Endro : ingalañ a ra « MRAE Breizh » menegoù skort
Splann ! - 05/19/2022
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Labour-douar padus », « politikerezh gant ul live karbon izel », « torradur kevraouet »… Gerioù ar pennoù bras zo deuet da vout « gweroc’h-gwerañ »… Met daoust hag eo ar memes tra evit an oberiadennoù ? E karg emañ ur strollad dizalc’h da vuzuliañ an dra-se just a-walc’h. Ar strollad zo « Beli an ehag hec’h oberiadennoù rannvroel ». Chomet e vez boazioù fall hervez danevell obererezh diwezhañ ar MRAe.
Ar strollad en deus studiet ur bochad steñvioù kempenn kêrioù hag ar strollegezhioù. E 2021 e oa studiet gant ar MRAe an teuliadoù-se (41 meno). Ar PLU ha PLUi ne ya ket war an hent evit ma ne vehe ket treuzfurmet perzh an douar, pe artificialisation e galleg, hervez enklask ar MRAe. Padal ez eus ul lezenn e-keñver an dra- se, lakaet e plas gant Sraddet Breizh. Al lezenn-se zo anvet « Lezenn hin ha réziliañs », gant ar pal da zifenn ar bioliesseurted. « N’eus diskoulm poellek » ha jaojet eo betek re gresk ar boblañs gant an dilennidi hag an dilennerezed war tachennoù ‘zo.
N’eus araokadenn ebet a-barh ar studiadenn efedoù diwar-benn raktresoù al labour-douar a oa bet studiet (17 seziz, dreist-holl te-keñver astenn ur magerezh moc’h pe yer), hervez ar MRAe. N’eus araokadenn e-pad blez ha blez. Da skouer, pa vez magerezhioù en tachadennoù e lec’h ez eus bezhin glas, « ne vez ket kizidikaet an dud a-walc’h ». Gwelloc’h eo ar jeu evit bouetañ al loened gant un roudad berr. Met chom a ra kudennoù e-keñver an enklaskoù diwar-benn an azot hag ar phosphore, memes tra evit an efedoù ar magerezhioù loened war an endro en dour.
Setu niver a respontoù a oa bet kaset d’ar MRAe Breizh gant perc’hennoù raktres war 120 teuliad hag a oa bet studiet e 2021. Padal eo ur redi lakaat e plas gant kod an endro. Ar pal zo klokaat pe cheñch, dre zegoueezh, ur raktres.
« An dezrannomù war efedoù e galloud an amoniak war ar yec’hed ha war an endro a chom hollek ha war-c’horre. »