E Pont-Skorf emañ ar park loened o ledanaat war dachennoù labour-douar
Juliette Cabaço Roger - 04/24/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Savet e oa bet Zoo Pont-Skorf e Bro an Oriant (56) er bloavezhioù 70. Hiziv an deiz eo deuet da vezañ Les Terres de Nataé, ur park loened a laka war-raok « ar gwareziñ hag aezamant al loened ». Dre ziv wech e oa aet ar zoo d’ar strad e 2019 ha 2021 a-raok bezañ prenet e miz Mae 2021 gant Sébastien Musset. O labourat evit embregerezhioù evel Allianz, BNP Paribas, Crédit Agricole pe Crédit Mutuel Arkéa e oa bet eñ a-raok en em staliañ e Breizh.
Padal zo cheu e kumun Pont-Skorf tro-dro d’ar raktres nevez adalek ar penn-kentañ abalamour ma z’afe ar park war vrasaat dre dapout un 12 devezh-arat bennak ouzhpenn. Douaroù a oa gouestlet, sañset, d’al labour-douar. « Raktreset e oa astenn ar park adalek ar penn kentañ, eme Sébastien Musset. N’eo ket a-walc’h an 28 devezh-arat hon eus hiziv evit ma vevo mat al loened. Un emglev hon oa kavet gant perc’henned an douaroù evit ma vefe posubl astenn ar park war an hir dermen. »
Gwir eo kement-se. Adalek penn-kentañ 2023 d’an nebeutañ e oa bet feurmet an douaroù d’an Terres de Nataé. Met dre ma ne oa ket bet roet an aotre da labourat anezho gant ar Stad, n’eus talvoudegezh ebet gant ar feurm-se da geñver al lezenn. « Labourat a ra an SAS les Terres de Nataé war an tachennoù labour-douar-se gant ur feurm bet sinet d’an 01/01/2023 hep aotre. Setu neuze ar prefed rannvro o c’houlenn gant an SAS sevel un doser evit kaout an aotre, dezhi da zoujañ ouzh al lezenn », eme ar prefeti en ul lizher bet kaset d’an 31 a viz Here 2024 ha bet kavet gant Splann !.
Dre m’eo un embregerezh labour-douar ar park-loened, setu-eñ o c’houlenn un aotre da labourat an douaroù e miz Gwengolo 2023 evit « eil staliadur an Aotroù Bruno Le Jossec ». 61 bloaz eo Bruno Le Jossec, ezel anezhañ eus kuzul merañ ha kuzul strategiezh ar park. Penn rener an embregerezh Société financière Lorient développement (SFLD) eo an den-se ivez, plantet gantañ arc’hant en Terres de Nataé.
Met n’eo ket echu an istor. Klevet gantañ e oa dieub an tachennoù-se, setu ul labourer-douar eus ar gumun o c’houlenn e miz kerzu 2023 un aotre da labourat anezho. Kevezerezh a zo neuze etre al labourer-douar hag ar park loened evit tapout an douaroù, ar pezh a dalv e rank an afer bezañ kaset dirak Komite departamant henchañ al labour-douar (CDOA e galleg). An emvod zo bet d’an 23 a viz Genver 2024.
Gant Splann ! eo bet lennet rentañ-kont an emvod-se. Ha n’eo ket gwall sklaer pep tra. Evel m’hon doa displeget deoc’h en hon enklask « Brezel er parkeier », sañset e rank ar CDOA dibab gant piv e vo labouret an douaroù a-drugarez d’an SDREA, un diell a renabl an abegoù a laka an dud da vezañ e renk-mañ renk. Hervez an diell-se emañ al labourer-douar war ar renk 9 ha Les Terres de Nataé war ar renk 10. Da lâret eo e rankfe an aotre bezañ roet d’al labourer-douar ha n’eo ket d’ar park loened.
Setu neuze Renerezh departamant an tiriadoù hag ar mor (DDTM e galleg) o c’houlenn e vefe votet gant izili ar CDOA, hag int o votiñ evit ma y’afe an douaroù gant al labourer-douar. Met, hervez rentañ-kont an emvod, ez eus bet un eil votadenn just war-lerc’h, goulennet gant an DDTM adarre. Ha n’eo ket heñvel an disoc’h : war bouez ur vouez e tibab ar c’homite reiñ an aotre d’an daou, d’al labourer-douar ha d’ar park loened war un dro. Kadarnaet e vez an dibab-se gant ar prefeti, da lâret eo e vo d’ar perc’henn da zibab piv a labouro an douaroù. O c’houzout e vezent feurmet gant Les Terres de Nataé betek-hen dija.
Petra zo c’hoarvezet ? Perak eo bet votet div wech ? Savet hon eus ar goulenn ouzh meur a zen hag hini ebet n’en deus bet c’hoant resisaat ar pezh zo c’hoarvezet e-pad an emvod-se. Koulskoude emañ an holl a-du evit lâr n’eo ket un dra ordinal votiñ div wech. Hervez tud’zo e vije bet ur gwask politikel, evit reoù all e vefe evit abegoù touristelezh. « Rediet omp da votiñ pa vez goulennet gant ar velestradurezh, eme unan eus izili ar c’homite. N’eo ket publik ar pezh a vez lâret e-pad an emvodoù. Sañset eo arabat deomp kehentiñ diwar-benn ar votoù hag abegoù an dibaboù. » Padal eo a unvouezh an holl zileuridi sindikadoù labour-douar a oa en emvod : al labourer-douar en dije ranket kaout an douaroù. Savet hon eus goulennoù d’an DDTM ha d’ar prefeti met n’eo ket bet respontet deomp. Eus e du e lavar Sébastien Musset ne ouie ket tamm ebet e oa bet votet div wech.
Er gumun e vez muioc’h mui a goz-kaozioù diwar-benn priz an douaroù. « Gwir eo e prenin an douaroù keroc’h, a anzav Sébastien Musset. Met ar pezh a glevan a zo forzh petra ! Kinnig a rin d’an uhelañ tout div wech muioc’h evit priz ar marc’had. Ar pezh zo normal dre ma ne vo ket tachennoù labour-douar ken. » Just a-walc’h, evit ma klotfe an douaroù gant ar raktres park-loened emañ steuñv lec’hel ar c’hêriekaat (PLU e galleg) war-zu bezañ cheñchet.
A-enep d’ar raktres emañ teir c’hevredigezh a stourm evit an endro abalamour m’o deus c’hoant gwareziñ al labour-douar lec’hel. « Ne glota ket ar raktres na gant ar pal Artifisielaat ebet rik (ZAN e galleg) na gant Brastres evit kenstagded an tiriad (SCoT e galleg) eus Bro an Oriant. Sañset eo arabat artifisielaat ouzhpenn 608 devezh-arat en holl. Neuze, 40 devezh-arat evit ar park-loened a zo kalzig », eme Jean-Yves Laurent eus ar gevredigezh Den Dour Douar. « Unan eus palioù ar SCoT a zo kas war-raok ar park kement ha difenn an tachennoù labour-douar », a respont Sébastien Musset. A-benn nebeut e c’hallo holl annezidi Pont-Skorf reiñ o ali : un enklask foran a zo sañset bezañ digoret a-raok fin ar bloaz 2025.