e kement ensavadur ren al liseoù kenkoulz hag e pemdez ar gelennerien hag ar skolidi. Na pa vez aozet un darvoud pe c’hoazh pa vez lakaet gweladenniñ un embregerezh, pep tra a vez graet da lakaat war wel ur patrom. Hini ul labour-douar ken askoridik hag an doare d’en em silañ e pep lec’h, a c’hell mont ivez betek magañ yalc’h al liseoù.

Mont war-zu an agroekologiezh a rank liseoù al labour-douar ober, skrivet eo anat e programmoù o ministrerezh. Met chomet eo liseoù prevez Breizh war-lerc’h. Atantoù a vez el liseoù evit kelenn d’al liseidi ha lakaat war-wel penaos e vez labouret ganto. Diskouez a reont ez eus bet dibabet produiñ muioc’h, ha stankoc’h atav.

53 milion a euroioù. Setu ar sammad a skoaziadennoù diret bet roet d’al liseoù labour-douar prevez gant Rannvro Breizh abaoe dek vloaz. Brokus ar skoazelloù-se pa vez mestr al liseoù prevez war kelenn al labour-douar. Eus tu al liseoù publik e ra diouer an arc’hant. Diaes eo dezho desachañ skolidi ha mont war-raok gant o labour.

Arouez an emrenerezh roet d’al liseoù labour-douar katolik prevez eo The Land. Ur c’hampus, tri lise ennañ, diazezet e Il-ha-Gwilen. Un toull bras pe gentoc’h un islonk er c’heff, hag an implijidi o tec’hout kuit.
Lennit hon enklask
Lennit hon enklask
An enklask-se zo bet kaset da benn gant Faustine Sternberg ha Chloé Richard. Atelier Lugus en deus graet an tresadennoù.
Embannet eo ivez gant hor mediaoù keveler : Radio Breizh ha Ya!.
Splann ! ‘zo ur media disalc’h, hag ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc’hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc’hadoù lec’hel. Trugarez d’ar pezh vez roet ganeoc’h e c’hallomp labourat.
Bezañ arc’hantaouet gant hol lennerien a dalv nep galloud, miliarder ebet, ne c’hell lakaat gwask warnomp pa vez ret skrivañ ur pennad pe pouezañ war ar bouton « embann ». Heñchet gant an interest foran hag an etik micherel, hor c’hazetennerien a zo frank da kelaouiñ, zoken ma talvez kement-se da lakaat tud hag ensavadurioù levezonet da vezañ nec’het.
Hon enklaskoù a zo kaset da benn gant an ideal demokratelezh ha justis. Embanned int evit bezañ lennet ha skignet gant an holl, hep skoilhoù arc’hant. Koulskoude, koust a ra an titouroù. Koustañ a ra an enklask-se hec’h-unan ouzhpenn 15.000 €.
Ma evideoc’h c’hwi, eo talvoudus hor labour – ha ma ‘z eus tu deoc’h – marteze e c’hellit soñjal e sevel ur skoazell miziek ?
Skrivit deomp contact [@] splann.org hag displeget e vo deoc’h peseurt mod e c’hallit kas teulioù en un doare sur.